Epafos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Epafos (Έπαφος e gresianeg) eo anv ar mab en devoa bet an doue Zeus digant ar goantenn Io, troet gantañ da onner, aet war lez an Nil da wilioudiñ e kuzh ouzh e wreg Hera, war-lerc'h un hir a dro .

Met pig pe vran a gan.

Pa glevas an doueez ar c'heloù e reas ur c'horfad gwarizi, ma c'houlennas digant ar Goureted mont da skrapañ ar babig Epafos. Droug a savas e Zeus neuze. Klask a reas gouzout digante pelec'h o doa kuzhet e vab met grik ne lavarjont, ma pulluc'has ar Goureted.

Ha ne ouias ket edo e vab en Egipt gant e vammig.

[kemmañ] Epafos ha Faeton

Pa voe deuet bras Epafos e savas tabut etrezañ ha Faeton: kontañ a rae e oa egile o fogasiñ pa lavare bout mab da Helios, an Heol. Abalamour da se e kavas d'ar Faeton gaezh e ranke diskouez ne gonte ket gaou, hag ez eas da wall fin.

A-hervez e teuas Epafos da vout roue Egipt, e tiazezas Memfis, kêr-benn ar vro, diwar anv e wreg, merc'h d'an doue-stêr Nilos, hag e voe lakaet da zoue.
Teir merc'h o doe:


Epafos eo anv gregach an doue-tarv Apis ken ez int bet hevelebekaet .

[kemmañ] Doare all

Hervez un doare all e oa mab da Protogenia.

[kemmañ] Anv tud all

  1. Ur mab d'an doue Poseidon pe da Aleo a voe roue war-lerc'h Córax e rouantelezh Sición. Anavezet eo ivez evel Epopeo.
  2. Ur mab da Erebos ha Nix.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all