Karia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Ur pennad Caria zo ivez.
Karia, en Azia Vihanañ.
Restr:Caria.svg
Kêrioù Karia

Karia (Καρία e gregach, Karya e turkeg ) a oa ur vro gozh , pe ur broviñs, e mervent Azia Vihanañ, etre Likia er reter, Frigia en hanternoz, Lidia er c'hornôg, ha Mor Egea er c'hreisteiz .

Hervez Herodotos e oa Minoiz a orin e oa tud Karia. Tud Karia avat a lavare e oant tud eus Anatolia aet da voraerien hag e oant kerent d'ar Vysianed ha da dud Lidia.

Hellened Ionia ha Doria eo a drevadennas ar c'hornôg anezhi hag en em veskas gant tud Karia evit sevel stadoù hellen nevez, eno zouez kêrioù Knidos, pe Halikarnassos. Karianed a veze graet eus an dud orin degouezhet er vro a-raok an Hellened.

Pa deuas ar Bersed e voe savet ur satrapiezh ganto. Ar satraped avat a em zalc'he evel rouaned, evel Mausolos pe e wreg Artemisia II . Gant an impalaeriezh roman e oa ur broviñs roman en Azia.

Taolenn

[kemmañ] Yezh

Ur yezh anatolek a gomze ar Garianed.

[kemmañ] Kêrioù

[kemmañ] Tud


[kemmañ] Notennoù

  1. Dion Chrysostome, Discours, 28 et 29.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all