Akis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Akis ha Galatea , gant Claude Lorrain (1657)

Akis zo ur maesaer yaouank ha koantik eus Sikilia, mab d'an doue Pan ha d'an nimfenn Symaethis, hag a voe karet gant an Nereidenn Galatea.

Lazhet e voe gant ar C'huklop Polifem, a oa gwarizi ennañ ken e oa, ken e frikas ar paotr dindan ur mell roc'h. Gwad a strinke eus e gorf, met troet e voe en ur stêr a red bremañ e-harz ar menez Etna.