Daktyloi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Daktyloi (Δάκτυλοι Ἰδαῖοι e henc'hresianeg) oa ur rumm doueed o chom war ar menez Ida, e-lec'h ma oant bet ganet diwar o mamm Rea, hervez mojennnoù Hellaz kozh.

War ar menez-se ivez e oa ar Goureted hag ar Goribanted o chom.

Dont a ra o anv eus o mamm, pa oa er gwentloù, a starde he bizied war an douar.

Hervez ur vojenn arall e vijent ganet eus ar boultrenn a veze skoet gant magerezed Zeus war o lerc’h, da guzhat roudoù o zreid ha da ziwall Zeus rak fulor lontek e dad Kronos, en doa debret e holl vugale nemetañ.