Ate

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ate ( Ἄτη / Atê e gregach) zo un doueez e relijion Hellaz kozh, arouez ar Follentez hag an Trelaterezh.

Hervez Homeros e oa merc'h henañ Zeus, ha c'hoarezed he deus, al Litezed.

Hervez Hesiodos e oa merc'h da Eris, doueez an Dizemglev a voe ganet ederoù ar bed.

Brudet eo da vezañ kollet Zeus e-unan, war urzh Hera : pa gemenn an doue meur e vo un haroz eus e wad (hag a vo Herakles) da vezañ ganet, hag e reno war ar broioù amezek, e voe lakaet gant Hera d'en touiñ ruz.

Goude, e hasto Hera lakaat Euristeüs da vezañ ganet; hennezh a oa mab da Stenelos, ha dre-se disqkennad d'an doue meur. Pa gomprenas e oa bet louzet e tapas krog e blev Ate, hag e skoas anezhi e-maez an Olimp, ha berz dezhi tostaat ken.