Eros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eros gant e saezh
Taolenn gant Hans Baldung.

Eros (henc'hresianeg : Ἔρως, "c'hoant revel", "karantez revel") a zo un doue henc'hresian hag a arouezie unan eus an nerzhioù a ren ar bed a-raok ganedigezh an doueed divarvel ha donedigezh mab-den war an Douar : doue an nerzh-desachañ a gevanstag an Hollved hag a vroud ar spesadoù da ouennañ e oa Eros.
Astenn a rae e c’halloud war an dud evel-just, hag ivez war ar plant, ar vein, an dourioù, war gement tra a zo.

Heñvelekaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plac'h yaouank oc'h en em zifenn diouzh Eros. Taolenn gant William-Adolphe Bouguereau (1825-1905)

Peurvuiañ e vez heñvelekaet, evel ma'z eo bet graet e Roma gozh ha gant an arzourien dre vras, Eros Henc'hres ha Kupidon ar Romaned.

Disheñvelekaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gwirionez n’emañ ket da vezañ tostaet ouzh an doue roman Kupidon, na gant ar Garantez, daoust ma’z eo bet lakaet Eros da harp d’ar garantez, a zo mab da Ares hag Afrodit, daoust ma’z eo bet skeudennet a-wechoù evel ur paotrig askellek, o skeiñ saezhioù gant kalonoù an dud, pe o c’hwezhañ an tan en o c'halonoù.

Un dra difetis eo Eros da gentañ-penn  : ar c’hoant a dosta hag a c’han ar bedoù. Evel-se eo e vez gwelet er bredelfennerezh freudian, hag enebet ouzh Tanatos a zo doue ar Marv.

Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar anv Eros (un anv roet d'ar baotred e Gres hag en Italia), eo bet savet ar gerioù "erotek" hag "erotegezh".

Anv-tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg e vez graet anvioù all c'hoazh anezhañ :



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyksOfionTartaros