Oenopion

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mab Ariadne ha Dionysos e oa Oenopion(Οἰνοπίων "ever gwin"). Deut e oa da vezañ roue enez C'hios, a gasas dezhi arz ar gwin. Ur verc'h en doe, Merope hec'h anv. .

Mojenn[kemmañ]

Orion a gare Merope met Oenopion ne blije ket an dra-se dezhañ. Gwallet e voe Merope gant Orion. Evit kas an dorzh d'ar gêr e roas Oenopion gwin da Orion, ken e voe mezv. Neuze, gant ur gontell, e tennas e zaoulagad outañ hag e kasas anezhañ d'ar mor.

Hefaistos a gemeras trues ouzh an dall, hag a roas dezhañ Kedalion, ur c'hrennard, evel ambrouger. Gantañ e kerzhas war-du ar reter ma adkavas ar gweled bennozh d'an heol o sevel.

Graet en doa Orion e soñj da lazhañ Oenopion, met savet e oa bet ur c'hreñvlec'h dindan zouar dezhañ gant Hefaistos, gant-se n'halle ket kavout ar roue. Mont a res neuze da z-Delos, ma kavas ur serc'h all, Eos.