Gerion
Eus Wikipedia
Gerion (Γηρυών Gêryốn pe Γηρυόνης Gêryónês e henc'hresianeg) a oa mab da C'hrisaor ha da Galliroe e mojennoù Hellaz kozh.
Ur pezh ramz e oa, tri fenn dezhañ, tri bruched, c'hwec'h brec'h ha c'hwec'h dorn. O chom e oa du-hont er c'hornôg pellañ en un enez anvet Erythia, er Mor Bras, en tu all da golonennoù Herakles.
Eno e peure e dropellad biskoazh kaeroc'h, gant skoazell e vesaer Eurytion hag e gi Orthos.