Androgeos
Eus Wikipedia
Androgeos pe ivez Andregeos (Ἀνδρόγεως e henc'hresianeg) a oa ur mab da Minos, roue Kreta, ha d'e bried Pasifae, e mojennoù Hellaz kozh. Tad e oa da Stenelos .
[kemmañ] Ar vojenn
E-pad c'hoariadegoù bras e veze trec'h Androgeos atav. Kann a savas etrezañ ha tud yaouank eus kêrioù Aten ha Megara, en o zouez Aigaios, roue Aten, ma voe lazhet Androgeos.
Brezel a voe etre Aten ha Kreta, ha trec'h e voe Minos. Dre gastiz neuze e rankas tud Aten kas un toullad yaouankizoù, seizh paotr ha seizh plac'h, bep bloaz da Greta da vout debret gant ar Minotaor.
Kement-se ne baouezas nemet pa voe lazhet ar Minotaor gant Teseüs.
[kemmañ] Androgeüs
An anv Androgeüs' zo bet graet, dre fazi, eus ar roue brezhon Mandubracius.