Kleio

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Klio, rann eus Alegorienn al Liverezh, gant Vermeer (1666)
Kleio

Kleio pe Klio (Κλειώ / Kleiô, e gregach, diwar κλέω "kanañ (meuleudi)") eo anv muzenn an Istor. Evel he c'hoarezed all, merc'hed an Awen evelti, eo merc'h da Zeus ha Mnemosyne.

Ur mab he doa, Hyakinthos, engehentet gant Pieros, roue Makedonia. Hervez oberourien zo e oa mamm da Hymenaios ivez.

Diskouezet e vez gant un drompilh en he dorn evit embann taolioù-kaer an harozed pe un horolaj-dour, arouez dibun an darvoudoù. Gwelet eo ivez evel ijinourez ar gitar.

[kemmañ] Diwar hec'h anv

Diwar hec'h anv ez eus bet anvet:

  • un asteroidenn
  • ur c'harr-tan, Clio, savet gant ar gompagnunezh c'hall Renault.
Kleio, hervez Artemisia Gentileschi, 1632.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all