Lynkeüs an Argonaot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Lynkeüs (Λυγκεύς e henc'hresianeg), mab da Afareüs hag Arene, a oa unan eus an Argonaoted ha muntrer Kastor, a-gevret gant e vreur Idas. Gant an daou vreur e voe lazhet Castor peogwir e oant holl (ha Polideukes evelto) o klask fred gant Foebe hag Hilaeira, merc'hed Leükippos, a oa ivez eontr da Idas ha Lynkeüs hervez doareoù zo d'ar vojenn.

Linkeüs an Argonaot a oa bet ivez o chaseal hoc'h-gouez Kalidon. Brud en doa da vezañ lemm e lagad, ken e oa gouest da welout a-dreuz ar gwez, ar mogerioù, ha dindan douar.

Diwar e anv e teu ar ger lins (saozneg linx), anv al loen brudet e lagad lemm.