Argo

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
steredeg lestr Argo, skeudenn tennet eus an 'Uranographia gant Johannes Hevelius
Al lestr Argo, gant Lorenzo Costa

Argo (Αργώ / Argố e gregach) a oa anv al lestr mojennel ma yeas warnañ an haroz Iason hag an Argonaoted adal kêr Iolcos e Henc'hres da gerc'hat ar Maoutken aour war ribl ar Mor Du.

Diwar-benn ar vojenn-se n'eus ket gwelloc'h skrid eget hini Apollonios Rodez, an Argonautiques.

Savet e voe an Argo, hervez ar mojennoù, pe gant an argaonot (moraer) Argos, mab da Arestor, pe gant Argos, mab da Frixos, a roas e anv d'al lestr. Gallout a rae al lestr Argo komz ha diskuliañ an amzer da zont, rak graet e oa e koad derv Dodone anavezet evit diouganiñ dre hiboud o vrankoù.

Gwarezet e oa al lestr hag ar voraerien gant an doueez Hera, a oa he skeudenn ouzh staon al lestr.

[kemmañ] Stered

Ur steredeg zo bet anvet war-lerc'h anv al lestr, steredeg Argo, rannet e teir steredeg vihanoc'h, ar Gouelioù, an Aros, ar C'horf-lestr.

[kemmañ] Liammoù diavaez