Ambrosia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ambrosia eo anv ar boued pe evaj an doueed e mojennoù Hellaz kozh.

Gerdarzh[kemmañ]

Ar ger a zo αμβροσία /ambrosía e gregach, ha dont a ra eus ἀμϐρόσιος, a dalv « divarvel, doueel», eus a- ("nann") ha mbrotos ("mervel").


Boued an doueed[kemmañ]

Gantañ e vez maget doueed an Olymp. Rak ar re-se ne vevont ket diwar boued na gwin evel an dud, met diwar nektar, e-lec'h gwin, ha diwar ambrosia, e-lec'h boued kalet, goude ma ne vez ket kalet atav.

E skridoù Homeros e vez degaset gant koulmed adalek penn pellañ ar C'hornôg, ha gantañ e vez maget kezeg an doueed ivez.

Nac'h nektar pe ambrosia ouzh un doue n'eus ket gwashoc'h kastiz : evit ober kemend-all e rank bezañ torret ul le graet war doureier ar stêr Stiks da vihanañ.

E Teogonia Hesiodos e kaver al linennoù-mañ, a c'hallfe bezañ un arroud ouzhpennet:

« An Neb, a-douez ar Re Zivarvel, mistri leinoù an Olimp erc'hek , a skuilh an dour-se evit terriñ ele , a chomo war e c'hourvez hep analat ur bloavezh-pad . Biken ken ne dostay ouzh e ziweuz nag ambrosia na nektar d'en em vagañ. Chom a ray hep analat war lein e gein ha divouezh war ur gwelead tapisoù: paket kriz e vo gant ar c'hrop.  »

Oleviñ doueel[kemmañ]

An doueed a olev ivez o muiañ karet, evit diwall o c'horf pe evit reiñ dezho divarvelezh :

  • Thetis a olev ar bugel Akilles a-raok d'e vrañsellat war an tan - evel e veze graet gant ar Fenikianed - pezh a nec'has Peleus kemen se hag a arsavas se ;
  • En Ilias, korf Sarpedon a zo olevet gant ambrosia gant Apollo (XVI, 680) goude bezañ gwalc'het gantañ e wad du hag a-raok e distro huñvreet da Lysia, bro e c'hanedigezh ;
  • Hini Patrokles gant Thetis (XIX, 38)
  • Ha hini Hektor gant Afrodit (XVIII, 186-187).