Thanatos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kizelladur eus Thanatos, graet er IV-vet kantved kent JK
Hipnos ha Thanatos o tougen korf un den marv, lekit obidoù, v. 440 av. J.-C., British Museum

Thanatos (θάνατος, "marv" e gregach) eo doue ar Marv e relijion Hellaz kozh. Mab eo d'an Noz , evel e vreur Hypnos. Par eo da Orkus, gant ar Romaned.

Mojenn[kemmañ]

Nebeud a skridoù zo diwar e benn. Hervez a ouzer ne grede ket an dud ober anv anezhañ rag-aon d'e lakaat da zont. Heñvel gredennoù a oa e Breizh gant an Ankou.

Enebour bras gouenn an dud eo, emañ o chom en Tartar, pe dirak dor an Ifernioù gouez da varzhed zo.

Dont a reas Herakles d'e chadennañ gant ereoù diamantoù pa deuas da zieubiñ Alkest.

Tud Sparta a azeule anezhañ en o mod, met n'ouzer ket penaos e raent.

Aoterioù a oa dezhañ e Roma ivez.

Skeudennoù[kemmañ]

Thanatos a oa dezhañ ur galon houarn ha bouzelloù dir. Tud Hellaz o deus e skeudennet evel ur bugel du, treid kamm dezhañ, flouret gant an Nyks, e vamm. A-wechoù e vez kroazet e dreid, arouez an diaez a vez e korfoù an dud en o bez.

En delwennoù e weler e zremm gastiz, e zaoulagad kloz, ur falc'h en e zorn, arouez ar vuhez da droc'hañ. Gant ur falc'h ivez eo bet livet an Ankou diwezhatoc'h, hogen viloc'h da welout.

Evel an Noz en deus eskell, ha derc'hel a ra ur flammerenn gant ar penn anezhañ en traoñ. A-wechoù ivez e vez ur jarl gantañ hag ur valafenn. Ludu eo a vije er jarl, arouez ar feiz en ur vuhez all e vije ar valafenn.

Psikanalizerezh[kemmañ]

Implijet eo bet ar ger gant Sigmund Freud, pa lavare e oa e pep hini eus an dud un nerzh a varv, a rae « Thanatos » anezhañ, enebet ouzh un nerzh a vuhez, aroueziet gant « Eros».

Pennadoù kar[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.