Leukothea

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Leukothea o sikour Ulises, treset gant John Flaxman (1810)

Leukothea (Λευκοθέα / Leukothea, ‘an doueez wenn’), a oa un doueez eus ar mor e mojennoù Hellaz kozh.

Dont a ra hec'h anv eus he liv gwenn evel ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer.

Ino[kemmañ]

A-raok bezañ doueez e oa ar rouanez Ino. He mab Melikertes ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palemon.

Gwarezerez[kemmañ]

En Odisseia ez a da sikour Ulises e-kreiz ar gwallamzer. Homeros a ra anezhi Ino-Leukota [καλλίσφυρος] (plac'h an daouufern koant), c'hoar da Gadmos, a zo bet maouez hag a gomze yezh an dud hogen bremañ emañ e dour sall ar mor ma he deus bet enor digant daouarn an doueoù.


Ur vaouez, karantez Apollon[kemmañ]

Ur vaouez, a voe karet gant Apollon, a oa anvet Leukotoe, hag a vez kemmesket a-wechoù gant Leukotea.