Kefalos
Kefalos (Κέφαλος e gregach, a dalv "penn") zo anv daou zen e mojennoù Hellaz kozh a gaver ivez en istor ar vro.
Anv an daou zen er mojennoù a vez mesket alies an eil gant egile, dre ma vezont lakaet da serc'heged an doueez Eos o-daou.
Taolenn |
Kefalos mab Hermes ha Herse [kemmañ]
Ar c'hentañ Kefalos a oa un den eus Aten, mab da Hermes ha Herse. Hermes a gare Herse, met gwarizi a oa en he c'hoar Aglaulus, en em zerc'hel a rae etreze, ha nac'h a rae fiñval. Troet e voe e maen gant an doue .
Kefalos gwaz Prokris [kemmañ]
Hennezh a oa mab da Deioneus (pe Deion), roue Fokis, ha Diomede. Dimezet e oa da Brokris, ur verc'h da Erechtheus, roue Aten.
Mojenn Eos [kemmañ]
Eos, doueez ar gouloù-deiz, a skrapas Kefalos p'edo o hemolc'hiñ. En em garout a rejont, hag ur mab a voe ganet a voe anvet Faeton (netra da welout gant Faeton mab Helios). Skridoù zo a ra anv eus Tithonos ha Hesperus evel bugale Kefalos hag Eos.
Goude eizh vloaz e fellas da Gefalos distreiñ gant e wreg Prokris, ma voe taolet ur mallozh gant Eos warne. Hag an doueez da lavarout ne oa ket manet feal ar wreg keit-se moarvat.
Mojenn Prokris [kemmañ]
Distro d'ar gêr, setu Kefalos sot adarre gant an abadennoù hemolc'h. Evit gouzout pegen feal e oa pe e oa bet e tistroas eus e chaseadenn gant dilhad all hag e klaskas hoalañ anezhi.
Ha Prokris da dec'hel d'ar c'hoadoù da hemolc'hiñ gant an doueez Artemis. Pa zistroas-hi d'ar gêr e oa bet profet daou dra dezhi gant an doueez: ur goaf hud ha ne c'hwite kammed war e bal, hag ur c'hi ken burzhudus all, anvet Laelaps, ha ne c'hwite ket war e breizh. Ar c'hi a eas da goll un deiz war-lerc'h louarn Teumes , hag an daou loen a voe troet e mein. Chom a rae ar goaf.
Bepred e oa ken sot Kefalos gant ar chase, ha tapout a rae ar goaf bemdez, ken e oa savet gwarizi e Prokris a gave dezhi ez ae da verc'heta. Un den ma oa an hemolc'her o tiskuizhañ ouzh ur wezenn, tapet tomm gantañ, edo o kanañ ur sonennig d'an avel Aura. Klevet e voe gant un tremeniad a soñje dezhañ e oa oc'h ober al lez d'ur chevrenn. Pa glevas Prokris ar c'heloù ez eas da eveshaat he fried. Pa oa Kefalos o kanañ e kavas dezhi edo adarre gant e gamaradez kozh an doueez Eos. Ha hi d'ober ur fiñv. Hag ar chaseer, pa glevas an trouz, da grediñ e oa ul loen o tont, ha da skeiñ e c'hoaf ha ne c'hwite gwech ebet. Ha treuzet Prokris gant an arm. Mervel a reas etre e zivvrec'h, o lavarout dezhañ: Arabat dimeziñ da Eos.
Ken glac'haret e oa Kefalos kaezh ma kemeras penn an hent d'an harlu.
Harlu [kemmañ]
Lennegezh [kemmañ]
- Cephalus and Procris; Narcissus, barzhoneg gant Thomas Edwards e 1595.
- E Midsummer Night's Dream (Act V, scene i), ez eus anv eus "Shafalus" ha "Procrus" gant Pyramus ha Thisbe .
- "The Attic boy" e-barzh Il Penseroso gant Milton zo ivez un damveneg eus mojenn Kefalos.[1]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ P. Harvey, Oxford Companion to Classical Literature, 1937, s.v. "Cephalus," p. 96.