Friksos

Eus Wikipedia
Friksos hag Helle.

Friksos (Φρίξος, Phrixos, latinekaet e Phrixus) a oa mab da Atamas, roue Tebai, ha da Nefele, ha breur gevell Helle. Heskinet ma oa gant e lezvamm Ino, e tec'has an daou vugel war gein ar maout askellek C'hrisomallos da vro gKolc'his. Kouezhañ a reas e c'hoar Helle er mor ha beuziñ.

Yac'h ha dibistig avat e oa ar breur pan erruas e Kolc'his, ha degemeret mat e voe gant ar roue Aietes a roas dezhañ e verc'h C'halkiope da bried. En eskemm e roas kroc'hen aour ar maout d'e dad-kaer, a istribilhas e brof kaer en ur wezenn.

Meur a vugel o doe an daou bried, en o zouez Argos, a voe unan eus an Argonaoted.