Aloaded

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er vitologiezh c'hresian, an Aloaded (e henc'hresianeg Ἀλωάδαι, Alôadai pe Ἀλωεῖδαι, Alôedai) a oa breudeur gevell, anvet Otos hag Efialtes (henc'hresianeg Ὦτος καὶ Ἐφιάλτης, Ỗtos kaì Ephiáltês, « Labous noz hag hurlink »), mibien da Boseidon ha da Ifimedia (gwreg Aloeos, en deus roet e anv dezhe). Sellet e vez oute evel Ramzed, daoust ma'zint bet ganet diwezhatoc'h evit mibien Gaia ha ma n'o deus liamm ebet gante. Deskrivet int gant Homeros. Hervezañ e oa bras meurbed o c'hened ha kreskiñ a raent eus un ilinad uhelder hag eus ur gourhedad ledander bep bloaz[1].


Mojenn ar Ramzed[kemmañ]

E-giz d'ar Ramzed avat e oa fellet dezhe difial an Doueed. Kregiñ a rejont yaouank-kenañ o vac'hañ Ares en ur jarl arem, ma chomas trizek miz ken na zeuas Hermes da zieubiñ anezhañ dre guzh[2]. Hervez ar skoliour[3], ez eo abalamour m'en doa lazhet Adonis, fiziet enne.

Pa oant erru en o nav bloaz e oant hardishaet ha fellet e oa bet dezhe pignat en oabl o verniañ ar menez Osa war ar menez Olimpos hag ar menez Pelion war ar menez Osa. Gourdrouz a raent disec'hañ ar morioù o teurel menezioù e-barzh ha goleiñ an douaroù gant ar morioù[4]. Zeus a foeltras anezhe neuze, met lezel a reas ar vuhez dezhe war goulenn Poseidon.

Ne baouezas ket an daou vreur da iriennañ a-enep an Doueed : Otos a felle dezhañ skrapat Hera, hag Efialtes a felle dezhañ kaout Artemis da wreg. Redek a rejont war lerc'h homañ ziwezhañ hag en em veñjañ a reas o lakaat anezhe d'ar marv dre finesa, en enez Naksos. Kemer a reas stumm ur c'harv ha tremen etrezo e doare ma diskarjont an eil egile gant o spegoù o klask tizhout anezhi[5]. Hervez lod all avat e vijent bet lazhet gant he breur Apollon "kent na greskas ar barv ouzh o groñch"[6]. Mod all ne vije ket bet a harz oute.

Boureviet e voent dibaouez en ifernioù : staget e oant kein-ouzh-kein ouzh ur golonenn kelc'hiet gant naeron, ha warni ur gaouenn hag a hope dibaouez [7].


Hengounioù all[kemmañ]

En holl an istorioù-se, an Aloaded n'int nemet tud, dezhe ur vent divoaz. Hervez Diodoros Sikilia, na ra anv ebet eus danevelloù Homeros, e oant harozed a orin eus Tesalia kehelet e Naksos. Kaset e vijent bet gant o zad Aloeos evit dieubiñ o mamm Ifimedeia hag o c'hoar Pankratis diouzh Traked o doa skrapet anezhe. Kannet o dije anezhe e Naksos ha dont da vezañ rouaned an enezenn a-raok lazhañ an eil egile e-kerzh un emgann[8].

Lakaat a reer savidigezh meur a goeded war o c'hont ivez. Da skouer hini Aloium [9], pe hini Ascra e Boeotia[10].

Hervez Pindaros e oa bet an daou vreur ar re gentañ o lidañ aberzhioù en enor d'ar Muzezed war ar menez Helikon[11]. Hervezañ ne azeulent ken teir muzez : Melete, Mneme, hag Aoide.

Bezioù an Aloided a veze diskouezet en amzer Paosanias [12] e-kichen keoded Antedon e Boeotia. E skridoù diwezhat e reer anv eus o eskern a vije bet war ziskouez e Tesalia[13]

Mammennoù[kemmañ]


Notennoù[kemmañ]

  1. Homeros, Odiseia XI. 305
  2. Homeros, Ilias V.385 ; Apollodoros (I. 7. § 4)
  3. ΣbT Ilias V, 385.
  4. Apollodoros (I. 7. § 4)
  5. Pseudo-Apollodoros, Bibliotheca I. 53
  6. Homeros, Odiseia XI. 305 ; Hyginus, Fabulae 28
  7. Hyginus fabulae 28.; Virgilius Aeneis VI 582. Krediñ a raed e veze sunet gwad gant ar c'haouenned.
  8. Diodoros Sikilia, Biblioteka, VI. 85. 1
  9. Stefan Bizantion, s. v.
  10. Paosanias IX.29,1
  11. Paosanias IX.29,1
  12. IX. 22. § 5
  13. Filostratos Aten. Buhez ar Sofisted, I. 3.