Louarn Teumes

Eus Wikipedia

Louarn Teumes (Αλωπεξ Τευμησιος, Alôpex Teumêsios e gregach) a oa ur mell louarn ha ne dlee ket bezañ tapet gwech ebet.

Diwar Ec'hidna, mamm an holl euzhviled, e oa. Debriñ a rae ur paotr yaouank bep miz.

Kaset e oa bet da dud Thebai, a lavared, pe gant Hera pe gant Dionysos (hervez Paosanias), d'o c'hastizañ war-lerc'h un torfed bennak dianav.

Gant Kreon, roue Thebai, e oa bet goulennet ouzh Amfitrion distruj al loen. Un dra dibosubl e hañvale bezañ.

Kavout an tu a reas Amfitrion avat : mont a reas da gerc'hat ar c'hi hud Lailaps, a oa bet krouet evit tapout an holl breizhoù.

Tapet e oa Zeus, mestr ar bed, en e zislavar : ul louarn ha n'hall ket bezañ distrujet hag ur c'hi ha n'hall ket chom hep tapout e breizh. Ret e voe d'an Doue treiñ an daou loen e mein.

Taolet e voent er stered, ha troet Lailaps e Canis Major ha louarn Teumes e Canis Minor.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]