Bellerofon
Eus Wikipedia
Bellerofon (Βελλεροφῶν / Bellerophỗn e gregach) a oa mab da c'h-Glaokos (pe da b-Poseidon, hervez ar mojennoù), a oa roue Korintos, ha da Eurimeda. Mab-bihan e oa da Sísyphos.
Hipponoos e oa e anv pa oa ganet, met adanvet e voe Bellerofon (« muntrer Belleros ») war-lerc'h lazhañ Belleros. Abalamour d'ar gwalldaol-se e rankas tec'hel da d-Tiryns ma voe degemeret e lez ar roue Proetos.