Mont d’an endalc’had

Pyrene

Eus Wikipedia

Pyrene (Πυρήνη / Pyrḗnē e gregach) a oa merc'h da Vebriks, roue ar v-Bebriked.

Hervez ar vojenn[1], e voe lorbet Pyrene gant Herakles, kouviad ar roue Bebriks p'edo an haroz o vont da Spagn. Ha Pyrene en dizesper da redek d'ar c'hoadoù ma voe lazhet ha debret gant al loened ferv. Pa zistroas an haroz e savas dezhi ur bez meurdezus, ar Pireneoù.

Pyrene serc'h Ares

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel pe ar memes hini hag an hini anvet Pelopeia, mamm da g-Kyknos[2],[3].

  1. Silius Italicus, La Guerre punique, éditions Les Belles Lettres, Paris, 1979, troet gant Pierre Miniconi ha Georges Delvallet, p. 86-88.
  2. Bibliotheke 2. 5. 1
  3. Greek Mythology Index