Melikertes

Eus Wikipedia

Melikertes (henc'hresianeg : Μελικέρτης) a oa mab da Athamas ha da Ino (a oa merc'h da gKadmos, roue Thebai).

Kasoni a vage an doueez Hera ouzh bugale ha bugale-vihan Kadmos. Lakaat a reas Athamas da goll e skiant ha da lazhañ e vab Learc'hos. Neuze e lakaas Ino ivez da drelatiñ ha da lazhañ hec'h eil mab Melikertes.

Lammat a eure gantañ er mor etre Megara ha Korinthos.
Zeus a glaskas e saveteiñ rak kounnar e wreg Hera, hag a reas anezhañ un doue er mor. Dont a reas neuze da vout an doue Palaimon, hag en e enor e veze lidet C'hoarioù ar Strizh-douar.

E Roma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar Romaned e oa anavezet evel doue ar porzhioù-mor Portunus.