Eris (doueez)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Eris zo ivez.
Eris, lestr pri-poazh eus Hellaz kozh, eus kêr Aten, VIvet kantved kent JK
Golden Apple of Discord , eo anv saoznek an daolenn-mañ gant Jakob Jordaens, 1633. Mirdi ar Prado. Madrid.

Eris (Ἔρις e gregach), a oa merc'h da Niks (an Noz), e mojennoù Hellaz kozh, ha n'he doa tad ebet.

Hervez un doare all e oa merc'h da Hera, ha krouet e voe ganti pa stokas he mamm ouzh ur vleunienn. C’hoar e oa da Ares, ha gevellez dezhañ.

Klotañ a ra gant an doueez roman Discordia, an Dizemglev. Ar skeudenn gontrol dezhi eo Harmonia, a zo Concordia e latin.

En Ilias ez ae gant he breur Ares, doue ar brezel, en aervaoù, ha c’hwezhañ a rae kasoni etre ar vrezelourion. Tennañ a ra neuze da Enio.

Naered eo he blev, labezet a wad eo he dilhad, hag un naer a vez ganti en he dorn.


Brezel Troja[kemmañ]

Dre ma oa droug enni abalamour ma ne oa ket bet pedet da eured Thetis ha Peleüs e taolas da b-Paris un aval-aour skrivet warnañ Ἡ καλὴ λαϐέτω, hê kalề labétô ( da reiñ d’an doueez vravañ): an aval a zizemglev-se eo a voe kaoz da vrezel Troja (gwelout barnadenn Paris).

Troioù all[kemmañ]

Gant Ares e kemeras perzh e brezel al Lapited a-enep an dud-kezeg.

Kemer a reas stumm Rea hag en ur c'harr sachet gant leoned e vroudas Dionysos d'en em gannañ gant Lycurgue.

He bugale[kemmañ]

Engehentañ a reas ur ribitailh bugale gwalloberius : an Naon, an Ankoun, ar Boan, ha nouspet hini all.


Ger[kemmañ]