Leükippos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Gwallidigezh merc'hed Leukippos" gant Rubens

Leükippos (henc'hresianeg: Λεύκιππος / Leúkippos) a oa mab Gorgofone ha Perieres.

Pried e oa da Filodike, merc'h an doue-stêr Inac'hos, ha tad Foebe ha Hilaeira, hag ivez Arsinoe mamm (hervez doareoù zo eus ar vojenn) da Asklepios.


Kastor ha Polideukes a skrapas merc'hed Leukippos, Foebe ha Hilaeira, hag a zimezas ganto.

Savet gwarizi en Idas ha Linkeüs, nized Leukippos, ha lazhet Kastor ganto. Roet e voe an divarvelezh da Bolideukes gant Zeus, ha da Gastor da-heul war e c'houlenn.


Tud all[kemmañ]