Askalafos mab Ares

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Askalafos a oa mab Ares hag Astyoche, merc'h Aktor, ha hennezh a oa mab da Azeus, a oa mab da Erginus.

Roue Orc'homenos e oa ha hanter-gofad da Ialmenus.

Mont a eure, evel kalz a re all, d'ober brezel Troia pa voe skrapet Helena gant Paris, ha kas a eure gantañ tregont lestrad brezelourien eus Orc'homenos.

Mervel a eure Askalafos diwar un taol goaf-bann skoet gant Deifobos (Ilias XIII, 518), ma savas konnar en e dad Ares, ken e kemeras muioc'h a berzh er brezel.