Enyo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Enyo pe Enio (Ένυώ e gresianeg; "euzh") a zo un doueez eus mojennoù kozh Hellaz. Bez' e oa ur g-ker pe un daimon, da lavarout eo un droukspered, anvet ivez "distrujerez kêrioù". Gwelet e veze evel labezet a wad, o tougen armoù, kompagnunez an doue Ares, doue ar brezel, ha kontet da vezañ e vamm a-wechoù, e c'hoar a-wechoù all. Poltredet e veze gant Fobos ha Deimos, a-gevret gant Ares, doue ar brezel, alies.

He far gant ar Romaned a oa Bellona, he devoa muioc'h a vrud.