Aktor
Eus Wikipedia
- Evit ar vicher a aktor, gwelout aktour.
Aktor (Ἄκτωρ e gregach, "rener", diwar ar verb άγωa) zo un anv a gaver stank e mojennoù Hellaz kozh:
- Aktor, roue Ftia, a vije bet mab d'ar roue Deion, eus Fokis, ha da Diomede, pe d'ar roue Mirmidon Ftia ha Peisidice, merc'h da Aeolus. Lazhet e voe gant Herakles . Hervez lod e varvas divugel, hervez re all e oa tad da Eurition, a voe roue war e lerc'h.
- Aktor mab Deion, a oa mab da Deion ha Diomede, merc'h da Xuthus. Dimeziñ a reas da Aigina, an nimfenn merc'h d'ar roue-stêr Asopos. Kalz a vugale o doe, en o zouez Menoetius, a verdeas gant an Argonaoted, hag a oa tad pe tad-kozh Patrokles, kenderv ha mignon da Akilles.
- Aktor mab Azeüs, a oa mab da Clymenus, roue Minianed Orc'homenos. E verc'h Astyoche a gemeras kraoñ digant an doue Ares, ma he devoe daou vab gevel digantañ, Ascalaphus ha Ialmenus, a gasas ar Vinianed da vrezeliñ da Droia.
- Aktor mab Forbas, roue Elis, a zimezas da v-Molione, hag a voe tad ar c'hevelled anvet Molionided (Cteatus hag Eurytus). Sevel a reas kêr Hyrmina, anvet diwar-lerc'h anv e vamm.
- Aktor mab Hippasus, unan ag an Argonaoted.
- Aktor, tad Stenelos. Stenelos a eas da-heul Herakles pan eas da vrezeliañ ouzh an Amazonezed hag a voe lazhet gante.
- Aktor, unan eus kampagnuned Aeneas en harlu.