Augeias
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Augeias pe Augias a oa ur roue hag en devoa marchosioù bras meurbet. O naetaat a reas Herakles dre lakaat ar stêr Alfeus da dremen enno.
[kemmañ] E anv
E gregach e oa Αυγείας / Augeías, a dalv kement ha skedus.
[kemmañ] Ur roue
Mab e oa da Helios ha da Hyrmine (pe da b-Poseidon), ha roue e oa en Elis. Lavaret e voe e oa mab da Aktor. Pried Epikast e oa.
Krevier bras en devoa, ha den n'en devoa kement a bennoù-chatal hag eñ. Dre ma ne oa ket bet skarzhet dindane gwech ebet e save flaetr diwarne. Urzh a voe roet da Herakles mont d'o naetaat.
Pa ginnig Herakles labourat evit Augias e prometas ar roue reiñ dezhañ ul loen diwar zek eus e bennoù chatal ma teu a-benn. Ha dont a ra a-benn dre lakaat ar stêrioù Alfeus ha Peneios da dremen er marchosioù. Echu gantañ e labour, setu Herakles da c'houlenn e c'hopr. Nac'h paeañ a reas ar roue, petra bennak ma save e vab a-enep dezhañ. O c'has kuit a reas o-daou diwar e dro.
Diwezhatoc'h e teuas Herakles gant un arme. Aloubiñ a reas kêr Elis, ober freuz ha reuz enni, ha lazhañ ar roue. Gervel a reas neuze File da zont da roue e-lec'h e dad.

