Euterpe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Euterpe a oa unan eus an nav Muzez, pe Merc'hed an Awen, e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Zeus ha Mnemosine.

[kemmañ] An anv

Εὐτέρπη / Eutérpê eo an anv e gregach, ha talvezout a ra « a oar plijout  » , eus ar ger εὖ / , « mat » ha τέρπω / térpô, « plijout ».

[kemmañ] Doueez

Doueez ar Sonerezh e oa. Ur fleüt a veze ganti, an aulos, bet ijinet ganti. Diwezhatoc'h e plijo da livourien zo reiñ dezhi binvioù all, paper sonerezh. Ur gurunennad vleunioù a veze war he fenn pa veze da-heul Dionysos.


War bez Frédéric Chopin, e bered ar Père-Lachaise e Pariz, he gweler o ouelañ.



[kemmañ] Liamm diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.


Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all