Dirke

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dirke (Δίρκη e gregach, da lavarout eo "rannet") a oa eil gwreg Likos, roue Tebai, ha breur da Nikteus. Lakaat a reas-his teurel he nizez Antiope, ar wreg kentañ, er vac'h, pa oa bet kaset kuit gant Likos. Met dont a reas Zeus da zivac'hañ Antiope, a engehentas daou vab, Amfion ha Zetos.

Pa voent deuet bras e lazhjont Likos, hag e stagjont Dirke ouzh lost un tarv feuls ha dizoñv. Kaset e voe ar rouanez war ar reier ha drailhet he c'horf. Hag an doueed, truez enne outi, he c'hemmas en ur feunteun a voe roet hec'h anv dezhi, hag a oa nepell diouzh kêr Tebai.

Mojenn ha kristeniezh[kemmañ]

"A Christian Dirce", by Henryk Siemieradzki

War a seblant e vije bet awenet gant mojenn Dirke ar re a ijinas stagañ kristenezed ouzh tirvi da vare heskinadur ar gristenien e Roma.