Ankoù
Eus Wikipedia
An Ankoù a vez graet e brezhoneg eus ar marv, pe gentoc'h eus oberour ar marv, an hini a zegas ar marv d'an dud hag a gaver e meur a gontadenn.
Taolenn |
Mojennoù [kemmañ]
Dastumet eo bet ar braz eus ar mojennoù diwar-benn an Ankoù e dibenn an XIXvet kantved gant Anatol ar Braz en e levr Légende de la mort chez les Bretons armoricains.
Hervez ar mojennoù e teu gant e garr (karr an Ankoù, karrigell an Ankoù, karrig an Ankoù) da zastum an Anaon. Pa glev un den wig ha wag karr an Ankoù eo tost dezhañ e dermen, pe da unan kar dezhañ. Hag an hini er gwel a varv e-kerzh ar bloaz.
Arz breizhek [kemmañ]
Kizellet eo bet an Ankoù en ilizoù Breizh-Izel, evel e Bulad. Div zelwenn zo ivez eus an Ankoù, o-div eus ar XVIIvet kantved:
- unan e mirdi Montroulez,
- unan en iliz Plouilio.
Lennegezh [kemmañ]
- Dremm an ankou. Abeozen.
- An den etre an anken hag an ankoù etre an neñv hag an ifern, gwelet a-dreuz darn eus ar c'hantikoù. Frañsez Kervella. Hor Yezh - Lesneven. 1981
Anvioù roet d'an Ankoù [kemmañ]
- Erwanig Plouilio, anv an delwenn
- Paotr e falc'h
A bep seurt [kemmañ]
- Ankou de Rennes, anv ur c'hleub mell-droad amerikan e Roazhon
Notennoù [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Lennadurezh [kemmañ]
- (br) Mojenn an Ankou, Anatol ar Braz, Mouladurioù Hor Yezh, 1986;
- (fr) La Légende de la mort, Anatole Le Braz;
- (fr) L'encyclopédie du merveilleux, T3 : Des peuples de l'ombre, Edouard Brasey, Le Pré aux Clercs, 2006.
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |