Eurioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dionysos barvek o kas an Eurioù , oberenn roman eus amzer an Impalaeriezh, I kantved goude J.-K.

An Eurioù (Ὤραι e gregach) eo doueezed an amzer o tremen e mojennoù Hellaz kozh. Merc'hed e oant da Zeus ha Temis. Hanter c'hoarezed e oant d'ar Moirai. Da gentañ n'eo ket rannoù an deiz, met rannoù ar bloaz, e oant, ha ne oa nemet teir anezho.

O anv[kemmañ]

  • E gregach e oa Hórai.
  • E latin e oa: Horae.

Teir zo anezho hervez Hesiodos: Eunomia, Dike, Eirene. Un tamm mat luzietoc'h avat eo o istor.

Tri remzi[kemmañ]

Gant Homeros int Porzhierezed an Oabl hag o c'hefridi eo digeriñ ha serriñ dorioù peurbadel an Olimp. Reoliañ buhez an dud a reont ivez.

Kentañ remziad[kemmañ]

E mojennoù Hellaz ne oa nemet teir Eur, pe teir Rann-Vloaz, da gentañ : *Talatte (pe Tallo), doueez an Nevezamzer,

  • Afkso, (Αυξώ e gregach) pe Auxesia, a dalveze "kresk ar plant", a veze azeulet gant Hegemone en Aten evel unan eus an div C'harit.
  • Karpo (pe Xarpo)Carpo (Καρπώ), Carpho or Xarpo, a oa plac'h ar frouezh hag an Diskaramzer.

Tud Hellaz n'anavent nemet Nevezamzer, Hañv, ha Diskaramzer. Diwezhatoc'h e voe lakaet ar Goañv. Komzet e vo eus ar peder rann-vloaz diwar neuze.

Goude-se e voe rannet an deiz e daouzek rann keit-ha-keit, kresket e voe niver an Eurioù (an doueezed) betek daouzek gant ar varzhed, ha graet e voe an Daouzek C'hoar anezho.

Alies e vezont gant an Doueed, gante e voe skoliet Hera, Dionysos, Afrodite, Hermes, Aristea . Dezho e voe da vont d'an Ifernioù da gerc'hat Adonis da Afrodite. Gant Afrodite e vezent dalc'hmat pa veze an doueez o'n em fichañ.

En arzoù e veze gwelet ar remzi kentañ evel merc'hed yaouank hoalus e-kreiz bleunioù ha glasvezh hag arouezioù puilhded. Azeulet e vezent gant labourerien-douar Hellaz.

Eil remzi[kemmañ]

Eirene gant Ploutos: addelwenn roman copy diwar Kefisodotos, war-dro 370 kent JK, en Agora, en Aten.

An eil remzi zo ennañ

  • Eunomia, Ευνομία e gregach, a oa doueez an urzh vat pe al lezennoù; hi pe unan all a zo lakaet da verc'h da Hermes hag Afrodite.
  • Dike, ar Justis
  • Eirene, (Ειρήνη pe Eirênê e gregach) a oa doueez ar peoc'h, a oa Pax gant ar Romaned.

O-zeir int doueezed al lezenn hag an urzh vat, a zalc'h ar gevredigezh en he sav hag en he c'hempouezh. E kêrioù Aten, Argos hag Olympia e vezent azeulet er penn kentañ.

Trede remziad[kemmañ]

Hervez oberourien zo e oa un trede rummad Horae. Bez' e oant:

  • Ferousa, doueez an atantoù;
  • Euporia, doueez ar puilhder;
  • Ortosia, doueez ar c'hreskiñ hag ober berzh .
Horae e Meyers, 1888


O boazioù[kemmañ]

Alies e vez an Eurioù gant ar C'harited pe gant Nimfezed: ar varzhed a gomz anezho evel merc'hed yaouank koant o tañsal gant dilhad ne dapont ket izeloc'h eget pennoù o daoulin, pe gwisket gant saeoù hir, o terc'hel rezin, pennoù-ed, barroù e bleuñv.

Menegoù[kemmañ]

An Eurioù zo meneget gant:


War ar monumantoù e hañvalont bout kenoad. Delioù palmez a vez ganto war o fenn.

Pa voe lakaet peder rann d'ar bloaz e voe lakaet peder Eur en arzoù ivez, nemet oadoù dishañval a voe roet dezho, saeoù hir ganto met tamm kurunenn ebet.

Eur an nevezamzer a voe diskouezet evel ur grennardenn, mistr he dargreiz. Koshoc'h eviti eo he c'hoarezed, ha koshoc'h an eil evit eben, diouzh o c'horf. Oc'h eveshaat deskadurezh ar vugale e vezent, hag o reoliñ buhez an dud: en holl euredoù a oa er mojennoù edont o kemer perzh.


An Daouzek Eur[kemmañ]

Evit daouzek Eur an deiz, a oa merc'hed da C'hronos, an Amzer, (hervez Nonnos Panopolis) pe da [Helios]] (hervez Quintus Smyrna), ne oant nemet dek da gentañ-penn. Setu o anvioù, adalek ar gouloù-deiz petek ar c'huzh-heol:

  1. Auge, ar Gouloù-deiz,
  2. Anatole, pe Anatolia, ar Sav-Heol
  3. Musika pe Mousika, ar Sonerezh, pe eur ar seniñ hag ar studi,
  4. Gymnasia ou Gymnastika, koulz an embregerezh-korf,
  5. Nimfe, eur ar c'hibellañ hag an emwalc'hiñ,
  6. Mesembria, kreiz an deiz, ar C'hreisteiz
  7. Sponde, eur ar banneoù goude merenn
  8. Elete, an Ec'hoaz, ar c'housk goude kreisteiz, pe ar bedenn,
  9. Akte (pe Kipris gouez da lod), an Enderv, pe eur ar pred hag ar blijadur,
  10. Hesperis, an Abardaez
  11. Dysis, mare ar c'huzh-heol
  12. Arktos, ar gouloù diwezhañ.

Oberourien zo ne reont ket anv eus Arktros met eus C'hora, an Dañs.