Diana (doueez)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Diana Versailhez

Diana zo anv un doueez roman, merc'h da Jupiter ha Latona, ha c'hoar gevell Apollon. Ganet e oa bet war enez Delos. Doueez ar chase, al loened gouez hag ar c'hoajoù e oa, ha diwezhatoc'h doueez al loar ha skeudenn ar werc'hded ivez. Daoust ma oa a orin italek, eo bet tostaet ouzh an doueez c'hresian Artemis, hervez an interpretatio graeca.

[kemmañ] Arz

Itron en Diana, gant Cesare Dandini, 1639, Keubenhaven.

Livet eo bet Diana en chaseourez meur a wech, gant he gwareg hag he saezhoù. Maouezed a renk uhel ivez zo bet livet e-giz Diana, hag a-wechoù diwisk a-walc'h.

Diana chaseourez, gant Houdon. (Mirdi al Louvre)