Kalliroe (Okeanidenn)

Eus Wikipedia
Ur pennad Kalliroe zo ivez.

Kalliroe (Καλλιρόη / Kalliróê e gregach) a oa un Okeanidenn, merc'h da Okeanos ha Tethys e mojennoù Hellaz kozh. Tri fried he devoe, C'hrysaor, ur ramz, Neilos ha Poseidon, ha bugale he doe diganto o-zri.

Mamm e oa an Okeanidenn-se da c'h-Geryon, ar Ramz a save ejened e penn ar c'huzh-heol. Kontañ a reer a-wechoù e oa mamm da Ec'hidna ivez, met ne deufe kement-se nemet diwar gammgompren skridoù Hesiodos (Theogonia, 270, 980 ha pelloc'h).

Kontet eo bet ivez e voe karet gant Poseidon, ha bet bugale gantañ.

Bez' e oa unan eus pennoù lignez an Tirianed, evel Abarbarea ha Drosera.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un drajedienn c'hallek war gan anvet Callirrhoé a voe savet gant André-Cardinal Destouches en 1712.