Kakos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Herakles ha Kakos, livet gant Sebastiano Ricci (1706)
Herakles ha Kakos, delwenn savet gant Baccio Bandinelli, er Piazza della Signoria e Firenze.

Kakos (Κακός / Kakós, « drouk ») a oa ur ramz, hanter-den, hanter-satir, mab da Hefaistos, tri fenn dezhañ, hag o-zri a dufe tan ha moged. Klopennoù gwadek tud varv a veze a-ispilh ouzh toull e vougev en Italia, e Latium, e-harz ar menez Aventin.

Mojenn[kemmañ]

Herakles a gasas an ejened laeret digant Gerion da-vetek an Tevere, en italia, hag a vanas kousket tra ma oant o peuriñ. Kakos a laeras eizh anezho, hag evit na vezañ kavet e sachas anezho a-souz, dre o lost, betek e vougev. Prest edo an haroz da guitaat ar peurvan pa stagas e oc'hen da vlejal ha pa voe respontet dezho gant blejadeg all ar re a oa kuzhet er vougev. Ha Herakles gant ar gonnar da redek davito. Met ur pikol karreg a oa ouzh toull ar vougev, dalc'het gant chadennoù a oa bet goveliet gant e dad Hefaistos. Na 'vit se ! Bountañ ha sachañ a reas war ar rec'hier, da ober lec'h da dremen, ha lammat er vougev.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.