Kyknos (mab Ares)
Eus Wikipedia
- Tud all zo bet anvet Kyknos.
Emgann etre Herakles ha Kyknos, amforenn attek gant dremmoù du, v. 550-530 kent J.-K., British Museum
Kyknos (Κύκνος / Kýknos e gregach), a oa mab d'an doue Ares ha da Pelopia, a vez kaoz anezhañ evel eus ur Ramz e mojennoù Hellaz kozh (hervez tud zo ne oa ket ur ramz).
Kontet eo ar vojenn e-barzh ur varzhoneg, Skoed Herakles, savet war-dro 590-560 kent JK, gant un den a greded e oa Hesiodos. Met meret e oa bet an danvez-se a-raok e delwennoù koshoc'h: en Akropol Aten, e Delfi, en Amikle.
Mojenn [kemmañ]
Kouezhañ a rae Kyknos war ar veajourien ac'h ae da z-Delfi da gas profoù da Apollon, hag o laerezh evel-just.
Daeañ a reas Herakles d'en em gannañ e-tal Itone. Lazhet e voe gant an haroz en desped da skoazell e dad doue,