Hypnos pe Hipnos (Ύπνος e henc'hresianeg) eo anv doue ar C'housked e mojennoù Hellaz kozh. Mab eo da Nyks, an Noz, ha breur eo da d-Thanatos.
Emañ e balez en ur c'hev teñval ma ne weler ket an heol gwech ebet.
Somnus eo e anv gant ar Romaned.
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.