Antiope (Amazonenn)
Eus Wikipedia
Teseüs hag Antiope
Antiope a oa merc'h Ares, c'hoar da Melanippe ha da Hippolute, rouanez an Amazonezed, e mojennoù Hellaz kozh, hag an Amazonenn nemeti a vije bet dimezet. Gwreg Teseüs e oa met meur a vojenn zo diwar-benn penaos e tapas anezhi.
[kemmañ] Ur vojenn
En un doare eus ar vojenn edo Teseüs gant Herakles pan eas da gerc'hat gouriz aour ar rouanez Hippolute. Neuze eo e skrapas Antiope d'e gas gantañ da Aten (Diodoros iv. 16). Dimeziñ a rejont hag Antiope a c'hanas ur mab, Hippolutos, a zouge anv he c'hoar lazhet. Ur pennad goude e teuas an Amazonezed da lakaat seziz war Aten, da zieubiñ Antiope, ha da gemer gouriz o rouanez. Ne deujont ket a-benn.