Mont d’an endalc’had

Listennad lavaredoù latin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lavaroù latin)
Perzh an den eo faziañ
AAbAcAdAeAfAgAlAmAnApAqArAsAuAvBaBeBiBoBrCaCeCiCoCrCuDaDeDiDoDrDuEEtExFGHILMaMeMiMoMuNaNeNiNoNuOPaPePlPoPrQRSTUbUlUmUnUrUsUtVaVeViVoVu

Amañ ez eus dastumet un toullad frazennoù latin.


AA.VV
Berradur Auctores varii, "lies aozer", a skriver a-wechoù pa vefe re hir menegiñ anvioù an holl dud o deus kemeret perzh e sevel ar skridoù a zo dastumet en ul levr.
A bene placito
Evel a gerfet.
A bove ante, ab asino retro, a stulto undique caveto
Diwall diouzh an ejen dre zirak, diouzh an azen dre a-dreñv, diouzh an den diboell a bep tu.
A bove majore discit arare minor
Digant an ejen kozh e tesk an ejen yaouank arat.
A caelo usque ad centrum
Eus an oabl betek ar c'hreiz. Lavaret e vez ivez Cuius est solum, eius est usque ad coelum et ad inferos.
A cane non magno saepe tenetur aper
Alies e vez harzet ar pemoc'h-gouez gant ur c'hi bihan.
A capite ad calcem
Adalek ar penn betek ar seul.
A communi observantia non est recedendum
Arabat pellaat diouzh ar soñjoù boutin.
A contrariis
Dre an tuioù kontrol ; dre an traoù enebet. Un arguzenn a contrariis zo un arguzenn diwanet eus an tu enep.
A contrario
En enep, kontrol da se.
A cruce salus
Eus ar groaz (e teu) ar silvidigezh.
A Deo rex, a rege lex
A Zoue (e teu) ar Roue, Ag ar Roue (e teu)al lezenn.
A Deucalione
Abaoe Deukalion , abaoe pell.
A divinis
Pellaet diouzh an oberoù doueel. Er relijion gatolik, ar c'hastiz « suspentio a divinis » a zo unan eus an doareoù digargoù a c'hall kastizañ ur c'hloareg. An eskob Fernando Lugo a voe digarget a divinis pa voe dilennet da brezidant Paraguay d'an 20 a viz Ebrel 2008.
A facto ad jus non datur consequentia
N'eus ket ur gwir eus ar fed e-unan.
A falsis principiis proficisci
A zisoc'h diwar pennaennoù diwir.
A fluctibus opes
Eus ar mor (e teu) ar binvidigezh. Sturlavar kêr Sarzhav.
A fortiori ratione
Ken met rak se, seul gent a se. Berraet alies en A fortiori.
A Jove principium
Krogomp gant Jupiter, da lavaret eo enor d'ar mestr, da vestr an ti.
A latere
E-kichen. « Cardinal a latere » : kardinal kaset gant ar pab d'ur pennstad bennak.
A mari usque ad mare
Adal ar mor betek ar mor, da lavarout eo Eus an eil mor d'egile ; ger-stur Kanada.
A mensa et t(h)oro
Eus an daol hag eus ar gwele. Disrann a gorf, hep na vefe torret an dimeziñ.
A minima
Ag an hini bihanañ, da lavaret eo talvoudegezh vihanañ un dra bennak.
A minore ad maius
Eus ar bihanañ d'ar brasañ.
A mundo condito
Adalek krouidigezh ar bed.
A non domino
Eus un nann-aotrou. Implijet pa resever ur mad digant un den ha n'eo ket perc'henn warnañ.
A parte
A-gostez. Er c'hoariva, komzoù a parte a vez lavaret gant un dudenn war-eeun d'an arvesterien, en diavaez d'ar c'hendivizoù etre an tudennoù all.
A pedibus usque ad caput
Eus an troad betek ar penn, « penn-kil-ha-troad ».
A posse ad esse non valet consequentia
Diwar gallusted bezañ un dra ez eo arabat dezastum ez eus anezhañ.
A posteriori
Diwar skiant-prenet.
A priori
Diwar raksant.
A quo
Diwarnañ. An dies a quo eo an deiz ma krog ur pad diwarnañ, enebet ouzh an dies ad quem, an devezh ma paouez ar pad en diwezh anezhañ.
A silentio
Dre an tav.
A solis ortu usque ad occasum
Eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol (e sevenan ma c'hefridi).

Ab abrupto
En un doare reut, trumm.
Ab absurdo
Dre an emsiv(Daveoù a vank). Prouiñ ab absurdo.
Ab abusu ad usum non valet consequentia
Un arver diwar ur c'hammarver n'eo ket gwiriek. Gwelit Abusus non tollit usum.
Ab aestu et tempestate
(Goudoriñ) diouzh ar wrez vras hag ar gorventenn.
Ab aeterno
Adal deroù an amzer,  a-holl-viskoazh .
Ab ante
A-ziagent, en a-raok.
Ab antiquo
Abaoe an henamzer.
Ab agendo
Diwar an oad. "Ab agendo" a reer eus un den a zo dic'houest da ober un dra bennak peogwir eo re gozh, re wan a spered, nammet pe war e leve.
Ab amicis honesta petamus
Digant ur mignon ne ranker goulenn nemet ar pezh ez eo gouest da ober. Cicero, Laelius De Amicitia, 44.
Ab asino lanam quaeris
Emaoc'h o c'hortoz kaout gloan digant un azen.
Ab assuetis non fit passio
Ne zeu ket an angerzh diwar an traoù boas.
Ab epistulis
Diwar al lizheroù.
Ab esse ad posse valet consequentia
Mard eus eus un dra e c'haller kendastum ez eo gallus.
Ab extra
Eus an tu-hont.
Ab hinc
Alemañ.
Ab hoc et ab hac
Amañ hag ahont. A-hed hag a-dreuz : komz ab hoc et ab hac.
Ab igne ignem capere
Lezel un tan da gregiñ en e dan, da lavaret eo ober en un doare ent-keodedel, asantiñ da ober un dra a zo reizh e buhez ar gevredigezh.
Ab illo tempore
Abaoe an amzer-se.
Ab imis fundamentis
Adalek an diazezoù donañ. Pal an Dispac'h gall e oa nevesaat ar gevredigezh ab imis fundamentis.
Ab immemorabili
Abaoe (amzerioù) dreist koun.  A-holl-viskoazh .
Ab imo corde
A-greiz-kalon.
Ab imo pectore
Eus don ar bruched. En un doare gwirion. Lavaret e vo « diskouez bezañ brouezet ab imo pectore ».
Ab inconvenienti
Diwar zivarregezh. Un arguzenn ab inconvenienti a ziskouez divarregezh an arguzenner, pa heuilh un hent a gas da fazioù pe da zislavaroù.
Ab incunabulis
Abaoe ar gavell, abaoe ar vugeliezh.
Ab initio
Adalek an deroù.
Ab intestat
Hep testamant. A lavarer diwar-benn un den a zo marvet hep testamantiñ, hag a-zivout e hêred.
Ab Iove principium
Gwelit A Jove principium.
Ab irato homine
Diwar un den fuloret. Arabat ober un testamant ab irato, rak keuz a c'hallfe dont goude.
Ab origine
Adalek an orin, adalek ar penn-kentañ. Studiañ un afer ab origine.
Ab origine fidelis
Feal d'e orin, na zisoñj ket a be lec'h e teu.
Ab ovo
Eus ar vi, adalek ar vi. Adalek an orin.
Ab ovo usque ad mala
Eus ar vi betek an aval. « A-hed ar pred », diwar ar boaz roman da gregiñ pep pred gant vioù ha d'e echuiñ gant frouezh.
Ab tam tenui initio tantae opes sunt profligatae
[Biskoazh] ne voe ken bras ur galloud diskaret gant kentaoù ken dister. Cornelius Nepos, De vita excellentium imperatorum et Phaedri fabulae selectae (gwelit an droidigezh c'hallek).
Ab uno disces omnes
Diwar unan anavez an holl. Virgilius, Aeneis 2:65.
Ab Urbe condita
Adalek diazezidigezh ar Gêr (Roma).
Aberratio delicti
Distro ar felladenn. Er gwir, gallusted ur fazi, a-greiz seveniñ ur gwallober, a c'hoarvez pa 'z eo atebek ar gwalloberour d'un darvoud disheñvel diouzh e bal kentañ.
Aberratio ictus
Distro an taol, tenn hebiou. Er gwir, un ober reizh a zegas ur gaou dre fazi, gant atebegezh an oberour.
Abest ut fatear, ut praecise negem
Pell diouzh en anzav en e nac'han da vat.
Abiens abi
O vont gant e hent. O kuitaat ul lec'h pe ur garg.
Abistis, dulces caricae
Echu eo ganeoc'h, fiez c'hwek. Aet eo an devezhioù c'hwek da get (Petronius, Satiricon, LXIV).
Abrogata lege abrogante non reviviscit lex abrogata
Ne vez ket adsavet ul lezenn dorr dre derriñ al lezenn he deus he zorret.
Absens haeres non erit
An ezveziad ne vo ket hêr. Aet diwar wel, aet diwar galon.
Absentem lædit, qui cum ebrio litigat
Skeiñ gant un den ezvezant a ra an hini a vez o tabutal gant un den mezv.
Absit inuidia verbo
Ra ne vo noaz ebet er ger-se. Hep dismegañsiñ den, gant neptuegezh (Titus Livius, Ab Urbe condita libri, IX-19).
Absit omen
Ra ne vo ket ur vallozh eus kement-mañ. Latin ar Grennamzer.
Absit reverentia vero
Arabat eo dimp kaout aon rak lavaret ar wirionez (Ovidius, Heroides V:13).
Absolutio ab actione
Didamalladur diwar ober, da lavaret eo evit abegoù danvezel.
Absolutio ab instantia
Didamalladur diwar ar goulenn, da lavaret eo dre ur si en argerzh an tamall.
Absolutum dominium
Sujite diharz.
Absque argento omnia vana
Hep arc'hant e vez aner pep tra.
Abstinere debet aeger
Ret eo d'ar c'hlañvad yunañ.
Abundans cautela non nocet
Ne zeu droug ebet diwar re a ziarbennoù.  Al logodenn n'he deus nemet un toull zo boued d'ar c'hazh. 
Abusus non tollit usum
Reober ne dalv ket paouez d'ober. N'eo ket peogwir eo fall ur boaz e vo diskaret. Gwelit Ab abusu ad usum non valet consequentia.
Abuti errore hostium
Tenn splet eus fazi an enebour. Troienn gant Titus Livius.
Abyssus abyssum invocat
Gervel an islonk a ra an islonk (Bibl, Psalmoù, II-42:8).

Accessorium sequitur principale
Da heul ar pouezusañ e teu an eilrenk. Er gwir : diwar hini ar mad pennañ e teu dezvad ur mad a eil renk.
Accessum ad res salutares, a pestiferis recessum
Tostaat d'an traoù salvus, pellaat diouzh ar re noazus ; Cicero, De Natura DeorumII:34).
Accipe quam primum, brevis est occasio lucri
Gra diouzhtu, dibad eo ar chañsoù da zont a-benn. « Pa vez gedon eo gedona ».
Accidere ex una scintilla incendia passim
Diwar ur fulenn en em strew an tangwall.
Accipio omen

Degemer a ran an diougan.

Accusare nemo se debet nisi coram Deo
Den ne rank en em damall, nemet dirak e-tal Doue.
Acetum habet in pectore
Gwinêgr zo em bruched, da lavaret eo "lemm eo ma spered ha kalz danvez zo ennon[1].
Acta est fabula, plaudite !
C'hoariet eo ar pezh, strakit ho taouarn! Gerioù diwezhañ distaget gant Aogust war ar varskaoñ, a-hervez. Kar da Echu eo an abadenn.
Actio adversus iudicem que litem suam fecit
Keinad a-enep ur barner hag en deus ul laz personel er gaoz.
Actio libera in causa
Ober dishual en afer. Er gwir : ur gwallober sevenet gant un den a zo en em lakaet da ziatebek.
Actio nondum nata non praescribitur
Un ober ha n'eo ket bet ganet c'hoazh ne c'hall ket bezañ digastizet.
Actio personalis moritur cum persona
Gant an den e varv e oberoù.
Actor sequitur forum rei
Neb a vreut ur gaoz a heuilh kreizon an difenner.
Actore non probante, reus absolvitur
Mar ne zegas ket ar goulenner ar brouenn, ret eo didamall an difenner.

Ad abundantiam
A-builh.
Ad agendum
A-benn an ober. Er gwir e c'hall ur c'hlemmer reiñ d'un den all un urzh ad agendum evit ma kasfe ar prosez e-lec'h ar c'hlemmer.
Ad astra
Trema ar stered.
Ad astra per aspera
Trema ar stered a-dreuz an diaesterioù.
Ad audiendum verbum
War selaou ar gomz, da skouer : ur c'henglav ad audiendum verbum, ma teur da selaou ar pezh a zo da vezañ lavaret fraezh..
Ad augusta per angusta
D'an nec'h dre an hentoù strizh (Diaes eo an hent da c'hounit brud hag enor.)
Ad bestias
D'al loened. Gwelit Damnatio ad bestias.
Ad captandum vulgus
A-benn pakañ an engroez. Er politikerezh, un arguzenn ad captandum vulgus eo e bal plijout d'ar yoc'hoù.
Ad coetum geniti sumus
Evit an unaniezh ec'h omp bet ganet.
Ad gloriam per spinas
Trema ar c'hlod a-dreuz drein.
Ad explorandum
Klask evit kavout. Implijet er gwir evit goulenn un enklask a-benn kavout ur brouenn.
Ad hoc
Graet evit se. Evel pa lakaer un dra bennak el lec'h ad hoc.
Ad hominem
War-du an den. Arguzennoù ad hominem zo mennet da skeiñ war un den, d'e ziskar, pe da ziskar e vrud, e-lec'h diskar e arguzennoù. Gwelit Ad personam.
Ad honorem nostrum interest
Rekis eo d'hon enor.
Ad horas
A-barzh un nebeud eurvezhioù.
Ad impossibilia nemo tenetur
Den n'eo ret dezhañ ober ar pezh na c'heller ket ober.
Ad infinitum
Betek an didermen.
Ad instar
Diouzh patrom. A enor, da lavaret gant an titl hep ar garg.
Ad interim
En amzer etre, Da c'hortoz. Gouarnamant ad interim : gouarnamant etreadegat.
Ad iura renunciata, non datur regressus
N'eus distro ebet da zilez ar gwirioù.
Ad Kalendas graecas
Da Gala ar C'hresianed . E Roma e oa ar c'hala, ha kala ar C'hresianed ne oa ket anezho. Kement ha bloavezh an erc'h du eta.)
Ad libitum
Diouzh gwalc'h.
Ad litteram
Hervez al lizherenn. Sentiñ ad litteram, sentiñ ouzh ar ger.
Ad maiora
War-du traoù brasoc'h. Implijet da sevel yec'hedoù, da hetiñ muioc'h c'hoazh a verzh en dazont.
Ad maiorem regis gloriam
Evit brasañ gloar ar roue
Ad majorem Dei gloriam
skrivet en un iliz e SUA
Ad majorem Dei gloriam
Evit brasañ gloar Doue ; ger-stur ar Jezuited, skrivet ivez A.M.D.G., a vez skrivet war al levrioù embannet ganto.
Ad malum malae res plurimae se agglutinant
Alies e vez meur a reuz goude ur reuz. « Pa erru ur c'holl en ti / Ez erru daoou pe dri ».
Ad multos annos !
War-du kalz bloavezhioù ! Hetoù. Many happy returns eo an droienn saoznek a glot amañ.
Ad nauseam
Betek sevel ar galon. Betek bezañ heug.
Ad nocendum potentes sumus
Evit noazout ez omp galloudus.
Ad nutum
Diwar un hejadenn penn, evit komz eus un disentez bet kemeret war an tach, hep goulenn ali den pe zen ha hep en em wennañ dirak den pe zen.
Ad oculum
Diwar al lagad. Priziañ ad oculum : priziañ well-wazh, d'ar much.
Ad patres
War-du an tadoù. « Kas unan bennak ad patres » a zo kement ha kas anezhañ da welout e hendadoù, da lavarout eo lazhañ anezhañ.
Ad perpetuam rei memoriam
Evit ar goun beurbadel. Lakaet goude a ar c'hevarc'hiñ e dibenn un teul roman, evit reiñ da c'houzout e oa an teul unan solius ha trebad.
Ad personam
War-du an den. Tagañ an den e-lec'h e brezeg a reer pa'z implijer un arguzenn ad personam. Gwelit Ad hominem.
Ad probationem
Evit ar brouenn. Implijet er gwir, diwar-benn un akta solius na c'hall ket bezañ enebadus ouzh ar gevrenn enep hep prouenn. Gwelit Ad validitatem amañ izeloc'h.
Ad proximum antecedens fiat relatio, nisi impediatur sententia
Ra vo liammet ar ger-kent ouzh ar ger a zo war e lerc'h, anez ez eo distrujet ster ar frazenn.
Ad quem
Implijet en troiennoù dies ad quem, enebet ouzh dies a quo.
Ad referendum
D'ar vodadeg. Kaset e vez un afer ad referendum evit goulenn ali ur vodadeg kent kemer un disentez.
Ad rem
Perzhiek, a denn dres d'an dodenn.
Ad substantiam
Evit an danvez. Er gwir, ar tumm rekis dre lezenn evit ma talvezfe un akta da vat.
Ad unguem
D'an ivinenn, en un doare disi, diwar arz ar c'hizellerezh.
Ad usum Delphini
Evit barr an Daofin. Meneg e oa lakaet war un dastumad skridoù klasel latin ha henc'hresianek a oa bet moullet evit Loeiz Bro-C'hall, mab Loeiz XIV.
Ad Urbis fabricae / Ad usum fabricae
Evit sevel Kêr / Evit implij ar sevel, berraet alies dre A.U.F.. Eilsinadur teulioù an treuzkas dafar evit sevel ilizoù-meur Italia (Firenze, Milano, Roma. Dizemglev zo diwar-benn e ster resis : ha digoust e oa an tailhoù war an dafar hag an treuzkas pe get ?
Ad validitatem
Evit ar soliusted. Implijet er gwir, diwar-benn un akta a c'hall bezañ nullet mar ne sevener ket un diviz a soliusted. Gwelit Ad probationem.
Ad valorem
Diouzh an dalvoudegezh. Implijet er maltouterezh.
Ad veritatem
Trema ar wirionez.
Ad vitam æternam
A-hed ar vuhez peurbadel (da viken).
Ad vinum disertum esse
Bezañ helavar dre ar gwin.
Adde parvum parvo, magnus acervus erit
Laka ouzhpenn tamm-ha-tamm, kalz az po.
Addenda et corrigenda
Ouzhpennadennoù ha reizhadennoù.
Addendum
Tra da lakaat ouzhpenn ; Addenda el liester.
Adducere inconveniens non est solvere argumentum
Degas nemedennoù ne ziskoulmo ket ar gudenn.
Adfines inter se non sunt adfines
An heñvelderioù a zo etrezo n'int ket dre nesaelezh.
Adfinitas in coniuge superstite non deletur
N'eo ket nullet nesaelezh ar pried manet bev.
Adfinitas iure nulla successio permittitur
An nesaelezh ne ro ket gwirioù kantved-diner.
Adiaphora
An traoù diforzh. Diwar an henc'hresianeg ἀδιάφορα, evit diskouez an traoù ha n'int na ret na berzet. Eus ar stoikegezh e teu ar meizad, hag adkemeret eo bet gant ar gristeniezh.
Adoptio naturam imitatur
Drevezañ an natur a ra an advabadur.
Adtemptata pudicitia
Dismeg ouzh an elevez.
Adulatio perpetuum malum regum
Dre flanerezh e kendalc'h ar renerezh fall.
Adversae res religionum admonent
E-kreiz an droukverzh e tihun an dra relijiel.
Adversis rerum immersabilis undis
Bepred skoet gant gwagennoù an droukverzh, hep bezañ beuzet nepred (Quintus Horatius Flaccus, en e droidigezh latin diwar Odysseia Homeros ; gwelit Google Books).
Advocatus diaboli
Alvokad an diaoul.

A.E.I.O.U. en arouez an impalaer santel Friedrich IV, 1446
A.E.I.O.U.
Austria Est Imperare Orbi Universi « Aostria eo dezhi da c'hourc'hemenn ar bed-holl », ger-stur latin an Tiegezh Habsburg ; Alle Erde Ist Oesterreich Untertan eo en alamaneg.
Ægroto dum anima est, spes est
Goanag zo keit ha ma vez anal gant ar c'hlañvour.
Aequam memento servare mentem
Bez soñj da virout ur spered plaen.
Aequat omnes cinis
Al ludu a laka an holl dud da gevatal (Seneca ar Yaouankañ, Epistulae morales ad Lucilium, XCI:16.
Aeque principaliter
Ken pouezus all. En Iliz katolik roman, unaniñ eskoptioù aeque principaliter zo o c'hendeuziñ hep na vefe lakaet an eil dreist egile.
Aequo pulsat pede
A sko gant un troad diforzh. Berradur ar werzenn Pallida Mors æquo pulsat pede pauperum tabernas regumque turris, "Gant un troad diforzh e sko ar Marv disliv gant tavarnioù ar re baour ha rourioù ar rouaned" – Quintus Horatius Flaccus, Carmina I.IV.13.
Aequum est ut cujus participavit lucrum, participet et damnum
Reizh eo e kemerfe perzh er goll ivez an neb en deus kemeret perzh er gounid.
Ære perennius (exegi monumentum aere perennius)
Padusoc'h eget arem (savet em eus ur monumant padusoc'h eget arem) (Quintus Horatius Flaccus, Carmina, III, XXX, 1)
Aes triplex
Arem tric'hement. Tri gwiskad arem war bruched ar verdeerien gentañ, arouez o c'halonegezh hervez Quintus Horatius Flaccus, Carmina I-III-9.
Aetatis cujusque notandi sunt tibi mores
Dalc'h kont eus boazioù pep amzer.
Æternum vale
Kenavo da viken. Gwelout Supremum vale.

Affidavit
Feiz en deus graet. Un affidavit zo ur skrid ma tisklêrier ha touer dirak un den aotreet gant al lezenn ez eo gwir kement fed a zo skrivet.
Affirmanti incumbit probatio
Gant neb a lavar e tegouezh prouiñ.
Afflictis lentae
Gorrek eo d'ar gouzañvidi. Hir e vez an amzer d'an dud a c'houzañv.
Afflictis longae, celeres gaudentibus horae
Gorrek eo eurioù ar gouzañvidi, buan eo re an dud laouen.

Age quod agis
Gra ar pezh a rez, da lavaret eo "gra mat ar pezh a rez".
Agnosco stilum Romanae ecclesiae
Anavezout a ran stil an Iliz roman.
Agnosco veteris vestigia flammae
Anavezout a ran roudoù ma flammenn gozh.
Agnus Dei
Oan Doue. Jezuz gwelet evel an oan a vo aberzhet war ar Groaz hervez an Testamant Nevez.

Julius Caesar o treuziñ ar stêr Rubico
Alas accidere
Troc'hañ an divaskell.
Albo lapillo diem notare
Merkañ an deiz gant ur maen gwenn, da gaout soñj eus un darvoud laouen ; kevatal da « Lakaat ur groaz en nor ». An eneb da Dies ater.
Albo signanda lapillo dies
Devezh da verkañ dre ur maen gwenn.
Alea jacta est
Taolet eo an diñsoù ! A voe lavaret gant Caius Julius Caesar pa dreuzas ar stêr Rubikon]], a oa difennet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud.
Alias
En un doare all ; Arveret gant ar ster "anvet en un doare all", kenster gant "derc'hanvenn", "anv-pluenn" :  Louis-Paul Nemo, alias Roparz Hemon.
Alibi
E lec'h all. Er gwir, un digarez diazezet war ar fed ma oa an tamallad en ul lec'h disheñvel diouzh an hini m'eo bet sevenet ar gwallober.
Aliena vitia in oculis habemus a tergo nostra sunt
Dirak hon daoulagad emañ fazioù an hentez, a-dreñv dimp emañ hor re (Seneca ar Yaouankañ, De Ira II, XXVIII:8).
Alieni iuris
E lezenn unan all. A-zivout an dud, bugale peurliesañ, a zo e gwardoniezh un den all.
Alienis malis discimus
Deskiñ a reomp diwar fazioù an hentez.
Alii bella gerunt, tu felix Austria nube
Ar re all a ren brezel, te, Aostria eürus, a zimez. Lavarenn-stur Arc'hdugelezh Aostria.
Aliis inserviendo consumor
Kuzumiñ e servij an hentez. Ger-stur The International Library and Information Studies Honor Society
Aliorum medicus, ipse ulceribus scates
Mezeg ar re all, hag eñ goloet a c'houlioù (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum, 2. 5. 38).
Aliquando et insanire iucundum est
Plijus e vez bezañ foll a-wechoù.
Aliquem indicta causa damnare
Kondaoniñ un den hep e glevout.
Aliquid dare, aliquid retinere
Un dra bennak da reiñ, un dra bennak da virout. Arveret er gwir evit merkañ ar c'henaotre etre div gevrenn a-benn lakaat termen d'o dizemglev.
Aliquis non debet esse judex in propria causa, quia non potest esse judex et pars
Arabat eo d'an den bezañ barner e gaoz dezhañ, abalamour ma ne c'heller ket bezañ barner ha kevrenn.
Aliquid stats pro aliquo
Un dra bennak a dalvez evit un dra bennak all. Diazez ar semiotik, ar skiant a bled gant argerzh ar c'henderc'hañ, ar bonekaat hag ar c'hehentiñ sinoù.
Alis luporum catulos
Emaoc'h o vagañ bleizigoù.
Aliud est celare, aliud tacere
Kuzhat zo un dra, tevel zo un dra all.
Aliud pro alio
Un dra evit unan all.
Alium silere quod voles primus sile
Na lavar ket ar pezh na fell ket dit klevet digant un den all.
Alma mater
Mamm vagerez. Implijet gant an dud da envel ar skol-veur m'int bet o studiañ.
Alter ego
Me arall. Hennezh eo ma alter ego : hennezh pe me, memes tra eo.
Alter frenis, alter eget calcaribus
Lod o deus ezhomm rañjennoù, lod all kentroù. Lod tud zo re herrek, lod zo re c'horrek.
Alterius non sit qui suus esse potest
Na vezañ d'unan all neb a c'hall bezañ dezhañ e-unan, "Arabat eo da neb a c'hall bezañ perc'henn warnañ e-unan bezañ perc'hennet gant un den all" – Lavarenn-stur Paracelsus.
Alterum non laedere
Na noazout d'an hentez.
Altis plerumque adjacent abrupta
Amezek d'un islonk e vez an uhelder peurliesañ.

amor Vincit Omnia
Amantes amentes
Foll eo an amourouzien.
Amantium irae amoris integratio
Nevesadur ar garantez eo tabutoù an amourouzien
Amat victoria curam
An trec'h a gar ar striv.
Ames parentem, si aequus est – si aliter, feras
Kar da dud, mard int reizh : anez, gouzañv-i.
Amice, ad quid venisti !
Mignon, evit petra out deuet ! (Aviel Mazhev, XXVI:50)[2]
Amici inesse adulationem
N'eus lubanerezh ebet etre mignoned (Tacitus, Annales, II.12).
Amici, hodie diem perdidi
Mignoned, hiziv em eus kollet un devezh. Lavaret gant an impalaer Titus pa n'en devoa graet mad ebet da zen ebet.
Amici nec multi nec nulli
Na kalz mignoned, na hini ebet.
Amici vitia si feras, facis tua
Mar gouzañvez sioù da vignon e rez da sioù-te ganto.
Amici mores noveris, non oderis
Anaout boazioù da vignon a rankez, arabat eo o c'hasaat.
Amicitia inter pocula contracta, plerumque est vitrea
Ken bresk hag ar gwer eo ar vignoniezh skoulmet tro-dro da vannac'hoù.
Amicitia magis elucet inter aequales
Pelloc'h e pad ar vignoniezh etre tud kevatal.
Amicum an nomen habeas, aperit calamitas
Diwar da walldroioù e ouezi hag ur mignon gwirion zo dit pe an anv anezhañ hepken.
Amicum secreto admone, palam lauda
Kroz da'z mignon ez-prevez, gra meuleudi dezhañ ez-foran.
Amicus certus in re incerta cernitur
Ur gwir vignon a vez anavezet pa zegouezh ur gwall
Amicus magis necessarius quam ignis et aqua
Rekisoc'h eget an tan hag an dour eo ar mignon.
Amicus ollaris
Mignon ar pod pri, ho mignon eo keit ha ma vez boued en ho pod.
Amicus omnibus, amicus nemini
Mignon d'an holl (zo koulz ha ) mignon da zen ebet.
Amicus Plato, sed magis amica veritas
Mignon da Blaton on, hogen d'ar wirionez muioc'h c'hoazh. Aristoteles, Ethica Nicomachea I-4, diwar-benn Platon, pa ne oa ket a-du gantañ.
Amicus verus rara avis
Evned rouez eo ar vignoned wirion.
Amittit merito proprium, qui alienum appetit
Neb a c'hoanta peadra an hentez zo dellezek da goll e hini.
Amor crescit dolore repulsae
Kreskiñ a ra ar garantez gant poan an nac'hadenn.
Amor – dolor
Karantez – poan.
Amor et deliciae humani generis
Karantez ha dudi mab-den (Eutropius, Breviarium Historiae Romanae, VII.21). Ul lesanv gounezet gant an impalaer Titus a-drugarez d'e vadelezh e-keñver e sujidi.
Amor omnia vincit
Trec'h e vez ar garantez war pep tra.
Amor et melle et felle est fecundissimus
Ar garantez eo ken puilh ar mel hag ar vestl enni.
Amor libertatis nobis est innatus
Enganet ennomp ar ar garantez ouzh ar frankiz.
Amor patriae nostra lex
Karantez ouzh ar vammvro eo hor lezenn.
Amor vincit omnia
Trec'hiñ war bep tra a ra ar garantez.
Amore, more, ore, re
Ar garantez, ar vuhezegezh, ar c'homzoù, an oberoù. Berradur eus Verus amicus amore more ore re cognoscitur : dre e garantez, e vuhezegezh, e gomzoù, e oberoù ez anavezer ar mignon gwirion.

Munud eus Azeulerezh an Drinded, un emboltred gant Albrecht Dürer, ma lenner Albertus Durer Noricus faciebat anno a Virginis partu 1511.
Annuit cœptis, war Siell Veur gouarnamant SUA
An debeatur
Mard eo dleet. Implijet er gwir evit klask gouzout hag unj digoll zo ret a-c'houde ur gaou. Gwelit Quantum debeatur.
An et quantum debeatur
Mard eo dleet ha pegement
Angina pectoris
Kevenkez bruched[3].
Anguillam cauda tenes
Dalc'h ar silienn dre he lost.
Angulus ridet
Ar c'horn-bro a c'hoarzh (Horatius, Carminum, II-6:14).
Animum debes mutare non caelum
An ene a ranker kemmañ, an hinonad n'eo ket.
Animus ex ipsa desperatione sumatur
Tennomp hor c'halonegezh eus an dic'hoanag.
Animus meminisse horret
Skrijañ a ra ma ene gant an eñvorenn-se.
Animus pugnandi
Ar youl da stourm.
Animus se a corpore abstrahit
En em zisujañ eus ar c'horf a ra an ene.
Anno a Virginis partu
Er bloaz goude d'ar Werc'hez gwilioudiñ – Heñvelster gant al lavared Anno Domini. Evel el livadur Azeulerezh an Drinded gant Albrecht Dürer, a zo sinet Albertus Durer Noricus faciebat anno a Virginis partu 1511 "Albrecht Dürer a Nürnberg a reas er bloaz 1511 goude d'ar Werc'hez gwilioudiñ".
Anno Domini
Goude Jezuz Krist, berraet en A.D..
Annuit cœptis
Darbennet (en deus) an embregadenn-mañ. Unan eus an tri ger-stur a zo war pil Siell Veur Stadoù-Unanet Amerika ; embann a ra ez eo bet darbennet krouidigezh SUA gant Ragevezh Doue.
Annus horribilis
Bloavezh euzhus. Bomm lavaret gant Elesbed II, rouanez Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur, da zisplegañ petra he doa bevet e 1992. Dre fent e veze kemmet gant farserien ar ger annus en anus (fraez).
Annus mirabilis
Bloavezh brav-estlammus.
Ante Christum natum
Kent ganedigezh Jezus-Krist. Berradurioù : a.C.n., A.C.N., ACN, a.Ch.n., a.Chr.n.). Gwelit Post Christum natum.
Ante diem
Kent an deiz, da lavaret a-raok hiziv.
Ante litteram
Kent ar skrid, da lavaret eo : "a-raok ma vefe eus ar ger" ;  Henry Havelock Ellis (1859-1939) a voe ur revoniour ante litteram
Ante pedes non videre
Na gwelout dirak e dreid. Bezañ avelek, pe verrsperedet.
Antiqua nove
Traoù kozh en un doare nevez.
Antiqua sunt optima
Ar re wellañ eo an traoù kozh. Arnodet ha gwiriekaet eo bet an traoù kozh, hervez ar Romaned bepred.
Antiquior mors turpitudine
Gwell ar marv eget ar vezh.
Antiquo jure tutor
Gouarnour kozh al lezenn.
Antiquo more
"Ar c'hiz kozh.
Antiquus amor cancer est
Ur garantez kozh n'eo nemet ur valitouch (da soñj ar merc'hed) – Petronius, Satiricon, II-42.
Anxia divitiarum cura
Enkrezus eo bezañ nec'het gant ar binvidigezh.

Apertis verbis
Komzoù fraezh.
Apices juris non sunt jura
Soutilderioù ar gwir n'int ket ar gwir.
Appellatio ad Caesarem
Galv d'an impalaer evit terriñ ur barn d'ar marv. Provocatio ad populum a veze graet kent an Impalaeriezh roman.
Aptari onus viribus debet
Ret eo azasaat al labour ouzh an nerzh.

Aqua et ignis interdictio
Berzet an dour hag an tan, a-zivout un den forbannet.
Aqua profunda est quieta
Difiñv eo an dour don.
Aqua vitae
An dour a vuhez – al lambig, pe ar wiski.
Aquila non capit muscas
N'eo ket an erer a dap kelien ; un den a bouez ne ra ket war-dro aferioù ken dister.
Aquila non captat muscas
idem.
Aquilam volare docet
Emaoc'h o teskiñ nijal d'un erer.
Aquiris quodcumque rapis
Akuitizañ a rez ar pezh a laerez.

Arbiter elegantiae
Barner ar granded, eme Dacitus a-zivout Petronius.
Arbitror esse aliquam liberi arbitrii vim
Klevet a ran o deus dibabet an nerzh (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum).
Arbor mala, mala mala
Gwezenn fall, avaloù fall.
Arcades ambo
Arkadianed o-daou (Vergilius, Eclogues VII:4), da lavaret daou zen sot, an ezen o vezañ loened brudetañ Arkadia.
Ardet nec consumitur
Deviñ a ra hep peurzeviñ ; a-zivout ar feniks.
Ardua ad gloriam via
Diaes eo an hent trema ar c'hlod.
Ardua para subire
Dev evit sevel.
Arenae semina mandare
Hadañ en traezh.
Argumentum ad verecundiam
Arguzenn a zoujañs.
Argumentum baculinum
Arguzenn ar vazh. Skeiñ, implijout an nerzh e-lec'h ar reizhpoell (evel e pezh-c'hoari Molière Les Fourberies de Scapin).
Articulus stantis vel cadentis ecclesiae
Ar benngredenn a laka an Iliz da chom en he sav pe da gouezhañ. Ar feiz kristen, hervez Martin Luther.
Ars casus similis
Heñvel eo an arz ouzh ar chañs (Ovidius, Ars Amatoria III:155).
Ars est celare artem
Kuzhat an arz eo an arz, da lavaret eo "kuzhat an ardoù eo an arz".
Ars est difficilis, recte rempublicam gerere
Un arz diaes eo gouarn mat ar Stad.
Ars gratia artis
An arz evit an arz. Ger-stur ar gompagnunezh sinema Metro Goldwyn Mayer.
Ars longa, vita brevis[4]
Hir an arz, berr ar vuhez.
Artem quævis alit terra
Ar vicher a vag an den e pep lec'h.

Asinus asinorum in sæcula sæculorum
Azen an ezen da viken . N'eus ket sotoc'h eget hemañ.
Asinus asinum fricat
Azen a frot azen.
Asinus balneatoris numquam particeps balnei
Azen gward ar c'hibellec'h n'en devez kibelladenn ebet.
Asinus gestat mysteria
Emañ an azen o tougen an ikonoùAndrea Alciato (1492-1550).
Asinus in catedra
Azen er gador, da lavarout eo azen o prezeg pe o kelenn an dud.
Asinus in tegulis
Un azen war an toennoù. Un dra iskis.
Aspexi terram et ecce vacua erat et nihil
Sellet a ran ouzh an douar ha setu eo goullo ha distumm (Testamant Kozh, Jeremia 1V:23).
Aspiciendo senescis
Koshaat a rez en ur sellet ouzhin.
Assem habeas, assem valeas
Bez arc'hant, kreñv e vi gant an arc'hant. Bez pinvidik ha stad a vo graet ac'hanout. An as e oa ar moneiz roman.

Athanasius contra mundum
Athanasius Enep ar Bed. Lesanv Athanasius Aleksandria (297-373), ugentvet eskob Aleksandria adal 328 betek e varv, pa voe harluet pemp gwezh diwar urzh pevar impalaer roman : Kustentin Iañ, Constantius II, Juluan II ha Valens.

Auctores varii
Lies aozerien. Berraet dre AA.VV..
Auctoritatem rebus vilitas adimit
Ur priz izel a denn pep pouezusted d'an dra.
Audacia fidentiae est apposita
Stok ouzh ar fiziañs eo an herder.
Audacter calumniare, semper aliquid haeret
Falstamall dizaon, atav e chom un dra bennak peg.
Audax est ad omnia quaecumque amat vel odit femina, et artificiosa est nocere cum vult
Her eo ar vaouez e kement tra a gar hag a gaz, ha gouzout a ra noazañ pa fell dezhi.
Audax Japeti genus
Mab dispont ganet eus Japet.
Aude contemnere opes
Kred ober fae war ar stroñs.
Audendum est, fortes adjuvat ipsa Venus
Ret eo krediñ ober, Gwener hec'h-unan a skoazell ar re galonek. (Tibullus, Carminum Libri Tres I, II:16).
Audentis fortuna juvat
Ar chañs a c'hoarzh ouzh an dud dispont (Vergilius, Aeneis X:284)
Audere est facere
Krediñ ober eo ober.
Audi alteram partem
Ra vo klevet ar gostenn all ivez.
Audi, vide, sile
Selaou, sell, tav.
Audi, vide, tace, si tu vis vivere in pace
Selaou, sell, tav, ma kerez bevañ e peoc'h. Par da « un den berzet a dalv kant ».
Audiatur et altera pars
Ra vo klevet an tu arall. A vez lavaret en ur prosez, pa vez bet klevet an tamaller peurvuiañ.
Audite pars adversa
idem.
Aura popularis
C'hwezh ar bobl, avel (hegemm) ar bobl, ar c'hrad-vat a-berzh ar bobl a zoug brud an den hag e ziskar.
Auream quisquis mediocritem diligit
Prizius evel an aour eo neb a gar ar muzul mat (Quintus Horatius Flaccus, Carmina II, X:5).
Aures serva
Diwall da zivskouarn.
Auri mediocritas
Izelded an aour.
Auri sacra fames !
Naon kazus a aour !
Auribus teneo lupum
Ar bleiz a zalc'han war-bouez e zivskouarn.
Aurora Musis amica est;
Mignonez d'ar Muzezed eo gouloù-deiz.
Aut agere aut mori
Pe ober pe mervel.
Aut amat aut odit mulier, nil est tertium
Pe karout pe kazout a ra ar vaouez, n'eus dibab all ebet.
Aut ... aut ...
Pe ... pe ... A dalvez "ya pe nann", "an eil pe egile".
Aut bibas aut abeas
Ev pe kerzh kuit.
Aut Cæsar, aut nihil
Pe impalaer pe netra. Ger-stur Cesare Borgia.
Aut dedere aut punire
Pe daskor pe kastizañ.
Aut disce aut discede
Pe studi, pe kerzh kuit.
Aut dosce, aut disce, aut discede
Pe kelenn, pe desk, pe kerzh kuit.
Aut nunc, aut numquam
Pe bremañ pe biken.
Aut omnia, aut nihil
Pe holl, pe netra.
Aut pati aut mori
Pe gouzañv pe mervel.
Aut viam inveniam aut faciam
Pe e kavin an hent pe e toullin anezhañ.
Aut vincere, aut mori
Pe trec'hiñ pe mervel.
Autobi passebant completi
Leun e oa ar busoù o tremen.
Autor opus laudat
An oberour a gan meuleudi d'an oberenn.
Aut regem aut fatuum nasci oportet
Ret eo bezañ ganet roue pe foll evit ober ar pezh a garer.
Aut ridenda omnia aut flenda sunt
Ret eo c'hoarzhin pe gouelañ gant pep tra.
Aut vincere, aut emori/mori
Bout trec'h pe mervel.

Avaritia facit bardus
Ar bizhoni a laka an den genaouek.
Avaro omnia desunt, inopi pauca, sapienti nihil
D'an den pizh e vank pep tra, d'ar paour nebeud a dra, d'ar fur (ne vank) netra.
Avarum est mulierum genus
C'hoantek eo gouenn ar maouezed.
Avarum irritat, non satiat pecunia
An arc'hant a vrouez an den, n'en dic'hoant ket.
Avarus nisi cum moritur, nil recte facit
Madober nemetañ an den pizh eo mervel.
Ave atque vale
Kevarc'h, ha bez yac'h.
Ave Cæsar, morituri te salutant
Salud dit, Caesar, ar re zo 'vont da vervel az salud. A veze lavaret er sirk gant ar glezeourion d'an impalaer a-raok an emgann.
Ave imperator, morituri te salutant eo a gaver e levr Suetonius, De Vita Caesarum, Claudius 21.
Ave color vini clari, Ave sapor sine pari
Salud dit liv gwin sklaer, Salud dit blaz dibar.
Ave Maria
Me ho salud, Mari; pedenn gatolik d'ar Werc'hez Vari.
Ave, ave, aves esse aves
Salud dit, tad-kozh, ha debriñ evned a fell dit ? – C'hoari gerioù diwar ave (salud), avus (tad-kozh), avis (evn), hag aveo (c'hoantaat (a ran)).
Avis alba
Ur voualc'h wenn, un dra rouez.

Barba crescit, caput nescit
Kreskiñ a ra ar barv, ar penn ne fura ket.
Barba non facit philosophum
N'eo ket ar barv a ra ar prederour .
Barba tenus sapientes
Furien betek ar barv, da lavaret eo diwar-c'horre (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum).
Barbam auream habere
Kaout ur barv aour, bezañ un doue.
Barbam sapientem pascere
Derc'hel barv ur prederour, bezañ prederour a-vicher.

Beati pauperes spiritu
Evurus ar re baour a spered. Distaget gant Jezuz er Prezeg war menez, en Aviel Mazhev (5:3). A vez lavaret dre fent ivez ouzh un den ha n'eo ket gwall fin, en ur ster disheñvel-rik diouzh hini ar frazenn orin.
Beatus qui prodest quibus potest
Evurus an hini a ra vad d'ar re a c'hall.
Bellum frigidum
Brezel yen.
Bellum omnium contra omnes
Brezel an holl enep an holl.
Belua fera est avaritia
Ar bizhoni zo ul looen ferv.
Bene diagnoscitur, bene curatur
Diagnostigañ mat zo kement ha pareañ.
Bene vobis
Mat, (ha) te ?.

Bibere humanum est, ergo bibamus
Perzh an den eo evañ, evomp eta.
Bis dat, qui cito dat
Div wech e ro an hini a ro buan.
Bis pueri senes
An dud kozh zo div wech bugale.
Bis repetita placent
Div wech lavaret a blij.
Bis repetita non placent
Div wech lavaret ne blijont ket. Ar bomm deciens repetita placebit a lenner digant Quintus Horatius Flaccus, Ars Poetica 365, ma respont ar barzh e c'haller lavarout dek gwech un dra vrav hep skuizhañ penn ar selaouer.

Bona diagnosis, bona curatio
Deznaou mat, louzoù mat.
Bona fide
A feiz vat.
Bona valetudo melior est quam maximæ divitiæ
Gwell eo yec'hed mat evit pinvidigezh vras.
Bonum vinum lætificat cor hominum
Gant gwin mat e vez laouenaet kalon an den.
Bonus liber amicus optimus
Ul levr mat eo ar mignon gwellañ.
Bonus pater familias
Den mat eo an ozhac'h.

Breve et inreparabile tempus omnibus est vitae
Un amzer berr ha dirapar eo buhez an holl. (Vergilius, Aeneis X:467).
Brevi manu
Dre zorn berr ;  roet eo bet an arc'hant dezhi brevi manu , roet eo bet an arc'hant dezhi war-eeun etre he daouarn.
Brevis in longo
Ur silabenn verr e lec'h unan hir. War hirder ar silabennoù ez eo diazezet ar gwerzaouerezh latin[5],[6]. Gwelit Longam esse duorum temporum, brevem unius etiam pueri sciunt.
Brevitatis causa
Lavaret berr. E berr gomzoù.
Britannia reges habet, sed tyrannos
(Enez) Breizh he deus rouaned, hogen tiranted int.

Caeca invidia est
Dall eo an droukc'hoant.
Canis sine dentibus vehementius latrat
Ki hep dent a harzh kreñvoc'h , da lavarout eo ne grog ket ar c'hi a harzh.
Captatio benevolentiae
Degerc'hañ an hegarated. En helavarouriezh, frazenn a lakaer e deroù ur brezegenn, ur skrid pe ul lizher, evit broudañ ar selaouer pe al lenner da vont a-du gant an aozer ha neuze da selaou pe da lenn pelloc'h.
Caput imperat, non pedes
Ar penn ar ren, an treid ne reont ket.
Caput sine lingua pedaria sententia est
Ur penn dideod eo ali ar senedourien ardroader (Aulus Gellus, Noctes atticae, III-18). "Senedourien ardroader" eo ster pedaria, pa oa anezho senedourien nann-ofisiel a zeue war droad d'ar bodadegoù da reiñ o ali ; pignet war girri ez errue ar senedourien curulis, ar re a oa e karg ent-ofisiel.
Carpe diem
Kutuilh an deiz, gerioù brudet ar barzh Quintus Horatius Flaccus, Carmina I, XI:8.
Carthago delenda est
Ret eo distruj Kartago, a zo ur berradur eus Ceterum autem censeo Carthaginem esse delendam "Ouzhpenn-se, da'm meno e rank Kartago bezañ distrujet", a veze lavaret alies gant (Cato Gozh) e-kerzh e brezegennoù e bloavezhioù diwezhañ an trede brezel punek etre Kartago ha Roma[7].
Castigat ridendo mores
Reizhañ a ra ar boaz dre ar c'hoarzh. Lavarenn-stur ar c'h-Comédie-Française), troet e galleg gant Elle corrige les mœurs en riant.
Castіs omnia casta
Enor kement tra a zo glan.
Casus belli
Degouezh a c'hall degas brezel.
Cave canem, e marelladur Pompei, a vez lennet splann gant ar weladennerien .
Causa causans
Abeg devoudus. Er gwir, pennabeg an darvoudenn.
Causa causarum
Abeg an abegoù (Tommaso d'Aquino, Questiones disputatoe de veritate, 21-3-3, en Sancti Thomae de Aquino opera omnia, Fratrum Praedicatorum, XXII, Romae, 1976, p. 598:18-19[8].
Causa proxima
Abeg amezek. Er gwir : en heuliad an abegoù o deus degaset ur gaouad e anver causa proxima an abeg tostañ d'an darvoudenn.
Causa sine qua non
Abeg ret. Er gwir, an abeg ret evit ma c'hoarvezfe ar gaouad.
Cave canem
Diwall ouzh ar c'hi ; enskrivadur kavet war ur marelladur-leur ma weler ur c'hi dirak un nor e Pompei.
Caveat emptor
Ra ziwallo ar prener.
Cave ne cadas
Diwall na gouezhi, distaget gant ar sklav en em zalc'h a-drek an imperator pa vez lid an trec'h.
Cave ab homine unius libri.
Diwall diouzh an den ha n'en deus nemet ul levr. Ger-stur ti-embann Umberto Allemandi e Torino, en Italia.

Cedo maiori
Plegañ a ran d'un den meuroc'h.
Ceteris paribus
Pep tra o vezañ par.

Cibi condimentum est fames
Temz pep meuz eo an naon. Pa vez naon e kaver mat pep tra.
Cibus non qui plurimus, sed qui suavissimus
Ket ar muiañ a veuzioù, hogen ar re saourusañ.
Cicada cicadae cara, formicae formica
Ar c'hrank-raden a gar ar c'hrank-raden, ar verienenn ar verienenn (Aisopos).
Citius, Altius, Fortius
Fonnusoc'h, uheloc'h, kreñvoc'h ! Ger-stur ar C'hoarioù Olimpek.
Cito maturum, cito putridum
Azv buan, brein buan. Rekis eo lezel amzer d'an amzer.
Civitas sine suffragio

Claudite jam rivos, pueri ; sat prata biberunt
Serrit ar gwazhioù, sklaved ; ar pradoù o deus evet a-walc'h. (Vergilius, Eclogues III:111).  Serret ar gwazhioù, douret ar pradoù , evel meneget gant L. F. Sauvé[9] (#753, notenn 1, pp. 110-111).

Cogito ergo sum
Sonjal a ran, ha dre-se ez on (René Descartes, Discours de la méthode, IV, §§ 1 & 3).
Concordia civium murus urbium
Kenemglev etre keodedourion, (zo kement ha) mogerioù (d') ur gêr.
Conditio sine qua non
An diviz ha n'eus netra hepti, ha n'haller ket tremen heptañ.
Confer
Kerzh da welout, berraet dre cf peurliesañ.
Consuetudinis vis magna est
Bras eo nerzh ar boaz.
Consuetudo altera natura est
Un natur all eo ar boaz.
Consuetudo est altera natura
Un natur arall eo ar boaz.
Contra aquam remigare
Roeñvat a-benn da red an dour.
Contra bonos mores
Enep ar vuhezegezh vat.
Contra vim mortis non est medicamen in hortis
Ouzh nerzh ar marv n'eus louzaouenn ebet el liorzh.
Contraria contrariis curantur
An traoù kontrol a vez paraet gant traoù kontrol.
Conubia sunt fatalia
Planedennoù eo an dimezioù. Den ne oar penaos ez echuo un dimeziñ.
Copia ex industria
Puilhentez diwar obererezh. Strivañ a ranker ober a-benn dastum frouezh a-builh.
Cor plumbeum
Kalon blom (Caius Suetonius Tranquilus, De Vita Caesarum, Nero, 2). A-zivout Domitius : In hunc dixit Licinius Crassus orator non esse mirandum, quod aeneam barbam haberet, cui os ferreum, cor plumbeum esset, "Diwar e benn e lavare Licinius Crassus ne oa ket souezh en devoa ur barv kouevr, p'en devoa ur genoù houarn hag ur galon blom."[10]
Corpus delicti
Korf an torfed, pe « korf an hini lazhet », evel prouenn ur muntr.
Corruptio optimi pessima
Ar gwashañ tra eo breinadur ar pep gwellañ.
Corruptissima re publica plurimae leges
Seul vreinoc'h ar stad seul niverusoc'h al lezennoù.

Crocodili lacrimae
Daeroù ur c'hrokodil, daeroù faos. Daeloù ki.

Cui bono ?
Da biv eo mat ? Piv a denn gounit eus an torfed ? Hag a c'hall bezañ torfedour ?
Cuique suum
Da bep unan e hini, da lavaret eo "da bep den ar pezh a zellez", da geñveriañ gant  E-keñver an dellidoù / Emañ ar c'haoudoù .
Cuius est solum eius est usque ad coelum et ad inferos
Neb a zo perc'henn war an douar zo perc'henn betek an neñv ha betek doneier an douar. Lezenn ar berc'henniezh en Henroma.
Cuius regio, eius religio
Hevelep priñs, hevelep relijion ; an neb a zo e penn ar vro a ziviz petra eo relijion e genvroiz
Cuiusvis hominis est errare
Faziañ eo tech kement den a zo — Gwelout Errare humanum est.
Cum grano salis
Gant ur c'hreunenn holen. Komz gant un tamm fent, hep mennout bezañ sirus eo komz cum grano salis ; diouzh u ar selaouerien ez eo na krediñ da vat er pezh a vez lavaret[11].
Cum hoc, ergo propter hoc
Gant se, neuze dre se. Lavarenn direizh er poellerezh : mar c'hoarvez an darvoudennoù A ha B war un dro e rank unan anezho bezañ abeg egile. Da skouer :  Bep beure e kan ar c'hilhog, neuze e laka ar c'hilhog an heol da sevel. . Gwelit 'Non causa pro causa.
Cum nexum faciet mancipiumque, uti lingua nuncupassit, ita ius esto
Graet dre sklavidigezh pe dre an dorn, pa vez disklêriet dre gomz ez eo roet ar gwir. Doare ar gwir roman da wareziñ ur gevrat : dre nexum en em lakae an amprester dindan beli ar prester – pe e lakae unan eus e vugale – betek ma vefe daskoret ar mad a oa prestet ; dre mancipium[12] e veze savet ul lid dezvekaet heuliet gant ar gwerzher, ar prener, pemp test hag un den a zalc'h ur ventel, ma tremen arouez ar mad eus dorn ar gwerzher da zorn ar prener.
Cum notis variorum scriptorum
Gant notennoù a bep seurt skrivagnerien. Merk war embannadurioù latin kozh.
Cur Deus Homo
Perak eo aet Doue da zen.[13]
Cura ut valeas !
Diwall, ma vi yac'h !

Damnant quod non intelligunt
Kondaoniñ a reont pezh na gomprenont ket. Frazenn implijet diwar-benn an dud sot pe dizesk.
Damnatio ad bestias
Kondaonidigezh d'al loened. En Henroma, un doare poan a varv ma veze ar gondaonidi roet da loened ferv, en ur gaoued ganto pe er stourmva.
Dat veniam corvis, vexat censura columbas
Pardoniñ d'ar brini ha heskinañ ar c'houlmed a ra ar c'hontrollerezh (Juvenal, Saturae, II:63).

De duobus malis minus est semper eligendum
Eus daou zroug eo ret dibab ar bihanañ bepred (Thomas von Kempen, De Imitatione Christi III-12-2).
De facto
Hervez ar fed, e gwir.
De gustibus et coloribus non disputandum
War blizidigezh na livioù n'eus ket d'ober kaozioù.
De jure
Hervez ar gwir , hervez ar reizh.
De jure uxoris
Hervez gwir ar wreg. Gwir ur gwaz dre ar galloudoù a zo gant e wreg.
De minimis non curat prætor
Ar pretor ne ra forzh gant an traoù dister. Kement ha "komandant", "penn", e talvez praetor/pretor.
De mortuus aut bene aut nihil
Diwar-benn ar re varv : netra nemet mad. Arabat eo lavaret droug diwar-benn ar re varv.
De mortuis nihil nisi bene
Eus ar re varv ne ranker lavarout nemet traoù mat.
De omnibus dubitandum
Arvar war pep tra. Ger-stur Karl Marx[14].
De profundis clamavi
Eus ar goueled em eus galvet . Kantik.
De visu
Diouzh gwelout.
Decet imperatorem stantem mori
D'un impalaer e tere mervel en e sav (Vespasian).
Degetetur corium de tergo meo
Diwar ma c'hein eo kemeret al lêr, da lavaret eo "em riskl e reer an dra-mañ" (Titus Maccius Plautus, Epidicus, I:65) ; gwelit L. F. Sauvé ivez, #648 notenn 1, pp. 92-93.[9]
Delicta juventutis meæ
Fazioù ma yaouankiz .
Deus ex machina
Doue (deuet) e-maez an ardivink. Damveneg eus an doueed ha doueezed lakaet da zont a-us al leurenn-c'hoariva gant ardivinkoù ijinus ha koustus hag a ziskoulme en un taol an holl gudennoù a oa bet rouestlet er pezh a-raok pa veze poent d'ar pezh echuiñ.

Di lanatos pedes habent
An doueed o deus treid gloan (Petronius, Satiricon, XLIV).
Di te ament
An doueed ra 'z pennigo.
Di te incolumem custodiant
An doueed ra 'z kwarezo.
Dictum, factum
Lavaret, graet.
Dies ater
Devezh du, un devezh fall. An eneb da Albo lapillo diem notare.
Dies dominica
Deiz an aotrou ; ar Sul, deiz kentañ ar sizhun, en Iliz katolik roman.
Dignus barba majorum
Den a vuhezegezh hen.
Disciplina in civitatem
Kelennadurezh evit ar geodedourelezh ; ger-stur an Ohio State University e Columbus.
Discipulus est prioris posterior dies
Skoliad an deiz a-raok eo an deiz war-lerc'h.
Discite iustitiam moniti et non temnere divos
Deskit kelennoù ar justis ha na disprizañ an doueed (Vergilius, Aeneis VI:620).
Distinguo
Gwelout a ran ar c'hemm. Troienn a vez implijet dre fent evit ober goap ouzh ar c'hemmoù ken bihan ma'z int dister ha dibouez, ha dreist-holl ouzh ar re o c'hav pouezus.
Divide et impera
Rann ha ren . Un doare all eo Divide ut imperes, Rann ma reni.
Divitiae bona ancilla, pessima domina
Ur servijourez vat eo ar binvidigezh, hag an itron washañ. Ret eo d'an den bezañ mestr war e binvidigezh, arabat eo e vefe e binvidigezh mestrez warnañ.

Do ut des, do ut facias, facio ut des, facto ut facias
Reiñ a ran evit ma rofes, reiñ a ran evit ma rafes, ober a ran evit ma rofes, ober a ran evit ma rafes.
Doctus cum libro
Desket gant ul levr . Troienn implijet diwar-benn tud ha n'ouzont netra hep mont da glask en ul levr. Gwechall ez eus bet klevet ur c'helenner oc'h ober goap ouzh ur skoliad a oa bet tapet oc'h adskrivañ ar pezh en doa kavet en ul levr : « Doctus cum libro, asinus (azen) au tableau (ouzh an daolenn) ! ».
Dolores Tantali
Poanioù Tantali. E Gwengelouriezh Henc'hrezh, Tantalos, mab da Zeus ha d'an nimfenn Plouto, a brofas d'an doueed ur pred ma servijas dezho ur geusteurenn aozet diwar kig e vab Pelops. Kondaonet e voe Tantalos d'ur boureviadur a zo chomet brudet : lakaet e voe Tantalos e kreiz ur stêr ha dindan ur wezenn karget a frouezh, me da hesk e ya ar stêr pa stou Tantalos evit evañ, hag an avel a bella skourroù ar wezenn pa astenn e zorn da dapout ur frouezenn. (Homeros, Odysseia, kan XI).
Dolus an virtus quis in hoste requirat ?
Gwidre pe galon, dirak an enebour ne vern.
Dominus vobiscum
An Aotrou (Doue) ra vo ganeoc'h, bomm en oferenn gatolik roman.

Dramatis personæ
Tudennoù ar pezh-c'hoari, al listennad anezho.

Ducunt volentem fata, nolentem trahunt
Ambroug an hini a bleg dezhi a ra ar blanedenn, ha sachañ war ar re na reont ket. Lavar stoikian diwar-benn ar Blanedenn, ar fatum.
Dulce et decorum est pro patria mori
C'hwek ha kaer eo mervel evit ar vro (Quintus Horatius Flaccus, Carmina III, II.13) ; a vez lavaret gant ar re vev diwar-benn ar blijadur da vervel.
Dum spiro, spero
E-keit ma analan ec'h esperan .
Duos habet et bene pendentes !
Div en deus, hag istribilhet mat ! Lavaret a-hervez pa vez kurunennet ar pab, abaoe istor ar babez Janed, da welout ha n'eo ket ur vaouez eo ar pab nevez.
Dura lex sed lex
Kriz eo al lezenn, met al lezenn eo. A vez lavaret diwar-benn ul lezenn pe reolenn a ranker lakaat da dalvezout, pegen displijus bennak e ve.
Dura necessitas
Kriz eo an dra pa vez ret. « Ouzh ret n'eus ket a remed » eo ar c'hrennlavar brezhonek.
Durate et vosmet rebus servate secundis
Bezit gouzañvus hag en em erbedit evit an dazont (Vergilius, Aeneis, I, 207).
Dux bellorum
Penn brezel.
E fructu arbor cognoscitur
Diouzh he frouezh ec'h anavezer ar wezenn. Ha diouzh e oberoù, an den.
E pluribus unum
A lies, unan. Unan eus an tri ger-stur a zo war Siell Veur SUA.
Ecce homo
Setu an den eme Bontius Pilatus pa ginnigas Jezuz d'ar bobl.
Eloquentia sagitta
An helavarded eo (ma) saezh. Dre ar prezeg e e tizhan ma fal hag e tiarbennan pep enebiezh.
Errare humanum est
Perzh an den eo faziañ (Eosten Hippo, [Sermones CLXIV:14]). Dre fazi e vez lakaet war gont Seneca ar Yaouankañ, pa ne gaver ar frazenn-se neblec'h en e oberoù.
Errare humanum est, sed perseverare diabolicum
Perzh an den eo faziañ, met perzh an diaoul eo derc'hel da ober. Setu al lavarenn en he fezh : Humanum fuit errare, diabolicum est per animositatem in errore manere "Perzh an den eo faziañ, perzh an diaoul eo menel er fazi dre lorc'h" (Eosten Hippo, Sermones CLXIV:14).

Et alii
Hag ar re all, skrivet et al. pe e.a peurliesañ.
Et caetera desunt
Ha mankout a ra ar peurrest, berraet dre Et cætera ha skrivet etc. peurliesañ.
Etiamsi omnes, ego non
Goude (ma rafe) ar re all me ne rin ket, hervez Aviel Mazhev 26:33. Et si omnes scandalizati fuerint in te, ego numquam scandalizabor "Zoken ma strebot an holl en abeg dit, biken ne rin-me" eo ar frazenn e gwirionez.
Et in Arcadia ego
Hag en Arcadia (emaon-) me (ivez). Eno evel e pep lec'h emañ ar Marv. Anv div daolenn gant al livour gall Nicolas Poussin, diwar ar werzenn latin.

EX LUNA, SCIENTIA
Arouez Apollo XIII
Extrema unctio
Izelvroioù, war-dro 1600
Ex abrupto
Reut, trumm ; evel ab abrupto.
Ex abstracto
Diwar un dra difetis.
Ex æquo
Rampo.
Ex bellis bella serendo
Diwar brezelioù e hader brezelioù (Titus Livius, Ab Urbe condita, XXI.10).
Ex core pleno (Daveoù a vank)
A galon leun
Ex falso sequitur quod libet
Eus an dra faos e teu pezh a garer – Reolenn ar poellata : adalek ul lavarenn faos e c'haller tennañ n'eus forzh petra, n'eus forzh peseurt kentel faos ivez.
Ex libris
A zo un darn eus levrioù unan bennak.
Ex luna scientia
Digant al loar, gouiziegezh. Ger-stur ar gefridi Apollo XIII war-du al Loar.
Ex nihilo
Diwar netra.
Ex pede Herculem
Dre e droad ec'h anavezer Herakles. "Troad Herakles" e oa unanenn muzulioù an hedoù en Henc'hres ; dre ma oa 600 troad (190 m) hirder ar c'hentañ sportva olimpek e c'heller kendastum e oa 31,66 cm hirder treid Herakles – botoù ment 48 eta.
Ex post facto
A-c'houde ar fed. Ul lezenn zo ex post facto pa vez embannet a-c'houde ur fed ha pa vez kildalvoudek, da lavaret eo pa dalvez evit ar fed-se ivez.
Exempli gratia
Da skouer, berraet alies dre e.g..
Experto crede
Bez fiziañs er c'hevarouezour.
Extrema unctio
Nouenn, sakramant a vez roet en Iliz katolik roman d'ar glañvidi a zo war-nes mervel.
Extremis malis extrema remedia
D'ar gwashañ poanioù ar c'hreñvañ remedoù.
Ex voto suscepto
Hervez ar gouestl a zo bet graet. Berraet alies en ex-voto, "engouestl" evit envel un daolenn, un draez, ur blakenn warno ur frazenn a anaoudegezh-vat a lakaer en un iliz pe ur chapel da vont gant ur gouestl pe da drugarekaat a-c'houde sevenadur ur gouestl.
Fabula, sed vera
Un istor, met unan gwir.
Fac simile
Graet heñvel. E meur a yezh e komzer eus ur fac-simile, ur seurt luc'heilad, a roas ar ger faks.
Factis, non verbis
Fedoù, ket gerioù. Dre ober, ha n'eo ket dre gomz hepken.
Falsa est fiducia formae
Touellus eo fiziout e kened ar stumm.
Fata viam invenient
Ar blanedenn a gavo he hent (Vergilius, Aeneis X:113) ; doueez an tonkadur e oa Neuna Fata, a droas da Nona, unan eus an teir Farkezenn a neze buhezioù an dud kent troc'hañ an neudenn, Decima ha Morta o vezañ an div c'hoar all.
Felix alterius cui sunt documenta flagella
Eürus an den a dap kentel diwar skourjezadurioù un den all.
Felix culpa
Fazi chañsus.
Felix qui potuit rerum cognoscere causas
Evurus neb a c'hall anaout goueled an traoù (Vergilius, Georgicon II:490).
Festina lente !
Hastañ goustad!, a-hend-all e ranker hastañ buan, a zo skuizhusoc'h.
Fiat lux
Ra vo gouloù, urzh a-berzh Doue pa voe krouet ar bed gantañ, hervez Levr ar C'heneliezh 1:3.
Fide, sed cui vide
Bez fiziañs, met sell mat ouzh piv.
Fides quaerens intellectum
Ar feiz hag a glask kompren.[13]
Finis coronat opus
Ar fin an hini eo kurunenn an oberenn, ne vern an hent gant ma c'heller degouezhout.
Flagrante delicto
War an tomm, a-greiz drougober. Bezañ tapet flagrante delicto : bezañ tapet e gwall.
Fluctuat nec mergitur
Hejañ a ra met mont d'ar strad ne ra ket. Ger-ardamez Pariz.
Forma raro cum sapientia
Dibaot e vez kened ha furnez.
Fortes fortuna juvat pe Audaces fortuna juvat
Ar re zispont a laouena gant ar chañs. Ret eo krediñ ober evit kaout chañs.
Fortuna caeca est
Dall eo ar chans.
Fortuna est rotunda
Stummet evel ur rod eo ar chañs.
Fortuna vitrea est ; tum cum splendet, frangitur
Graet diwar gwer eo ar chañs ; pa vez o lintraouiñ e torr.
Furor arma ministrat
Ar fulor a bourvez armoù.
Gallinae filius albae
Mab ar yar wenn, a-zivout un diougan mat (Juvenal, Saturae XIII:141).
Gladius legis custos
Ar c'hleze diwaller al lezenn. Sturlavar e Pariz ouzh Palez ar Justis. Rankout a ra an nerzh (polis, arme) servij al lezenn.
Gloria victis !
Gloar d'ar re drec'het!, enebet ouzh Væ victis !.
Gradus ad Parnassum
Pignadenn gant ar Parnassos. Un dornlevr evit ar studierien, a-zivout al lennegezh, ar sonerezh pe an arzoù dre vras.
Grammatici certant
Dizemglev zo etre an dud desket diwar-benn an dra-se.
Grosso modo
Dre vras, war-bouez nebeut.
Gutta cavat lapidem - non vi, sed sæpe cadendo
Kleuziañ ar maen a ra an dakenn, n'eo ket dre nerzh, met dre gouezhañ alies. Diwar Epistulae ex Ponto, gant Ovidius evit al lodenn gentañ[15],[16].
Habemus papam
Ur pab hon eus. A glever a-raok diskuliadur anv ar pab nevez.
Habent sua fata libelli
O flanedenn o devez al levrioù.
Hannibal ante portas pe Hannibal ad portas
Emañ Hannibal e toull an nor. N'eus ket amzer da gaozeal, ret eo mont d'an emgann.
Heri servus, hodie liber
Sklav dec'h, dishual hiziv.
Hic et nunc
Amañ ha bremañ.
Hic sunt dracones
Amañ ez eus erevent.
Hic sunt leones
Amañ ez eus leoned.
Hic Rhodus, hic salta
Setu Enez Rodez : lamm eta.
Historia magistra vitae est
An Istor eo kelenner ar vuhez. Berraet eo bet frazenn Cicero ( De Oratore IX:35).
Hoc signo vinces
Gant an arouez-mañ e vi trec'h, klevet en ur weledigezh gant an impalaer Constantinus Iañ, emezañ, a-raok emgann pont Milvius.
Hodie mihi, cras tibi
Hiriv din-me, arc'hoazh dit-te.
Hominem unios libri timeo
Aon am eus rak den ul levr hepken (Tommaso d'Aquino).
Homines quod volunt credunt
An dud a gred ar pezh a fell dezho krediñ.
Homo homini lupus est
An den zo ur bleiz d'an den. An dud zo drouk an eil ouzh egile.
Homo sum: humani nil a me alienum puto
Den on : netra eus an den ne gavan estren din (Terentius, Heauton Timorumenos, Actus I-I.i:77).
Hora fugit, stat jus
Tec'hel a ra an eur, chom a ra ar gwir.
Horas non numero nisi serenas
An eurioù ne gontan ket, nemet seder e vefent, skrivet war un horolaj-heol.
Horresco referens
Krenañ a ran ouzh en lavarout.
Horribile dictu
Euzhus da lavarout.
Humana cuncta sic vana
Evel-se eo goullo pep tra denel.
I
Kae. Doare-gourc'hemenn ar verb ire (mont). Berroc'h frazenn latin n'eus ket.
I.H.S.
Iesus Hominum Saluator, "Jezuz saveteer mab-den.
Ibidem
Er memes lec'h, skrivet ibid. peurliesañ.

Id est
Da lavarout eo, berraet alies dre i.e..
Idem
Ar memes tra.

Ignoratio elenchi
Stagadennoù a ziouiziegezh. Fazi poellata en daelerezh, pa zedastumer ur brouenn a zo disheñvel diouzh an dodenn : pe vreutaer a-zivout un dra a c'haller ober pe get, un ignoratio elenchi eo dezastum e rankfed gallout ober.
Ignorantia iuris nocet
Chom hep anaout ar gwir a noaz. Gwelloc'h d'an nen anaout al lezenn.
Ignorantia juris neminem excusat
Chom hep anaout ar gwir n'eo digarez da zen.
Ignorantia legis non excusat
Chom hep anaout ar gwir n'eo ket digarez.
Ignoti nulla cupido
Ne c'hoantaer ket pezh n'anavezer ket (Ovidius, Ars amatoria III:397).

I.N.R.I.
Iesus Nazarenus Rex Iudaerum, "Jezuz Nazaret Roue ar Judeaned". Tennet eus Aviel Yann 19:19, ma kont Yann an Avielour e lakaas Pontius Pilatus engravañ al lavarenn-se a voe lakaet war ar groaz. Gwelit Titulus Crucis.
In cauda venenum
El lost emañ ar binim. Hag e dibenn ar frazenn (latin), pe ar brezegenn, pe ar pennad-skrid, emañ ar gerioù drouk.
Incipit
Deraouiñ a ra, gerioù kentañ ur skrid.  Paol, emañ ho koan war an daol ! Deuit da zebriñ ho koan !  eo incipit "Itron Varia Garmez" Youenn Drezen.
In dubio pro reo
En arvar e ranker lezel an tamallad.
In extenso
En e bezh, hep bezañ bet kemmet pe berraet.
In fine
En diwezh, a-benn ar fin.
In girum imus nocte et consumimur igni
Treiñ a reomp en noz ha devet gant an tan. Un amzrec'had an hini eo : tu zo da lenn a zehou da gleiz, evel ar ger radar.
In maxima potentia minima licentia
Er galloud brasañ emañ ar frankiz vihanañ.
In medias res
E-kreiz an traoù. Tro-vicher (danevelliñ, filmaozañ) a dalv da gregiñ gant un danevell e-kreiz an ober, pe pa vez bet c'hoarvezet an darn vrasañ eus an traoù.
In medio stat virtus
Er c'hreiz emañ ar vertuz... ha n'eo ket en daou benn pellañ ; par d'an henc'hresianeg μηδεν αγαν mêdén ágan, "(na ra) netra betek re".
In naturalibus
En e noazh.
In partibus infidelium
Er brioù difidel". Er relijion gatolik, un eskob in partibus zo un eskob a zo anvet e douaroù ha n'int ket kristen pe kristenekaet.
In petto
En askre.
In silico
Er silikiom, da lavaret eo dre urzhiataer.
In situ
War an dachenn.
In statu quo ante
Er stad a oa a-raok.
In vino veritas
Er gwin emañ ar wirionez.
In vitro
Er werenn, en unan eus endalc'hoù gwer a gaver en un arnodva.
In vivo
Er bev , da lavarout eo war an dachenn peurvuiañ, pe en ur boud bev pa gomzer eus arnodoù bevoniezh.
Incertae sedis
Lec'h diasur, e rummatadur ar vevoniezh.
Incredibile dictu
Digredus da lavarout.
Invidus vicini oculus
C'hoantus eo lagad an amezeg (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum, 4. 28. 20).
Inflat se tanquam rana
C'hwezañ a ra evel ur ran.
Innocentia eloquentia
Helavar eo an digablusted. N'en devez ket ezhomm an den digablus da ziskouez e zigablusted.
Innocentia ubique tuta
E surentez e vez an den direbech e pep lec'h.
Inter arma silent leges
En amzer a vrezel eo mut al lezennoù.
Inter fæces et urinam nascimur
Etre kaoc'h ha troazh e vezomp ganet (Eosten Hippo).
Intra muros
E diabarzh ar mogerioù, pa gomzer eus mogerioù ur gêr gloz.

Ipso facto
Dre an ober-se end-eeun.
Ira furor brevis est
Ar gonnar zo follentez berrbad.
Irritare crabrones
Konnariñ ar sardon, a zo kement ha skeiñ eoul war an tan.
Is fecit, cui prodest
Eñ an hini en deus graet, an hini en deus splet. Evit gouzout piv en deus graet un torfed n'eus nemet klask gouzout piv a c'hounez diwarnañ.
Is pater est quem nuptiæ demonstrant
An tad eo an hini a zo diskouezet gant ar briedelezh. Kement-se a dalveze en un amzer ma ne gomzed ket a dad naturel.
Istos quos nova artificia docuit fames
Ar re o deus desket troioù dre o naon (Seneca ar Yaouankañ, [http://www.thelatinlibrary.com/sen/seneca.ep2.shtml Epistulae Morales ad Lucilium II, XV:7).
Ita vita
Evel-se emañ ar vuhez.
Ite missa est
Kit, echu eo an oferenn. Gerioù diwezhañ an oferenn latin. A vez da gompren gant ar gristenien : Kit, kaset oc'h dre ar bed da embann an Aviel.

Iunctis viribus
Gant nerzhioù unanet, unaniezh a ra nerzh.
Iurare in verba magistri
Touiñ dre c'herioù ar mestr.
Iuventus stultorum magister
Ar yaouankiz eo mestrez ar re sot.
Labor omnia vincit improbus
Al labour dalc'hus a zeu a-benn a bep tra.
Laborare est orare
Labourat zo pediñ. Abalamour da se eo e vez lakaet ar venec'h da labourat e manatioù zo.
Lapsus calami
Ramp ar raosklenn (ar raosklenn a skrived ganti, ha n'eo ket an hini a soned ganti, ar sirinks).
Lapsus linguæ
Ramp an teod, a lavarer lapsus hep mui alies.
Latet anguis in herba
An naer kuzhet er geot (Vergilius, Eclogues III.93) : un dañjer dic'hortoz a zeu war wel a-daol-trumm – evel trubarderezh ur falsvignon.
Laudate puerum
Meulit ar bugel.
Laudator temporis acti
Meuler oberoù an amzer gwechall. An den a zisplij dezhañ doareoù an amzer-vremañ hag a gav gwell re an amzer dremenet ; diwar Horatius, [Ars Poetica, 173].
Lectio brevior, potior
Seul verroc'h ar gentel, seul c'halloudusoc'h.
Lectio difficilior, potior
Seul ziaesoc'h ar gentel, seul c'halloudusoc'h.
Legitimatio per matrimonium subsequens
reizhwiriañ dre zimez diac'houde.
Levius fit patientia quidquid corrigere nefas;
Gant ar basianted e vez skañvoc'h kement tra n'haller ket reizhañ. Horatius.
Libri muti magistri sunt
Kelenerien vut eo al levrioù.
Lignum curvum numquam rectum
Ur skourr kromm ne vo biken eeun. Da vezañ tostaet ouzh  Aesoc'h eo plegañ plantenn / Evit n'eo displegañ gwezenn , meneget gant L. F. Sauvé, #488, pp.78-79.[9]
Loc. cit.
En hevelep lec'h ha meneget a-raok.
Locus medius tutus est
Diriskl eo al lec'h kreiz.
Longa est vita si plena est
Hir eo ar vuhez mard eo leun.
Longam esse duorum temporum, brevem unius etiam pueri sciunt
Zoken ar vugale a oar ez eus daou bred en hini a anver "hir", hag unan en hini a anver "berr" (Quintilius, Institutiones, IX, 4, 47 diwar-benn ar gwerzaouerezh latin). Gwelit Brevis in longo.

Macte animo ! Generose puer, sic itur ad astra
Nerzh-kalon ! Bugel hael, evel-se eo ez eer betek ar stered.
Magister dixit
Ar mestr en deus lavaret.
Magister meus asinus
Ma mestr zo un azen.
Magistra vitae philosophia
Ar brederouriezh eo kelennerez ar vuhez (Cicero, Tusculanae Disputationes, II.15).
Magna Carta Libertatum
Karta Veur ar Frankizoù, bet sinet gant Yann Dizouar d'ar 15 a viz Mezheven 1215 a-benn lakaat termen d'ur brezel-diabarzh bet kaset gant baroned Bro-Saoz.
Magna cum laude
Gant kalz a veuleudi.
Magna Europa est Patria Nostra
Europa Veur eo hor Mammvro. Sturienn dalc'hidi ar vroadelouriezh europat.
Magna Graecia
Gres Veur.
Magna pars
An darn vrasañ.
Magnae spes altera Romae
Eil goanag Roma(Vergilius, Aeneis XII:168).
Magni nominis umbra
Skeud un anv meur - En ur pezh-c'hoari latin, goude marv he breur Britannicus e lavar Octavia  ne choman war an Douar nemet evit bezañ skeud un anv meur [17].
Magnificat
Incipit Kantik ar Werc'hez en Aviel Lukaz 1:46, a zo Magnificat anima mea Dominum, "Ma ene a veura an Aotrou".
Magno cum gaudio
Gant levenez vras.
Magnum opus
Oberenn veur.
Magnus liber magnum malum
Ul levr bras zo un droug bras. Gwelloc'h eo berr ha sklaer eget hir ha brizh.
Major e longinquo reverentia
A bell ec'h estlammer gwell. Pa weler an dud a renk uhel a dost e weler ez int eveldomp.
Maiora premunt
Traoù brasoc'h zo mallus, poent bras eo ober war-dro traoù pouezusoc'h.
Maiores pennas nido
Divaskell brasoc'h eget an neizh (Horatius, Epistulae I, XX:21).
Mala fide
Feiz fall.
Mala fides superveniens non nocet
Ar feiz fall o tont war-lerc'h ne noaz ket. Er gwir, solius e chom ur gevrat bet sinet etre div gevrenn a feiz vat, zoken mar c'hoarvez gant an eil pe eben bezañ a feiz fall goude ar sinadur.
Mala herba cito crescit
Buan e kresk al louzoù fall. Aesoc'h eo ober ar fall eget ar mad.
Mala mala mala sunt bona
Mat eo an avaloù fall evit an droug dent.
Mala malus mala mala dat
Un avalenn fall a ro avaloù fall.
Mala quia vetita
Fall rak berzet (benel).
Mala sunt vicina bonis
Amezek d'an traoù mat eo an traoù fall (Ovidius, Remedia Amoris 323).
Mala tempora currunt sed peiora parantur
Amzerioù fall zo warnomp met gwashoc'h zo e gor (Cicero [?])[18].
Male captus bene detentus
Paket fall, dalc'het mat. Er gwir : pakadur dilezenn ur gwalloberour ne vir ket ez eo lezennel e vac'hadur.
Male parta, male dilabuntur
Ar pezh a zo bet gounezet e gaou zo kollet e gaou.
Mali corvi malum ovum
Da vran fall, vi fall.
Malitia supplet aetatem
An drougiezh a ra evit an oad . Er gwir : atebek e vez ur gwalloberour minor pa oar ez eo e-maez lezenn ar pezh emañ oc'h ober.
Malitiis non est indulgendum
Trugarez ebet d'an drougiezh.
Malo periculosam libertatem quam quietum servitium
Gwell eo din ar frankiz dañjerus eget ar sklaverezh peoc'hus. Meneget gant Jean-Jacques Rousseau, Du Contrat social, principes du droit politique, III-4 ha skrivet gant Thomas Jefferson en ul lizher da James Madison d'an 30 a viz Genver 1787.
Maluisses cloacas Augeae purgare
Gwelloc'h e vije bet deoc'h naetaat kanioù-skarzh Augeae (Seneca ar Yaouankañ, Apocolocyntosis divi Claudii, 7). Lod labourioù ret zo gwashoc'h eget kur vrudet Herakles.
Malum discordiae
Aval a zizunvaniezh. Draen-fuilh ; diwar an aval aour a voe roet da Afrodit gant Pâris, a gasas da Vrezel Troia.
Malum est mulier sed necessarium malum
Ur fall eo ar vaouez, hogen ur fall rekis.
Malum in se
Fall dre e natur. Un torfed malum in se zo anavezet e gwir an darn vuiañ eus ar broioù, evel ar muntr pe ar gwadorged.
Malum prohibitum
Fall dre lezenn eo an holl dorfedoù n'int ket malum in se.
Malum quo communius eo peius
Seul baotoc'h ur gwall, seul washoc'h.
Mandata principum
Kefridioù ar renerien. Lizheroù kaset gant an impalaerien da lod reizhaouerien evit reiñ an urzh dezho da ober un dra bennak da-geñver un emvod pe un afer a denn d'o c'harg.
Mandatum morte resolvitur
Da get ez a ar gefridi gant ar marv.
Manibus date lilia plenis
Roit lili a-zornadoù (Vergilius, Aeneis VI, 883).
Mantua me genuit, Calabri rapuere, tenet nunc Parthenope; cecini pascua rura duces
Mantova am ganas, Calabria am skrapas, Napoli am dalc'h bremañ ; kanet em eus ar peurvanoù, ar maezioù, an harozed. Bezskrivadur Vergilius.
Manu militari
Gant dorn an arme, dre nerzh ; heñvel ouzh Manus milites.
Manumissio
Frankizadur, lakaat ur sklav en e frankiz ; tri doare manumissio a oa :
manumissio per vindictam, "frankizadur dre ar wialenn", ma veze lakaet ar slav en e frankiz dre ziouer a zifenn digant e vestr dirak ul lezvarn ; en e frankiz e oa an den goude bout resevet un taol skañv a-berzh ar barner gant ur wialenn ;
manumissio censu, "frankizadur dre niveradur", ma veze lakaet ar sklav en e frankiz en abeg ma ne oa ket bet kontet da-geñver renabl sklaved e vestr ;
manussimo testamento, "frankizadur dre destamant", ma veze lakaet ar sklav en e frankiz dre destamant e vestr.
Manus celer dei
Dorn prim Doue.
Manus dei
Dorn Doue.
Manus manum lavat
An dorn a walc'h an dorn. E brezhoneg bemdez : An eil dorn a walc'h egile.
Manus milites
Gant dorn ar soudarded, da lavarout en un doare rust, dreist-holl pa vezer lakaet er-maez eus un ostaleri manu militari.
Manus multae, cor unum
Lies dornioù, ur galon hepken.
Mare clausum
Mor serr. Er gwir etrebroadel, ur mor pe forzh pe tachennad dour a zo bageadus, renet gant ur Stad ha berzet d'ar Stadoù all. Enebet ouzh Mare liberum.
Mare liberum
Mor frank. Dourioù etrebroadel, enebet ouzh Mare clausum.
Mare nostrum
Hon mor-ni, da lavaret eo diazad ar Mor Kreizdouar.
Margaritas ante porcos
Perlez dirak ar moc'h. A vez lavaret diwar-benn traoù brav diskouezet da dud dizesk.
Mater artium necessitas
Ar rekiz eo mamm an ampartiz.
Mater Dei
Mamm Doue.
Mater facit
Mamm er gra.
Mater familias
Mamm ar familh.
Mater semper certa, pater autem incertus vel pater numquam
Divarteze bepred e vez ar vamm, met diasur pe dianav e vez an tad.
Materia medica
Danvez mezegel, ar renabl eus perzhioù mezegel ur mil plantenn ha maen bennak, savet gant Pedanis Dioskoridês (~25 - ~90) dindan an talbenn Περὶ ὕλης ἰατρικῆς Peri hulês iatrikês, "A-zivout an danvez mezegel" ha troet e latin evel De Materia Medica e 1453.
Materiam superabat opus
Trec'h e oa al labour war an danvez (Ovidius, Metamorphoses II-2.5).
Matre pulchra filia pulchrior
Mamm genedus, merc'h kenedusoc'h (Horatius, Carmina I, XVI-1.
Matutina parum cautos iam frigora mordent
Rev ar beure a zant ar re zibreder (Horatius), Sermones II-6:45).
Maxima debetur puero reverentia
Ar brasañ azaouez zo dleet d'ar vugale (Juvenal, Saturae XIV-47).
Maximum ius est saepe maxima iniuria
Alies e vez ar reishañ ar flemmusañ. A-wechoù e vez diaes d'an den klevet ar wirionez diwar e benn.

Me vexat pede
Debron am eus em zroad, emaon war-nes argas an den-se hegasus a-daolioù troad.
Mea navis aëricumbens anguillis abundat
Ma aerrikler zo leun a silioù. Ur frazenn "latin" bet savet diwar The Dirty Hungarian Phrasebook ("An dastumad lous lavaredoù hungarek"), ur sketch gant Monty Python a ra goap eus distervez al levrioù-treiñ eus an eil yezh d'eben a vez gwerzhet d'an douristed er bed a-bezh.
Mea culpa
Dre ma faot, tennet eus ur bedenn gatolik e latin anvet Confiteor ("Anzav a ran").
Media vita in morte sumus
E kreiz ar vuhez emaomp er marv. Tennet eus ar skrid Liber Ymnorum (sic), bet kendastumet e 884 gant ar soner suis Nolker ar Besteod, Notcerus Balbulus e anv latin.
Medium certum
Asur eo an hent kreiz.
Medice, cura te ipsum
Mezeg, en em bare da-unan.
Medicus curat, natura sanat
Prederiañ a ra ar mezeg, pareañ a ra an natur. N'eo ket ar mezeg a zo kaoz pa wella d'ur c'hlañvour.
Medicus non accedat nisi vocatur
Ne zeu ket ar mezeg tre mar n'eo ket galvet. Unan eus reolennoù Hippokrates.
Medio tutissimus ibis
Dre hent ar c'hreiz ez i gant ar surentez vrasañ (Ovidius, Metamorphoses, II-137).
Mediolanum captum est
Paket eo Milano.
Mel in ore, verba lactis, fel in corde, fraus in factis
Mel er genoù, laezh er c'homzoù, bestl er galon ha flodoù en oberoù. Skrivet gant ur manac'h er Grennmazer diwar-benn un den pilpous.
Meliora
Gwell, liester nepreizh an anv-gwan melior. "War-du ar gwell bepred" eo an droidigezh a vez roet pa vez implijet evel ger-stur, evel gant University of Rochester e Rochester (New-York).
Melita, domi adsum
Karedig, er gêr emaon. Troidigezh ar frazenn saoznek Honey, I'm home gant ar fentigellour amerikan Henry Beard (*1945)[19].
Melius abundare quam deficere
Gwell eo re eget re nebeut.
Melius est reprehendant nos grammatici quam non intelligant populi
Gwelloc'h eo e vefemp karezet gant yezhadurourien eget ma ne vefemp ket komprenet gant ar poblañsoù. Pennabeg ar  brezhoneg beleg .
Melius re perpensa
(Goude) gwelloc'h priziadenn an dra e c'haller kemmañ ali diwar e benn.
Melius scitur Deus nesciendo
Gelloc'h ez anavezer Doue en diouiziegezh (Eosten Hippo, De Ordine II-16:44).
Melle litus gladius
Kleze melet (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum I-VIII-57).
Mellitum venenum, blanda oratio
Pistri melek, prezeg c'hwek. Disfiz zo da gaout diouzh an helavarded, rak ar wirionez n'he deus ket ezhomm a ginkladur.
Memento audere semper
Bez soñj da glask, bez soñj da grediñ ober bepred.
Memento homo, quia pulvis es et in pulverem reverteris
Dalc'h soñj, den, ez out poultrenn hag e tistroi de boultrenn (Testamant Kozh, Geneliezh III:19).
Memento mori
Bez soñj e varvi.
Memento quia pulvis es
Bez soñj ez out poultrenn/ludu.
Memento vivere
Bez soñj e rankez bevañ.
Meminerunt omnia amantes
An amourouzien o deus soñj eus pep tra.
Memores acti prudentes futuri
Emskiantek eus an oberoù, emouez eus an dazont. Neb a oar ar pezh a zo bet graet a c'hall rakwelet ar pezh a c'hoarvezo.
Memoria minuitur nisi eam exerceas
Gwanaat a ra an eñvor pa ne vez ket embreget.
Mens agitat molem
Ar spered a lusk an danvez (Vergilius, Aeneis VI-727)
Mens et manus
Ar spered hag an dorn. Sturienn ar Massassuchettes Institute of Technology (M.I.T.).
Mens rea
Spered an tamallad, evit deskrivañ stad spered ur gwalloberour da vare e dorfed.
Mens sana in corpore sano
Ur spered yac'h en ur c'horf yac'h (Juvenal, Saturae X:336).
Mentem sanctam, spontaneam, honorem Deo et Patriae liberationem
Spered santel, youlek, enor Doue ha dieubidigezh e vammvro.
Mero et mixto imperio
Gourc'hemenn glan ha mesket, a veze implijet gant un aotrou gladdalc'hel evit reiñ an holl c'halloudoù politikel ha lezvarnel d'ur gwaz dezhañ.
Metri causa
En abeg d'ar werzhaouriezh. Implijet evel digarez pa vez fall ur varzhoneg.
Minor esca maioris. Ar brasañ a zebr ar bihanañ.

Miles gloriosus
Ar soudard fogaser, anv ur gomedienn latin gant Plautus[20].
Minatur innocentibus qui parcit nocentibus
Neb a espern ar c'habluz a c'hordrouz an digabluz.
Minimum minimorum
Ar bihanañ eus ar re vihanañ.
Minor esca maioris.
Ar brasañ a zebr ar bihanañ.
Minus dixit lex quam voluit
Al lezenn he deus lavaret nebeutoc'h eget na venned.
Mirabile dictu
Souezhus da gontañ.
Mirabile visu
Souezhus da welout.
Miscerique probat populos et foedera iungi
Asantiñ a ra gant meskañ ar pobloù hag o c'hevreañ. Sturienn Trinidad ha Tobago[21].
Misera contribuens plebs
Ar werin baour hag a bae tailhoù. Atav e vez ar re baourañ bec'hiet gant an tailhoù. Deveret eo misera contribuens plebs eus Horatius, Sermones I-VIII-10, hag enskrivet eo bet e lezenn II, 1751 Parlamant Hungaria (Corpus Iusris Hungarici).
Misera est magni custodia census
Diaes-bras eo mirout ur binvidigezh vras (Juvenal, Saturae XIV-304).
Misera est servitus ubi ius est aut incognitum aut vagum
Diaes bras eo sentiñ el lec'h ma vez dianav pe diasur al lezenn.
Miserabile visu
Truezus da welout.
Miseremini, Musae
Ho pet truez, Muzezed. A vez lavaret dirak un oberenn arzel savet fall, ur varzhoneg peurgetket.
Miserere
Ho pet truez.
Miserere nobis
Ho pet truez ouzhimp
Missi dominici
(Tud) kaset gant an aotrou,  Missus dominicus  en unander ; kannaded ar galloud karolingat a zeue da evezhiañ derc'houezourien ar roue.
Missio Dei
Mision Doue. Hervez savboent an Iliz katolik roman ez eo ar misioniñ kefridi Doue, hag an Iliz eo benveg ar gefridi-se.
Missit me dominus
Ar mestr en deus ma c'haset.
Mittimus
Kas a reomp. El lezenn saoz, incipit al lizher a gas un tamallad d'ar vac'h, pe d'ul lezvarn all.

Mobilis in mobili
Monedus en (elfenn) monedus. Sturienn al lestr-spluj 'Nautilus e romant Jules Verne, Vingt mille lieues sous les mers ; an dour eo an elfenn vonedus, evel-just.
Modo frenis utamur modo stimulis
Gwech dre rañjennoù, gwech dre gentroù (Seneca ar Yaouankañ, [http://www.thelatinlibrary.com/sen/sen.ira2.shtml De Ira II, XXI:3). Gwech e ranker gorrekaat, gwech all e ranker buanaat.
Modus dicendi
An doare da lavarout.
Modus morons
Doare an diod. Lavared brizhlatin ("latin podoù")[22] savet diwar al latin modus, "doare" hag ar saozneg moron, "diod", evit ober goap eus an dud a ra ur fazi mantrus er poellata. Gwelit modus ponens ha modus tollens.
Modus operandi
An doare d'ober.
Modus ponens
Doare a ro da wir dre reiñ da wir. Poelloniezh : dre ar modus ponens e roer da wir an heuliad-mañ : mard empleg ul lavarenn A ul laverenn B, neuze ez eo B gwir mard eo A gwir.
Modus tollens
Doare a nac'h dre nac'hañ. Poelloniezh : dre ar modus tens e roer da wir an heuliad-mañ : mard empleg ul lavarenn A ul laverenn B, neuze ez eo B faos mard eo A faos.
Modus vivendi
An doare da vevañ. A vez implijet dreist-holl evit komz eus un doare emglev etre tud bet oc'h en em gannañ.
Monasterium sine libris est sicut civitas sine opibus
Ur manati dilevr zo evel ur geoded didra. Er romant Il nome de la rosa ("Anv ar rozenn") gant ar skrivagner italian Umberto Eco, bet embannet e 1980[23] emañ ar frazenn en he fezh :

Monasterium sine libris, est sicut civitas sine opibus, castrum sine numeris, coquina sine suppellectili, mensa sine cibis, hortus sine herbis, pratum sine floribus, arbor sine foliis.
"Ur manati dilevr zo evel ur geoded didra, ur c'hastell disoudard, ur gegin dilestr, un daol divoued, ul liorzh diblantenn, ur bradenn divleuñv, ur wezenn dizeil."

Monitoribus asper
Rebell ouzh ar c'huzulioù (Horatius, Ars Poetica, 163).
Monstrum vel prodigium
Euzhvil pe varzh. Er gwir roman, monstrum vel prodigium a lakae ur bugel nevez-vet distummet da dostoc'h d'ul loen eget d'un den.
Montani semper liberi
Atav e vez dishual ar venezidi. Ger-ardamez West Virginia.
Montis insignia calpe
Ardamezioù Menez Calpe, sturiad Gibraltar, a oa Montis Calpe da amzer ar Romaned.
More ferarum
Hervez boaz al loened ferv, diwar-benn an oberoù reizhel peurvuiañ.
More solito
Hervez ar boaz.
More uxorio
Hervez boaz ar briedelezh.
Moriamur pro rege nostro Maria Theresia
Marvomp evit hor roue Maria Theresia, a voe huchet e 1741 gant ur vodageg Hungariz e Wien pa c'houlennas Maria Theresia, arc'hdugez Aostria, he sikour a-c'houde aloubidigezh Silezia gant Frederig II Prusia e miz Kerzu 1740[24].
Morior invictus
Difaezh e varvan. Troet ivez dre "ar marv kent an drouziwezh".
Morituri nolumus mori
Ni hag a zo war-nes mervel ne fell ket dimp (mervel). Tennet eus The Last Hero ("An haroz diwezhañ"), ur romant gant Terry Pratchett.[25]
Morituri te salutant
Kevarc'h a-berzh ar re a zo o vont da vervel.
Mors acerba
Marv re abred (Cornelius Nepos, De viris illustribus, Cimon, IV).
Mors certa, hora incerta
Sur eo ar marv, diasur eo an eur.
Mors est ianua vitae
Dor ar vuhez eo ar marv.
Mors etiam non sufficit
Ar marv zoken n'eo ket a-walc'h.
Mors immatura
Marv rakkoulzek, evel hini Hektor enIlias.
Mors omnia solvit
Ar marv a zispenn pep tra.
Mors omnibus
Ar marv evit an holl.
Mors tua vita mea
Da varv-te eo ma buhez-me.
Mors vincit omnia
Ar marv zo trec'h war bep tra ; enebet ouzh Omnia vincit amor
Morte magis metuenda senectus
Ar gozhni a ranker doujañ kentoc'h eget ar marv.
Mortui vivos docent
Ar re varv a gelenn ar re vev. Dre ziskejañ korfoù-marv e komprener abegoù ar marv.
Mortuum flagellas
Emaoc'h o skourjezañ un den marv (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum), da lavaret eo : emaoc'h oc'h abegiñ un den hag ne ra forzh ebet eus ho parnadenn.
Mos Maiorum
Doareoù an hendadoù.
Motu proprio
Diwar e intrudu, da verkañ teulioù melestradurel a-berzh ar pab, pe embannet gant e asant.

Mundus vult decipi, ergo decipiatur
Ar bed a fell dezhañ bezañ desevet, ra vezo desevet.
Mulgere hircum
Goro ur bouc'h (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum). Un dra na c'haller ket ober.
Mulier est hominis confusio
Strafuilh ar gwaz eo ar vaouez (Geoffrey Chaucer, Canterbury Tales (1476), The Nun's Priest's Tale folio 314 verso, l. 16 & The Nun's Priest's Tale:20).
Multa fercula, multos morbos
Lies meuzioù, lies kleñvedoù.
Multa paucis
Kalz dre nebeut.
Multa renascentur quae iam cecidere
Niverus eo an dud a ranko bezañ ganet a-nevez hag int dall dija. Da gadarnaat ar feiz e dsorc'hidigezh ar re varv.
Multae manus onus levant
Meur a zoarn a skañva ar bec'h.
Multi sunt vocati, pauci vero electi
Kalz zo galvet, nebeud zo dibabet.
Multis e gentibus vires
Nerzh diwar meur a bobl. Sturienn Saskatchewan.
Multitudo sapientium sanitas orbis
Savete ar bed eo engroeziad ar furien.
Multo enim multoque se ipsum quam hostem superare operosius est
'Diaesoc'h a-galz eo bezañ trec'h war an-unan eget war un enebour. (Valerius Maximus, De dictis factisque memorabilibus IV, 1, 2)[26].
Multum in parvo
Kalz e nebeut. Implijet en egor, en amzer, hag evel ar brezhoneg  e berr gomzoù .
Multum, non multa
Kalz, ket lies. Gwelloc'h eo sipañ e spered war un dra hepken kentoc'h eget e stlabezañ a-dammoùigoù e-touez traoù niverus.
Mundae vestis electio adpetenda est homini
Dereat eo d'an den dibab dilhad eeun (Seneca ar Yaouankañ, Epistulae morales ad Lucilium XCII-12).
Mundus senescit
Koshaat a ra ar bed.
Mundus vult decipi, ergo decipiatur
Fellout a ra d'ar bed bezañ touellet, neuze ra vo touellet.[27]
Munit haec et altera vincit
Difenn a ra an eil, aloubiñ a ra egile. Ger-ardamez Skos Nevez.
Mutantur saecla animantium et quasi cursores vitai lampada tradunt
Kemmañ a ra rummadoù ar boudoù evel rederien pebeil o treuzkas ar flammerenn.
Mutatio libelli
Kemmadenn er c'hlemm (er gwir).
Mutatis mutandis
Dre m'eo bet kemmet ar pezh a oa da vezañ kemmet ; a-c'houde m'eo bet graet ar c'hemmadennoù rekis.
Navigare necesse est.
De toegangspoort van de vroegere Citadel van Gent

Nam lacrimis struit insidias, cum femina plorat
Pa leñv ar vaouez e stegn un antell gant he daeloù (Dyonisius Cato, Disticha Catonis III:20).
Natura abhorret a vacuo
Kasoni en deus an natur rak ar goullo.
Natura non facit saltus
An Natur ne ra ket lammmoù (Leibniz, en e Lezenn a gendalc'helezh).
Naturam expelles furca, tamen usque recurret
Argas an natur a-daolioù forc'h, d'ar pimperlamm e tistroio (Horatius, Epistulae I, X:24).
Navigare necesse est, vivere non est necesse
Merdeiñ zo ret, bevañ n'eo ket. Distaget gant Gnaeus Pompeius.

Nec caput, nec pedes habens
N'eus na penn na treid da gement-se ; n'eus ster ebet, « na penn na lost » da gement-se.
Nec Hercules contra plures
N'eus Herakles ebet ouzh an engroez.
Nec plus ultra
N'eus netra gwell. N'eus ket gwelloc'h, ar pep gwellañ eo.
Nec pluribus impar
N'eo ket par da veur a hini, sturienn ar roue gall Loeiz XIV), "hini" oc'h ober dave d'an heol.
Nec puero gladium
Kleze ebet d'ur paotrig.
Nemo auditur propriam turpidudinem allegans
Den na vo klevet o komz eus e vezh.
Nemo censetur ignorare legem
Den n'eo sañset dic'houzout al lezenn, ar pezh a dalvez, er gwir, n'eus den a gement a zo aotreet da vevañ e-maez al lezennoù.
Nemo judex in causa sua
Den (ne c'hall bezañ) barner en e afer dezhañ.
Neque ignorare medicum oportet quæ sit ægri natura
Arabat d'ar mezeg chom hep anaout petra eo natur (orin) ar c'hleñved.
Neque pessimus neque primus
Na gwashoc'h, na kentañ (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum, 4. 4. 22).

Nihil lacrima citius arescit
Netra ne sec'h buanoc'h eget un daeraouenn.
Nihil obstat
N'eus netra a yafe a-enep ; frazenn a ro aotre d'an Iliz katolik da embann ul levr relijiel.
Nil novi sub sole
Netra nevez dindan an heol.
Nil sine numini
(N'eus ) netra hep bolontez an doueed, a vez anavet dre an diouganoù.

Nocumentum documentum
Ur c'hloaz zo ur gentel.
Non bis in idem
Ket div wech en hevelep tra. Ne c'haller ket bezañ kondaonet div wech en abeg d'an hevelep torfed.
Non causa pro causa
Abeg ebet evit abeg. Lavarenn direizh er poellerezh : mar c'hoarvez an darvoudennoù A ha B war un dro e rank unan anezho bezañ abeg egile. Da skouer :  Kalz yaouankizoù a selaou sonerezh hard rock ; feuls eo ar sonerezh hard rock ; peogwir e vez selaouet hard rock gant kalz yaouankizoù e rank an holl yaouankizoù bezañ feuls. . Gwelit Post hoc, ergo propter hoc.
Noli me tangere
Na stok ket ouzhin. Distaget gant Jezuz, hervez ar Vulgata (Aviel Yann, 20:17).
Nomen est omen
Diougan eo an anv.
Non est otium servis
N'eus diskuizh ebet d'ar sklaved.
Non est vivere, sed valere vita est
Ar vuhez n'eo ket bevañ, hogen bezañ yac'h (Marcus Valerius Martialis, Epigrammaton, VI, 70:15). Hep ar yec'hed n'eo ket dav d'an den bevañ.
Non ficta fabula, sed vera historia
N'eo ket un istor faltaziet, un istor gwir eo.
Non fui, fui, non sum, non curo
Ne oan ket, bet on, n'on ket, ne ran forzh. Bezenskrivadur a gaver berraet e  NFFNSNC .
Non licet omnibus adire Corinthum
N'eus ket aotre d'an holl da vont da Gorintos. Korintos a oa brudet da vezañ ur gêr binvidik ma oa uhel koust ar vuhez en Henamzer, hag ezhomm a oa da gaout arc'hant da vevañ eno.
Non nobis domine, non nobis nomine sed tuo da gloriam
N'eo ket evidomp Aotrou, n'eo ket en hon anv deomp, met evit da c'hloar.
Non nova sed nove
Traoù n'int ket nevez, met en un doare nevez.
Non omnia possumus omnes
An holl n'hallont ket pep tra.
Non sequitur
Ne heuilh ket, da lavaret eo n'eo ket kempoell ar c'hendastum gant ar rakdivizoù.
Non scholæ, sed vitæ discimus
N'eo ket evit ar skol e teskomp, evit ar vuhez eo.
Non ut edam vivo, sed ut vivam edo
N'eo ket evit debriñ e vevan, evit bevañ e tebran.
Non vestimentum virum ornat, sed vir vestimentum
N'eo ket an dilhad a vrava an den, an den eo a vrava an dilhad.
Non vini vi no, sed vi no aquæ
N'eo ket abalamour d'ar gwin e neuian, abalamour d'an dour e neuian. C'hoari war ar gerioù.
Nondum amabam, et amare amabam, et secretiore indigentia oderam me minus indigentem
Ne garen ket c'hoazh, ha karout a raen karout ha dre un ezhomm kuzh em boa droug ouzhin peogwir ne'm boa ket ezhomm a-walc'h c'hoazh (Eosten Hippo, Confessiones III.1.1).
Nosce te ipsum
En em anavez. Troidigezh latin ar frazenn henc'hresianek γνώθι σεαυτόν "gnôthi seautón".
Nota bene
Notit mat, taolit evezh ; berraet alies dre N.B..
Novus ordo seclorum
Urzh nevez ar c'hantvedoù (diwar Vergilius, Eclogues IV:5), unan eus an tri ger-stur a zo war Siell Veur SUA.

Nulla dies sine linea
Deiz ebet hep (skrivañ) linenn ebet. Reolenn ar skrivagner.
Nulla est medicina sine lingua latina
N'eus ket a vezegiezh hep latin. Ret eo gouzout latin a-benn bezañ mezeg. Tud zo a gompren : didalvoud eo ul louzoù hep netra skrivet warnañ.
Nulla poena sine lege
Kastiz ebet hep lezenn. Arabat eo reiñ ur c'hastiz ha n'eo ket skrivet el lezenn.
Nulla regula sine exceptione
N'eus reolenn hep he nemedenn.
Nulla res tam necessaria est quam medicina
N'eus mann ken ret hag ar vezegiezh.
Nulla rosa sine spinis
N'eus rozenn dizraen ebet.
Nullum gratuitum prandium
N'eus pred digoust ebet.
Nullum malum impunitum
N'eus gwallober digastiz ebet.
Nunc est bibendum
Bremañ emañ evañ, da lavaret eo "evañ zo ret bremañ" (Horatius, Carmina I, XXXVII:1). Nunc est bibendum, nunc pede libero pulsanda tellus "evañ zo ret bremañ, skeiñ an douar gant un troad skañv eo bremañ" eo ar bomm en e bezh, ma c'halv Horatius da evañ ha da zañsal a-c'houde marv Kleopatra. Troet eo bet gant Horatius ur werzenn henc'hresianek gant Alkaios, Νῦν χρῆ μεθύσθην Nyn chrê methysthēn "Bremañ eo e ranker mezviñ" a-c'houde marv Myrsilus[28].
Amor Vincit Omnia, gant Caravaggio.
Op. cit.
O tempora, o mores
A amzer, a zoareoù, da lavaret eo "pebezh mare ! pebezh doareoù !" Cicero (Orationes in Catilinam 1.2).
Ob solum punctum caruit Martinus Asello
En abeg d'ur pik e voe kollet Asello gant Martinus. Gwelit Uno pro puncto caruit Martinus Asello.
Oculi plus vident quam oculus
Meur a lagad a wel gwell eget unan.
Oculos habent et non videbunt
Daoulagad o deus ha gwelout ne reont ket.
Oderint, dum metuant
Ra vagint kasoni (ouzhin), gant ma toujint ac'hanon.
Omne ignotum pro magnifico[29]
Kement tra dianav a gaver bras. Meneget gant Sherlock Holmes.
Omne ignotum pro terribili
Spontus eo an holl zañjerioù dianav.
Omnes homines sibi sanitatem cupiunt, sæpe autem omnia, quæ valetudini contraria sunt, faciunt
An holl dud a c'hoanta yec'hed dezho, met alies e reont kontrol dezhañ.
Omnes vulnerant, ultima necat
An holl (eurioù) a c'hloaz, an diwezhañ a lazh. A weler war an horolajoù.
Omnia mecum porto mea
Ma holl vadoù a zougan ganin. Bias Priene, unan eus seizh den fur Henc'hres, a oa o tec'hel a-zirak alouberien pa voe harzet gant tud a oa souezhet ouzh e welet o vont hep an disterañ mad gantañ ; respont a reas Bias e oa e holl vadoù gantañ koulskoude : an eeunder, an onestiz hag ar vertuz (Cicero, Paradoxa stoicorum I, 8.
Omnia mutantur, nihil interit
Pep tra a gemm, netra ne varv (Ovidius, Metamorphoses XV:165.
Omnia vincit amor
Ar garantez a deu a-benn eus pep tra (Vergilius, Eclogues X:69). A c'hall bezañ lavaret ivez Amor Vincit Omnia, anv ul livadur gant Caravaggio.
Omnibus viis Romam pervenitur
Da Roma e kas an holl hentoù.
Omnis homo mendax
Pep den zo gaouiat
Omnium artium medicina nobilissima est
A-douez an holl arzoù, ar vezegiezh eo an hini noblañ.
Optima medicina temperantia est
Ar gerreizhded eo ar vezekniezh wellañ.
Optimum medicamentum quies est
Ar gwellañ louzoù eo an diskuizh.
Optimus magister bonus liber
Ul levr mat eo ar gwellañ kelenner.
Ora et labora
Ped ha labour. Ger-stur ar venec'h.
Oratores, bellatores, laboratores
Pedereien, brezelerien, labourerien ; ar gloer, ar soudarded, ar gouerien : teir stad pep kevredigezh, hervez an abad Ælfric of Eynsham (c. 955c.1010)

Panem et circenses
Bara ha c'hoarioù (Juvenal, Saturae X:81).
Pauci sed boni
Nebeut, hogen mat.
Pax melior est quam iustissimum bellum
Gwelloc'h eo ar peoc'h eget ar reishañ brezel.

Par tibi, Roma, nihil
Par dit, Roma, n'eus ket.
Pecunia non olet
Dic'hwezh eo an arc'hant (Vespasianus).
Per aequa et iniqua
Dre reizh ha direizh, da lavaret eo "ne vern ar priz" (Cicero).[30]
Per aspera ad astra
Dre hentoù serzh trema ar stered ; heñvel ouzh « Ad augusta per angusta ».
Per inania regna
E rouantelezh ar skeudoù.
Per scientiam ad salutem ægroti
Dre ar skiant e tremen yec'hed ar c'hlañvour.
Perinde ac cadaver
Evel ur c'horf marv.
Persona non grata
Den ha n'eo ket c'hoantaet. A vez lavaret diwar-benn un den ha ne garfed ket gwelout en ul lec'h, abalamour d'ar pezh en deus graet pe lavaret, pe a virer outañ da vont en ul lec'h.

Plenus venter non studet libenter
Ur stomog leun ne studi ket a-youl-vat.
Plures crapula quam gladius perdidit
Ar vezventi he deus kaset da goll muioc'h a dud eget ar c'hleze.

Post acerba prudenter
Goude ar c'hwervoni, an evezh. Ret eo ober pe dibab gant evezh, da heul ur walldro.
Post bellum auxilium
Goude ar brezel, ar skoazell.
Post cenam non stare sed mille passus meare
Na chom ket goude koan, met kerzh da stranañ mil kammed.
Post Cristum natum
Goude ganedigezh Jezuz-Krist. Berradurioù : P.C.N., p.Chr.n. Gwelit Ante Christum natum.
Post hoc, ergo propter hoc
Goude se, neuze dre se. Lavarenn direizh er poellerezh : mar c'hoarvez an darvoudenn A kent an darvoudenn B e rank A bezañ abeg B. Da skouer :  Gwelloc'h e oa ar c'hlañvad goude pedenn ar beleg, neuze ec'h eo bet pareet ar c'hlañvad gant ar beleg. . Gwelit Non causa pro causa.
Post hoc non est propter hoc
Goude an dra-se, met n'eo ket abalamour d'an dra-se.
Post ludos ad seria
Goude ar c'hoarioù, d'an traoù sirius.
Post mortem nihil est
Goude ar marv n'eus mann.
Post nubila Phoebus
Goude ar c'houmoul, an heol. Doue an Heol e oa Phoebus Apollo.
Post prandium
Goude merenn.
Post proelium praemium
Goude an emgann, ar garedon.
Post scriptum
Skrivet war-lerc'h ; berraet alies dre P.S. ha troet goude-skrid a wezhoù.
Post spinas palma
Goude an drein, ar balmezenn. Arouez an trec'h eo ar balmezenn.
Potius mori quam foedari
Kentoc'h mervel eget bezañ saotret ; ger-stur Breizh eo.

Pro bono publico
Evit ar mad foran. Ur raktres pro bono publico eo Wikimedia ha Wikipedia.
Præsente medico nihil nocet
Pa vez ar mezeg ne c'hoarvez droug ebet.
Prævenire melius est quam præveniri
Gwell eo diaraogiñ eget bezañ diaraoget.
Primordia cuncta pavida sunt
Spontus e vez an holl gentaoù.
Primum non nocere
Da gentañ chom hep ober noaz, sturienn ar vezegiezh.
Primum vivere, deinde philosophari
Da gentañ bevañ, goude prederiañ.
Primus inter pares
An hini kentañ e-touez tud par. Evit deskrivañ penn ur strollad n'en deus beli ebet war izili all ar strollad. Gwelit Unus inter pares.
Provocatio ad populum
Galv d'ar bobl evit terriñ ur barn d'ar marv, a droas da Appellatio ad Caesarem en Impalaeriezh roman.
Publica fama non semper vana
Brud foran ne vez ket atav goullo.
Quæ sunt Cæsaris, Cæsari
An traoù zo da Caesar zo da reiñ da Gaesar
Qualis artifex pereo !
Pebezh arzour a varv pa varvan ! Lavaret gant an impalaer Nero pa oa o vervel, hervez Suetonius, Vita Neronis XLIX:1.
Qualis pater, talis filius
Hevelep tad, hevelep mab.  Mab e dad eo Kadiou .
Quando cadet Roma, cadet et mundus
Mar kouezh Roma e kouezh ar bed ivez.
Quantum debeatur
Pegement an dle. Implijet er gwir evit termeniñ talvoudegezh an digoll a zo dleet d'ur gaou. Gwelit 'An debeatur.
Qui nescit dissimulare, nescit regnare
Neb na oar ket kuzhat ne oar ket ren.
Qui rogat, non errat
Neb a c'houlenn, ne fazi ket.
Qui scribit, bis legit
Neb a skriv a lenn div wech. Lavar da zeskiñ d'ar studierien labourat.
Qui tacet, consentire videtur ubi loqui debuit ac potuit
Neb a dav a seblant asantiñ pa zlee bezañ komzet ha pa c'halle. (Bonifas VIII, Liber Sextus Decretalium V, XII.43 - Builh Sacrosanctae, 3 a viz Meurzh 1298)[31].
Quia nominor leo
Peogwir eo "leon" ma anv.
Quibus sunt verba sine penu et pecunia
A zo komzerien divoued ha diarc'hant. Plautus, en e bezh-c'hoari Captivi, III.1, 472, a-zivout annezidi Sparta.
Quid pro quo
Un dra bennak evit un dra bennak. Er Grennamzer, evit komz eus ur fazi en apotikerezh, ul louzoù e-lec'h unan all.
Quidquid agis, prudenter agas, et respice finem
N'oufes pe rafes, gra gant evezh, ha sell ouzh an diwezh gant evezh (Aisopos, fablenn "Al louarn hag ar bouc'h").
Quidquid discis, tibi discis
Evidout-te e teskez kement tra a zeskez.
Quis custodiet ipsos custodes ?
Piv a ziwallo an diwallerien ? (Juvenal, Saturae VI:347-348).
Quo fata ferunt
War hentoù an tonkad. Ger-ardamez Bermuda.
Quod erat demonstrandum
Ar pezh a oa ret anataat. Berraet alies dre Q.E.D..
Quod licet Iovis, non licet bovis
Ar pezh a zo aotreet da Yaou n'eo ket aotreet d'ar saout. Kemm-digemm e vez al lezenn alies, hervez dere an den. Gwalldro Io, serc'h Yaou, eo dave al lavared latin.
Quod medicina aliis, aliis est acre venenum
Ar pezh a zo ur remed evit lod zo ur pistri taer evit lod all.
Quod vinculum amoris esse debebat seditionis atque odi causa est, idem velle
Evel-se, youl an holl hag a rankfe bezañ ul liamm a garantez a zegas dizemglev ha kasoni (Seneca ar Yaouankañ, De Ira III, 34-2).
Quo usque tandem abutere, Catilina, patientia nostra?
Betek pegoulz, Catilina, e ri re gant hor pasianted ? (Cicero, In Catilinam, I-1).
Quot homines, tot sententiæ
Kement a dud, kement a alioù (Terentius, Afri Phormio II-454).
Rara avis
Al labous dibaot o talvezout un den ma n'eus kalz dioutañ e-keñver e varregezh.
Rarum carum
Prizius eo an dra rouez.
Rarus fidus amicus
Rouez eo ar mignon feal.
Reddite ergo quæ sunt Cæsaris Cæsari et quæ sunt Dei Deo
Daskorit eta da Gaezar ar pezh a zo da Gaezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Aviel Mazhe 22:21, Aviel Mark 12:17 hag Aviel Lukaz 20:25[32].
Reductio ad absurdum
Kas da ziskiantegezh, da lavarout eo prouiñ dre arguzennoù diskiant ; doare poellata a lakaer da vont en-dro pa groger da lakaat da wir ar c'hontrol eus ar pezh a glasker prouiñ. Gwelout : ab absurdo.
Rem acu tetigisti
An dra begek hoc'h eus stoket outañ (diwar Plautus, Rudens V.ii:1306). A vez lavaret pa vez divinet un dra bennak ; e brezhoneg : Deuet eo ganit !.
Repetitio est mater memoriae
An adlavarout eo mamm an eñvor.
Repetitio est mater studiorum
An adlavarout eo mamm ar studioù.
Requiescat in pace
Ra ziskuizho e peoc'h; berraet dre R.I.P. peurliesañ.
Res judicata pro veritate habetur
Tra barnet zo gwirionez; reolenn eus ar gwir : ur varnedigezh embannet zo evel un dra prouet.
Res nullius
Tra da zen ebet ; a vez lavaret pa ne vez perc'henn ebet d'un dra bennak. An douar n'eo ket ur res nullius gwech ebet.
Res, non verba
An dra, ha n'eo ket gerioù ; a vez lavaret pa weler eo deuet ar poent da ober, ha n'eo ket a-walc'h chom da gaozeal. Ar memes spered a gaver er c'hrennlavar flemmus brezhonek  Teod hir, dorn berr .
Respice finem
Bez soñj er finvezh ; damheñvel ouzh Memento mori.
Retro Satana !
Gwelout : Vade retro Satana.
Risus abundat in ore stultorum.
Paot ar c'hoarzh war c'henoù ar re sot.
Rixa rixae causa est
Un tabut zo abeg d'unan all.
Roma aeterna
Peurbad eo Roma.
Roma caput mundi
Penn ar bed eo Roma.
Roma quanta fuit, ipsa ruina docet
Ar c'halloudegezh hag a voe hini Roma, zoken he dismantroù he c'helenn.
Rus in Urbe
Maezioù er Gêr[33].
Sæpe morborum gravium exitus incerti sunt
Alies e vez diasur disoc'h ar c'hleñvedoù grevus.
Salus populi suprema lex
Savete ar bobl eo al lezenn uhelañ (Cicero, De legibus III, III, 8). Ger-ardamez Missouri.
Sapere aude
Kred gouzout. Ger-stur Kantved ar Sklêrijenn hervez Immanuel Kant[34].
Sapientia est potentia
Furnez zo galloud.
Satis eloquentiae, sapientiae parum
Kalz helavarded, nebeut a furnez (Caius Sallustus Crispus, Bellum Catilinae V:4).
Scientia potentia est
Gouiziegezh zo galloud.
Semel malus, semper malus
Fall ur wech, fall bepred.
Semper fidelis
Feal bepred, sturienn ar soudarded US Marines.
Semper odoriferis proxima spina rosis
Atav e vez an draenenn tost d'ar roz frondus.
Senatus Populusque Romanus
Ar Sened hag ar Bobl Roman  ; berraet dre S.P.Q.R.[35].
Serum auxilium post proelium.
Diwezhat eo ar skoazell goude an emgann.
Serum est post facta consilium
Diwezhat eo ar c'huzul goude an ober.
Si napo leo viveret, hominem non esset
Mar bevje al leon diwar irvin ne zebrje ket tud.
Si non nova, saltem nove
Mar n'eo ket traoù nevez, nevez eo an doare (da nebeutañ).
Si satis est, multum est
Mard eo a-walc'h, kalz eo (Seneca ar Yaouankañ, Consolatio ad Marciam XXI).
Si tacuisses, philosophus mansisses
Mar bijes tavet, e vijes chomet prederour.
Si vis pacem, para bellum
Mard eo ar peoc'h a vennez, prient ar brezel.
Si vis pacem, para iustitiam
Mard eo ar peoc'h a vennez, prient ar justis.
Sic
Evel-se emañ. Implijet alies en embannadurioù pa glasker sachañ evezh al lenner war an doare ma'z eo skrivet ar ger, dic'hortoz pe fazius, da ziskouez n'eus vi-koukoug ebet er skrid evel m'emañ.
Sic cuncta caduca
Evel-se e vez distabil pep tra.
Sic et simpliciter
Evel-se emañ, ken plaen ha tra.
Sic luceat lux
Ra splanno ar gouloù evel-se.
Sic semper tyrannis
Evel-se bepred d'an diranted. Ger-ardamez Virginia.
Sic transit gloria mundi
Evel-se e tremen gloar ar bed ; bomm lavaret d'ar pab nevez da zegas da soñj dezhañ ec'h eo berrbad ar gloar ha bresk ar galloud.
Silentii tutum praemium
Asur eo garedon an tav. Mar gall an den tevel n'en devo ket da gaout keuz a-c'houde e gomzoù.
Similia similibus curantur
Dre ar seurt e pareer ar seurt. Pennaenn an homeopatiezh eo.
Sine amico visceratio leonis ac lupi vita est
Debriñ kig hep mignon zo buhez ul leon pe ur bleiz. Da lavar Epikuros, hervez Seneca ar Yaouankañ, Epistularum moralium ad Lucilium – Levrenn II : XIX-10
Sine anno et loco
Hep ar bloaz nag al lec'h (skrivet warnañ). Levrioù kozh zo ha ne vez ket meneget kement-se warne.
Sine die
Hep deiz. Hep resisaat pegoulz.
Sine labore non erit panis in ore
Hep labour ne vo ket a vara ez kenoù, a c'haller treiñ ivez evel-henn : Gant da zaouarn ez kodelloù ne lakai ket bara ez kenoù.
Solem lucerna non ostenderent
Ne ziskouezer ket an heol gant ul letern.
Soli sol soli
An heol hepken.
Spes salutis
Goanag ar savete.
Spoliatis arma supersunt
An armoù a chom da neb a zo dibourc'het. Ger-stur Emanuele Filiberto Umberto Reza Ciro René Maria di Savoia, dug Savoia, priñs Venezia ha priñs Piemonte.
sqq.
berradur eus sequunturque, « hag ar re da heul » en un dave, da skouer : "pajenn 123 sqq.".
Stat sua cuique dies
Da bep unan e zedevezh dezhañ.
Statu quo
Gwelit : In statu quo ante.
Statu quo ante bellum
Evel ma oa an traoù kent ar brezel. A vez implijet pa n'eus c'hoarvezet kemmadenn ebet a-c'houde ur brezel.
Stricto sensu
Er ster strizh.
Stultorum infinitus est numerus
Dreistkont eo niver an dioded (Ar Bibl, Eklesiastes I:15)
Stupete, gentes
Bezit souezhet, tudoù. Kentañ gerioù ur meulgan evit Gouel Maria ar Gouloù gant Jean de Santeul (1630-1697).
Substine et abstine
Gouzañv hag en em vir. Ger-stur ar stoikourien.
Substructiones insanae
Danenframmoù diskiant. Lavared bet ijinet gant ar skrivagner saoz Robert Burton (1577-1640) en e Anatomy of Melancholy '1621) evit deskrivañ emzalc'h an uhelidi a glask staliañ o domani war un dachenn dre lakaat sevel kastilli hollgaer, daoust d'ar c'houst o rivinañ alies[36].,[30]
Sui generis
Eus e seurt-eñ. Er gwir e lakaer da sui generis ur blegenn na c'haller ket renkañ e rummad pe rummad ; ret eo neuze krouiñ skridoù arbennik nevez.
Summa cum laude
Gant ar brasañ enor. Enorusañ meneg a c'heller kaout gant un diplom er skolioù-meur.
Summum ius, summa iniuria
Reizh uhelañ, direizhder uhelañ (Cicero, De Officiis I, 33). Dre ar reober gant ar gwir e teu an direizhder.
Sunt mala quae libas, ipse venenum bibas
Fall eo ar pezh a brofez, ev da bistri, a zo berraet dre S.M.Q.L.I.V.B. war medalenn sant Benead, goude V.R.S.N.S.M.V., Vade retro Satana, Numquam Suade Mihi Vana, "Tec'h alese, Satan, na 'm tempt morse dre ar vended".
Supremumque 'vale'
Un 'adeo' diwezhañ distaget gant Orfeüs pa goll Euridike en eil tro eus (Ovidius, Metamorphoses X:62), Ne vez ket aes d'an dud ober ur supremumque 'vale' d'ar bed-mañ.
Sursum corda !
Savit, kalonoù !. A vez lavaret da reiñ nerzh-kalon.
Sutor, ne supra crepidam
« D'ar c'here d'ober war-dro e votoù, pe …da sevel ar c'haoz war e votoù nemetken. Da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez. »[37]
Suum cuique
Da bep unan e hini (Cicero, [http://www.thelatinlibrary.com/cicero/nd3.shtml#8 De Natura deorum III, 38), da lavaret eo da bep den hervez e zellidoù ; Nam iustitia, quae suum cuique distribuit, quid pertinet ad deos "Evit a sell ouzh ar justis, a zo da bep unan e hini, ar pezh a zo e kerz an doueed eo ar frazenn glok. Bez' emañ ivez Suum cuique tribuere, "reiñ da bep unan e hini", a zo kenster gant 'Unicuique suum.
Tarde venientibus ossa
D'ar re degouezhet diwezhat, an eskern ; a vez lavaret d'ar re a zegouezh diwezhat ouzh taol, pe e diwezh un abadenn pe un emgann.
Tempora mutantur nos et mutamur in illis
Kemmañ a ra an amzerioù, ha kemmañ a reomp ganto. Bomm eus hanterenn gentañ ar XVvet kantved}, deveret eus Omnia mutantur, nihil interit "pep tra a gemm, netra ne varv" gant Ovidius, Metamorphoses XV:165.
Tempori servire
En em ober diouzh an degouezhioù.
Ter
Teir gwech.
Terminus
Diwezh.
Testis unus, testis nullus
Un test hepken, test ebet. Un test hepken ne dalv ket dirak al lez-varn ,rak n'eo ket a-walc'h.
Timeo Danaos et dona ferentes
Aon am eus rak ar C'hresianed ha pa vefent o tegas profoù.
Timeo hominem unius libri
Aon am bez rak den ul levr hepken ; an den na gred nemet en ul levr (hini e relijion peurvuiañ) a zo dañjerus.
Titulus crucis
Talbenn ar groaz. Anv latin ar skritellig koad a voe lakaet war kroaz Jezuz Nazaret diwar urzh Pontius Pilatus, hervez Aviel Yann 19:19 ; un tamm anezhi zo war ziskouez e Basilica Sanctae Crucis in Hierusalem e Roma abaoe 1492. Gwelit I.N.R.I..
Tres faciunt collegium
Tri a ra ur strollad. Tri eo an niver bihanañ a dud a zo rekis evit sevel un aozadur.
Marv Caesar, livet gant Vincenzo Camuccini.
Tu quoque, mi fili
Te ivez, ma mab ! Gerioù lavaret gant Julius Caesar pa oa o vervel, d'e vab Brutus en devoa kontellataet anezhañ. E gwirionez en doa distaget ar frazenn-se en henc'hresianeg.

Uberrima fides
Fonnusañ feiz, kreñvoc'h c'hoazh eget bona fide ; enebet ouzh caveat emptor. Skrivet uberrimae fidei a-wechoù, en dro-c'henel eta.
Ubi amici ibidem opes
El lec'h m'emañ ar vignoned emañ an nerzh.
Ubi amor, ibi dolor
El lec'h ma vez karantez e vez poan.
Ubi bene, ibi patria
El lec'h ma vez an den en e vleud, eno emañ e vammvro.
Ubi commoda, ibi incommoda
An doueez Concordia, war kein ur pezh.
Ubi concordia, ibi victoria
El lec'h m'emañ Concordia e vez an trec'h, Concordia o talvezout kement ha "kenemglev".
Ubi deficiunt equi, trottant aselli
El lec'h ma n'eus ket a-walc'h a gezeg e trot ezenigoù.
Ubi dubium, ibi libertas
El lec'h m'emañ an arvar emañ ar frankiz.
Ubi eadem legis ratio, ibi eadem legis dispositio
El lec'h m'emañ an hevelep abeg d'al lezenn e vez an hevelep talvoudegezh d'al lezenn.
Ubi est, mors, victoria tua ?
Marv, pelec'h emañ da drec'h ?
Ubi feuda, ibi demania
El lec'h m'emañ ar glad emañ an domani. Pennaenn ar c'hladdalc'helezh.
Ubi fumus, ibi ignis
El lec'h m'emañ ar moged emañ an tan.  Dibaot siminal a voged / Anez na ve tan en oaled .
Ubi lex non distinguit, nec nos distinguere debemus
El lec'h ma ne ziforc'h ket al lezenn, arabat eo diforc'hañ.
Ubi lex voluit dixit, ubi noluit tacuit
El lec'h ma vennas al lezenn e lavaras, el lec'h ma ne vennas ket e tavas. Pa fell d'al lezennourien plediñ gant ur gudenn e reont ul lezenn, pa ne fell ket dezho ne reont ket, da lavaret eo ez eo arabat klask mont dreist ar pezh a zo skrivet el lezenn ha dezastum traoù na oant ket mennet gant al lezennerien.
Ubi maior minor cessat
Kodianañ a ra ar gwan dirak ar c'hreñv.
Ubi mel ibi apes
El lec'h ma 'z eus mel ez eus gwenan.
Ubi ordo, ibi pax et decor; ubi pax et decor, ibi laetitia
El lec'h ma'z eus urzh ez eus peoc'h ha kened ; el lec'h ma'z eus peoc'h ha kened ez eus levenez. Lavaret gant Benito Mussolini en ur brezegenn e Scala Milano d'an 28 a viz Here 1928.
Ubi periculum
El lec'h (m'emañ an) dañjer. Anv ur builh bet embannet gant ar pab Gregor X d'ar 7 a viz Gouere 1274 ma stalias ar sened -kardinaled evel doare nemetañ da zibab ur pab[38].
Ubi plura nitent in carmine, non ego paucis offendi maculis
El lec'h ma'z eus kened en ur varzhoneg, n'on ket dismegañset gant un nebeud tarchoù.
Ubi societas, ibi ius
El lec'h m'emañ ar gevredigezh emañ ar gwir. N'eus kevredigezh ebet hep lezennoù pe reolennoù.
Ubi solitudinem faciunt, pacem appellant
El lec'h m'o deus graet un dezerzh o deus lavaret e oa ar peoc'h.
Ubi sunt qui ante nos fuerunt?
Pelec'h emañ ar re a zo bet en hor raok ?. Anv ur varzhoneg [krennsaozneg|krennsaonek] savet gant un aozer(ez) dianav war-dro 1275[39]. Diwar ar skouer-se e voe ul uskad barzhoniezh a voe anvet ubi sunt, ar barzh gall François Villon (1431-1463) o vezañ ur skouer anezhañ gant Ballade des dames du temps jadis.
Ubi tu Gaius, ibi ego Gaia
El lec'h ma vi Gaius, e vin Gaia. Bomm da zisklêriañ fealded etre ar priedoù roman da zeiz an eured. Gaia eo an douar, hag a ro he frouezh.
Ultima ratio regum war ur c'hanol

Ultima cave
Douj d'an hini ziwezhañ, oc'h ober dave d'an eur war un horolaj.
Ultima ratio regum
Diwezhañ arguzenn ar rouaned eo an nerzh. Ger-stur war ar c'hanolioù gall, diwar urzh ar C'hardinal Armand Jean du Plessis de Richelieu.
Ultra posse nemo obligatur
N'eo an dic'hallus rekis da zen.
Ultra vires
Dreist ar galloudoù.
Ulula cum lupis, cum quibus esse cupis
Neb a vez gant bleizi a zesko yudal ganto.

Umbram facere alicui rei
Bannañ ur skeud war (un dra bennak, un den bennak), da lavaret eo e vougañ.
Umbram suam metuere
Kaout aon rak e skeud.

Una hirundo non facit ver
Ur wennili ne ra ket an hañv. Un darvoudenn vat ne dalvez ket e vo mat an holl zarvoudennoù heñvel a c'hoarvezo war he lerc'h.
Una nota super la, semper est canendum fa
Un notenn a-us la a vez bepred kanet fa' ; reolenn Michael Praetorius (1614) da geñver ar muzadurioù er sonerezh.
Una res est in obligatione, duae autem in solutione
Un dra zo en endalc'h, tra ma 'z eus daou er fruzidigezh. Er gwir : un amveziad zo evit skoulmañ ar gevrat, daou avat zo ret evit he diskoulmañ.
Una salus victis, nullam sperare salutem
Ur c'hoanag hepken d'ar gollerien, na c'hoanagiñ savete ebet.
Una tantum
Unan hepken. Implijet a-zivout un dra na c'hoarvez nemet ur wech, evel un taos nemedel.
Unguibus et rostro
Gant an ivinoù hag ar pigos. En em zifenn unguibus et rostro, gant nerzh hag a-zevri. Ger-ardamez kêr Avinhon.
Unicuique suum
Da bep unan e hini. Gwelit Suum cuique.
Unitas virtute
An unaniezh a ra an nerzh.
Universalia sunt nomina post rem
Anvioù goude an traezoù eo an hollegoù, "ur prezeg stummet goude ar skiant-prenet eo an hollegoù" ; da skouer : deuet eo meizad an "denelezh" a-c'houde ma 'z eus bet tud war an Douar, hag an traezoù hepken zo gwirvoudel. Er Grennamzer, arguzenn bennañ an usvedoniourien nominalour en enep da hini ar wirvoudelourien.
Universalia sunt realia ante rem
Beziadoù kent an traezoù eo an hollegoù, "gwirvoudeloc'h eget an traezoù eo ar meizadoù, ha bez' e oa anezho kent an traezoù ; da skouer : a-viskoazh ez eus bet eus meizad an "denelezh", zoken pa ne oa den ebet war an douar. Er Grennamzer, arguzenn an usvedoniourien wirvoudelour en enep da hini an nominalourien.
Uno pro puncto caruit Martinus Asello (Ob solum punctum caruit Martinus Asello)
En abeg d'ur pik e voe kollet Asello Martinus gant Martinus. Martinus, a oa abad Asello er XVIvet kantved, a c'horchemennas ma vije skrivet Porta patens esto. Nulli claudatur honesto, da lavaret eo "Digor e chom an nor. Ne vo serr da zen onest ebet". Siwazh, dre fazi e voe engravet ar frazenn Porta patens esto nulli. Claudatur honesto, ar pezh a dalvez "An nor ne chom ket digor da zen. Serr eo d'an den onest". Dre zilec'hiadur ar pik e voe an abati kontrol d'ar garitez kristen eta, ha diskarget e voe Martinus eus an abati. Gant e warlerc'hiad e voe lakaet reizhañ ar fazi, hag ouzhpennañ ar frazenn Uno pro puncto caruit Martinus Asello. Lod istorourien a lavar e voe ouzhpennet Ob solum punctum caruit Martinus Asello, a zo kenster.
Unum castigabis, centum emendabis
Mar kastizez unan e reizhi kant. Arabat kastizañ an holl fazioù nag an holl fazierien.
Unus inter pares
Unan e-touez tud par. Evit deskrivañ ezel ur strollad. Gwelit Primus inter pares.
Unus lanius non timet multas oves
Ur c'higer n'en devez ket aon rak an deñved niverus.
Unus omnium parens mundus est
Ar bed eo tad nemetañ an holl (Seneca ar Yaouankañ, De Beneficiis III, 28).
Unus pro omnibus, omnes pro uno
Unan evit an holl, an holl evit unan. Lavar-stur Suis.
Unus testis, nullus testis
Un test, test ebet. Ne vez mui implijet er gwir ; an istorourien avat en implij evit lavaret e sav ur gudenn pa vez un andon hepken.

Urbi et orbi
D'ar Gêr ha d'ar bed. Roma eo ar gêr ; a vez lavaret diwar-benn embannoù ar pab.
Urticae proxima saepe rosa est
Alies e vez ar rozenn tost d'al linad skaotus.

Usufructus est ius alienis rebus utendi fruendi, salva rerum substantia
Ar gerz eo ar gwir da implijout ha da gaout ar gerz eus madoù un den all hep kemmañ o danvez (Julius Paulus Prudentissimus, Ad Vitellium, III, meneget en Digesta seu Pandectae VII, 1, 1).
Usque ad finem
Betek an diwezh. Stourm betek ar berzh pe ar marv eo stourm usque ad finem.
Usque ad effusionem sanguinis
Betek skuilh ar gwad.  Rak ret eo deoc'h mennout en em ren gant kalonegezh, zoken betek skuilh ar gwad  eo kalon prezegenn ar pab d'ar gardinaled nevez-anvet, alese liv ruz-gwad o saeoù.
Usque ad sideras, usque ad inferos
Eus ar stered betek an ifernioù.
Usus magister est optimus
An ober eo ar gwellañ mestr.
Usus sine fructu potest
Gallus eo an implij hep ar frouezh. (Digesta seu Pandectae, Lib. VII, t. VIII, §14, 1).

Ut ameris, ama
Evit bezañ karet, kar.
Ut ameris, amabilis esto
Evit bezañ karet, bez hegarat.
Ut desint vires, tamen est laudanda voluntas
Lakaet e vefe diouer a nerzh, padal ez eo meuladus ar ratozh (Ovidius, Epistulae ex Ponto III, 4, 79).
Ut pictura poesis
Evel al livouriezh eo ar varzhoniezh (Horatius, Ars Poetica, 361).
Ut sementem feceris, ita metes
Evel ho po hadet ez eostot (Cicero, De Oratore II, LXV, 261).
Ut sis nocte levis, sit cena brevis
Mar kerez kaout un nozvezh vat (a gousk), gra ur goan verr.
Utile per inutile non vitiatur
Un dra talvoudus n'eo ket siet gant un dra didalvoud. Er gwir, ne c'haller ket nullañ un teul solius dre ouzhpennañ traoù didalvoud ennañ.
Uti, non abuti
Ober, ha n'eo ket reober.
Ut supra
Evel (meneget) uheloc'h.
Uxori dilectae
Karantez d'ar gwragez.
V.S.L.M
Berradur Votum Solvit Libens Merito, amañ izeloc'h.
V. V. V. V. V.
Berradur Vi Veri Vniversum Vivus Vici, "dre c'halloud ar wirionez em eus, em bev, trec'het an hollved".

Vacatio legis
Ezvezañs al lezenn.
Vade ad formicam o piger et considera vias eius et disce sapientiam
Kae d'ar verienenn ha sell penaos e ra ha desk ar furnez. Frazenn eus ar Bibl latin, ar Vulgata, Proverboù 6:6.
Vade in pace
Kae e peoc'h. Bomm ar beleg katolik e dibenn ar gofesadenn.
Vade mecum
Deus ganin. Ur vade-mecum zo ul levr (peurvuiañ) a vez atav gant an den.
Vade retro Satana
Tec'h alese, Satan ! Respont graet d'al lubanerien ha tempterien. Deuet eus ar Vulgata (Aviel Mark (8:33), ma lavare Jezuz da Bêr : Vade retro me Satana, "Kae diwar ma zro, Satan".
Vae soli !
Gwa an den e-unan ! Frazenn eus an Ekleziastez.
Væ victis !
Gwa ar re drec'het ! (A voe distaget gant Brennus, penn-brezel galian, war-lerc'h kemer kêr Roma)
Vaga est fortuna
Kemm-digemm eo ar chañs.
Vale
Chom yac'h. Doare saludiñ latin, a dalve kement ha kenavo.
Vanitas vanitatum et omnia vanitas
Goullonder ar goullonderioù, goullonder eo pep tra. Frazenn eus an Ekleziastez.
Vare, vare, redde mihi legiones meas !
Varus, Varus, daskor ma lejionoù din!. Distrujet e voe al lejionoù roman e Germania gant Arminius en emgann Teutoburg er bloaz 9 ; hervez Suetonius (Vita Divi Augusti, 23) e veze lavaret kement-se gant an impalaer Aogust en e gousk[40].
Varia vita est
Kemm-digemm eo ar vuhez, gwech e vez c'hwek ha gwech e vez kalet ivez.
Variorum
Gant a bep seurt. Berradur ar bomm Cum notis variorum scriptorum
Varitatio delectat
Plijus e vez ar c'hemm.
Varium et mutabile semper femina
Kemmus ha hedro e vez ar vaouez atav. Gwerzenn gant Vergilius en Aeneis (IV).

Kartenn eus skol Highfield, en Hamilton (Ontario), war-dro 1910
Velle est posse
Youlañ a zo gallout,  Neb a venn a c'hall . Ger-stur skol Hillfield, en Hamilton (Ontario), Kanada.
Veni vidi vici
Deuet on, gwelet em eus, trec'het em eus. A vije bet lavaret gant Julius Caesar da Sened Roma da gontañ an emgann ouzh ar roue Pharnaces II e-kichen Zela e 47 kent JK.
Venia aetatis
Brient an oad. Ur brient roet gant an impalaer d'un den minor evit e lakaat da vajor kent an oad a 25 bloaz. E dibenn an Impalaeriezh ne veze roet venia aetatis nemet d'ar baotred koshoc'h eget 20 vloaz ha d'ae merc'hed koshoc'h eget 18 vloaz[41].
Venia sit dicto
Lavaret hep dismegañsiñ an doue (Plinius ar Yaouankañ, Epistularum V, 6, 46). Lavared lakaet etre krommelloù purliesañ.
Ventis secundis, tene cursum
Gant harp an avelioù, dalc'h da vont gant ar red.
Vera causa
:(Ar) gwir abeg.
Verae amicitiae sempiternae est
Peurbadus eo ar vignoniezh wirion.
Verba docent, exempla trahunt
Kelenn a ra ar c'homzoù, sachañ (an dud) a ra ar skouerioù.
Verba ita sunt intelligenda ut res magis valeat quam pereat
Ar gerioù a rank bezañ komprenet a-benn ma talvezfent kentoc'h eget mont da get.
Verbatim
Ger-ha-ger. Adverb latin ar Grennamzer, savet diwar verbum "ger", liester verba, hag al lost-ger adverbel –atim. Testeniet e saozneg abaoe dibenn ar XVvet kantved kent tremen d'ar galleg[42].
Verba volant, scripta manent
Ar c'homzoù a nij kuit, ar skridoù a chom . Lavaret gant Caius Titus dirak Sened Roma.
Vere papa mortuus est
E gwirionez, marv eo ar pab. Lavared hengounel a vez istaget gant ar c'hardinal merour evit testeniañ marv ar pab.
Veritas odium parit
Ar wirionez a c'han ar gasoni. Pe : Mamm d'ar gasoni eo ar wirionez.  Ar wirionez a zo kazus / D'an hini a zo kablus .
Veritas odium parit, obsequium amicos
Gant ar wirionez e sav kasoni, gant klufennerezh e teu mignoned.
Vestigia terrent
Aon am eus rak al louc'hoù a lavaras al louarn d'al leon klañv, "rak an holl anezho a gas betek ennout ha hini ebet ne zistro" (Horatius, Epistulae I, I, 74)[43].
Vestis virum facit
An dilhad a ra an den (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum III, 1, 60)[44].
Veto
Herzel a ran (ouzh tra pe dra da dremen pe da vezañ). Ger implijet da lavarout ez eus lakaet berz gant un aotrouniezh bennak.
Vexata quaestio
Goulenn skoemp, a zo bet breutaet meur a wech c'hoazh.

Virtute siderum tenus
Aeronautica Militare, Italia
Vi veri universum vivus vici
Dre c'halloud ar wirionez em eus, em bev, trec'het an hollved. (Aleister Crowley (1875-1947), The Cry of the 4th Aethyr, which is called PAZ, en The Vision and the Voice)[45].
Via
Dre hent, evel en  Aet e oan da Guba via Madrid .
Via crucis
Hent ar groaz.
Via antique via est tuta
An hent kozh eo an hent asur.
Via trita via tuta
An hent uzet eo an hent asur.
Vice versa
En daou du a bep eil.
Victrix causa diis placuit, sed victa Catoni
Kaoz an trec'hour he deus plijet d'an doueed, kaoz an hini trec'het da Gato Gozh (Lucanus, Pharsalia, I-128).
Vide supra
Gwelit uheloc'h.
Video meliora proboque deteriora sequor
Ar mad a welan, hag a garan, hag an droug a ran (Ovidius, Metamorphoses VII:20-21) ; komzoù lakaet war-gont Medea).
Videre nostra mala non possumus ; alii simul delinquunt, censores sumus
Ne c'hallomp ket gwelet hor sioù ; bezet tud all fazius war an dro, setu-ni barnerien (Phaedrus, Fabulae, Liber IV, Fabula X : De Vitiis Hominum).
Vigilantibus non dormientibus iura succurrunt
Ar gwir a sikour ar re a zo war evezh, ket ar re a zo kousket, da lavaret eo : n'eo ket a-walc'h d'an den gouzout emañ al lezenn diouzh e du, ret eo dezhañ en em zifenn.
Vilicus ne sit ambulator
Ar feurmer n'eo ket ur pourmener (Cato Gozh, De Agri Cultura V, 2).
Vim vi repellere licet
Aotreet eo diarbenn an nerzh dre an nerzh evit en em zifenn.
Vincere scis, Hannibal, victoria uti nescis
Gouzout a rez trec'hiñ, Hannibal, implijout an trec'h n'ouzez ket a lavaras ar jeneral Maharbal da Hannibal Barca a-choude trec'h Cannae e 216 kent J-K, pa ne fellas ket da Hannibal mont war-eeun da-gaout Roma. (Titus Livius, Ab Urbe Condita Libri XXII-51).
Vindica te tibi
Azgoulenn da-unan, da lavaret eo "azgoulenn da wirioù warnout-te", "bez perc'henn warnout a-nevez" (Seneca ar Yaouankañ, Epistulae morales ad Lucilium I, 1).
Vinum animi speculum
Melezour an ene eo ar gwin. Pa vez mezv an den e weler e demz-spered gwirion.
Vinum aqua miscere
Lakaat dour er gwin, bezañ izeloc'h e gribenn.
Vinum et musica laetificant cor
Gwin ha sonerezh a laouena ar galon.
Vir bonus dicendi peritus
Un den mat a oar komz. Termenadur ar prezeger, hervez Quintilus, Oratoria XII, 1.I, a-zivout Cato Gozh.
Vir ex virtute
An den dre ar vertuz. Ger-stur Skol Itron Varia Gwengamp.
Vires acquirit eundo
Nerzh a zastum en ur vont, diwar Vergilius, Aeneis, IV, 175. Ger-ardamez Melbourne.
Virgo intacta
Gwerc'h dibistik, pa gomzer eus ur vaouez n'he deus biskoazh bet darempredoù revel.
Viribus unitis
Nerzhioù an unaniezh.  Kant neudenn / A ra kordenn .
Virtus post nummos
Ar vertuz war-lerc'h an arc'hant
Virtus unita fortior
An nerzh eo vertuz an unaniezh. Ger-ardamez Angola.
Virtute siderum tenus
Gant kadarnded trema ar stered. Sturienn aerlu Italia.
Vis comica
An nerzh fentus. Ar galloud da lakaat an dud da c'hoarzhin : vis comica Molière.
Vis consili expers mole ruit sua
An nerzh hep ar spered a zisac'h dindan e dolz (Horatius, Carmina, III, IV, 65).
Vis experiri amicum? Calamitosus fias
Ha c'hoant hoc'h eus da amprouiñ ur mignon ? Troit da walleürus (Marcus Terentius Varro, Sententiae Varronis VI, 21).
Vis grata puellae
Feulster c'hoantaet gant ar plac'h. Deveret diouzh Ovidius, Ars Amatoria I:673-674.
Vis maior
Rediezh vuiek.
Vita brevis, ars longa, occasio praeceps, experimentum periculosum, iudicium difficile
Berr ar vuhez, hir an arz (da zeskiñ), berrbad an degouezh, dañjerus an arnodiñ, diaes ar barn (Hippokrates, Αφωρισμων / Sententiae I-1, diwar-benn arz ar vezegiezh).
Vita enim mortuorum in memoria est posita vivorum
Buhez ar re varv zo dalc'het en eñvor ar re vev (Cicero, Oratio Philippica Nona, 10-V).
Vita mutatur non tollitur
Kemmet eo ar vuhez, tennet n'eo ket, da lavaret eo mervel n'eo ket daskor ar vuhez, hogen tremen d'ur vuhez welloc'h[46].
Vitiantur et vitiant
Siek ha sier. Un elfenn vitiantur et vitiant en ur gevrat a c'hall diwiriekaat ar gevrat en he fezh.
Vitiantur sed non vitiant
Siek hogen ket sier. Un elfenn vitiantur sed non vitiant en ur gevrat ne c'hall ket diwiriekaat ar gevrat en he fezh.
Vive et me ama
Bev ha kar ac'hanon . A vez lakaet e dibenn ul lizher a-wechoù. A seblant savet diwar skouer ar frazenn izeloc'h, Vive valeque.
Vivere est cogitare
Prderiañ eo bevañ (Cicero, Tusculanae Disputationes V, XXXVIII, 111).
Vive valeque
Bev ha bez yac'h (Horatius Sermones, II, 2.5). A vez lakaet e dibenn ul lizher a-wechoù. .
Vivit sub pectore vulnus
Er galon e vev ar c'hloaz (Vergilius, Aeneis, IV, 67).
Vixit
Bevet en (he) deus. Gant ar ger-se e veze kemennet marv un den gant ar Romaned.

Sant Yann ar Badezour livet gant Tizian. Vox clamans in deserto, ar vouezh o huchal en dezerzh, hervez an Aviel.
Volenti non fit iniuria
Da neb a asant ne vez graet dismegañs ebet. Mard en em laka un den en ur blegenn en ur c'houzout e c'hall c'hoarvezout droug gantañ ne c'hall ket sevel klemm a-enep ar gevrenn all.
Vota superis reddite
Sevenit ho kouestl d'ar re zivarvel (Phaedrus, De oraculo Apollinis, en Phaedri Augusti Liberti Fabulae Aesopiae, Appendix Perrotina Fabularium VIII)[47].
Votum Solvit Libens Merito
A galon vat en deus graet hervez e c'houestl. A veze skrivet war an ex-voto suscepto e Roma gozh. Berraet alies e V. S. L. M..
Vox clamans in deserto
Ar vouezh o huchal en dezerzh. Tennet eus ar Bibl, e Levr Isaiah (40), ha respont roet gant Yann ar Badezour pa voe goulennet outañ « Piv out-te ? » A vez implijet gant kelennerien er c'hlas da ziskouez ne vezont ket selaouet nemeur. Ur ster all a vez roet d'ar bomm kemeret evel ger-stur Dartmouth College, e New Hampshire, SUA : mouezh an deskadurezh eo ar skol e gouelec'h New Hampshire.
Vox populi vox dei
Mouezh Doue eo mouezh ar bobl. Eus youl ar bobl eo ez eus kaoz. Berraet e vez alies, ha komz a reer eus vox populi nemetken. Gweet e vez ar ster alies e saozneg ar gazetennerien ha ne dalv nemet "mouezh an dud" (people) goulennataet, o c'homzoù gwir, enebet ouzh ar pezh a lavar ar c'hazetenner e-unan eus ar gaozeadenn.

Horolaj-heol, skrivet warnañ Vulnerant omnes, ultima necat'.
Vulgare amici nomen sed rara est fides
Boutin eo an anv "mignon" hogen rouez eo ar vignoniezh (Phaedrus, Fabulae, III, IX).
Vulgus vult decipi, ergo decipiatur
Fellout a ra d'an dud voutin bezañ touellet, neuze ra vint touellet.[27]
Vulnerant omnes, ultima necat
An holl a c'hloaz, an diwezhañ a lazh. Eus an eurioù ez eus kaoz amañ : kavet e vez ar frazenn war an horolajoù-heol.
Vulpes et uva
Al louarn hag ar rezin, diwar De Vulpe et uva, anv ur fablenn gant Phaedrus, Fabulae, IV, III.
Vulpem pilum mutare, non mores
Kemmañ e vlev a ra al louarn, kemmañ e zoare da vevañ ne ra ket (Suetonius, De via Caesarum, Vita Divi Vespasiani XVI, 2).
Vultus est index animi
Melezour an ene eo an dremm.
Levrioù
(en)
  • Adolf Berger, Encyclopedic Dictionary of Roman Law, Lawbook Exchange, 2014, (ISBN 978-1-58477-142-5)
  • Laura Gibbs, Latin Via Proverbs: 4000 Proverbs, Mottoes and Sayings for Students of Latin, Laura Gibbs, 2006 (ASIN: B00262PY4W)
(fr)
  • C. de Méry, Des proverbes, adages, sentences, apophtegmes. 1828
  • Jacques Michel, Memento de locutions latines, Guérin Canada, 2001 — (ISBN 978-2-760-17087-2)
  • Nathan Gigorieff, Citations latines expliquées, Éditions d'Organisation, 2003 — (ISBN 978-2-708-13529-1)
  • Gabriel Montagnier, Serge Guincherd, Locutions latines juridiques, Dalloz, 2007 — (ISBN 978-2-247-07078-7)
  • Marie-Dominique Porée-Rongier, Les expressions grecques et latines, First, 2007 — (ISBN 978-2-754-00477-0)
Kenrouedad
  1. (fr) C. de Méry (1828), Des proverbes, adages, sentences, apophtegmes, p. 201.
  2. Testamant Nevez Gwilh ar C'hoad
  3. Geriadur Ménard, p. 76-b.
  4. Troidigezh latin eus an henc'hresianeg Ὁ βίος βραχὺς, ἡ δὲ τέχνη μακρὴ O víos vrachýs, i dé téchni makrí, bomm kentañ ΑΦΟΡΙΣΜΟΙ] Aforismoi Hippokrates ; "berr ar vuhez, hir an arz" eo al lavared orin.
  5. (fr) Scribium
  6. (fr) WebLettres
  7. Meur a desteni skrivet zo : Aurelius Victor, De Viris Illustibus XLVII:8 ; Cicero, De Senectute, VI:18 ; Plinius an Henañ, Naturalis Historia XV:20 ; Florus, Epitome de T. Livio bellorum omnium annorum DCC I, XXXI] ; Ploutarc'hos, Βίοι Παράλληλοι 27.1 (en) ; Titus Livius, Ab Urbe Condita Libri XLIX.
  8. (fr) J. follon & J. McEvoy, Finalité et intentionnalité - Doctrine thomiste et perspectives modernes - Actes du Colloque de Louvain-la-Neuve et Louvain, 21-23/05/1990 p.70
  9. 9,0 9,1 ha9,2 (br) (fr) L. F. Sauvé (1885), Proverbes et dictons de la Basse-Bretagne, Slatkine Reprints, 1986, ISBN 978-2-05-100101-4
  10. (fr) (la) CNDP
  11. (fr) BtB
  12. Diwar manus "dorn" ha capio "kemer".
  13. 13,0 ha13,1 (la) Anselmus Cantuariensis, Cur Deus Homo, I, 1.
  14. (en) Karl Marx's "Confession"
  15. Meneget ivez gant Tito Lucrezio Caro hag Albius Tibullus.
  16. Meneget en Schwamenthal, § 78.
  17. (fr) (la) Journal des savans, 1823
  18. Lakaet war gont Cicero, met n'eus roud ebet en e skridoù.
  19. (en) (la) Henry Beard, Latin for all occasions / Lingua Latina Occasionibus Omnibus, Villard Books, 1990, ISBN 978-1-59240-080-5 ha Latin for Even More Occasions / Lingua Latina Multo Pluribus Occasionibus, Villard Books, 1991, ISBN 978-0-679-40674-7.
  20. (la) Miles Gloriosus
  21. (en) (la) Latin alive!
  22. Geriadur Ménard ; en: dog latin, fr: latin de cuisine, la: latinitas macaronica.
  23. (it) Umberto Eco, Il nome de la rosa, Bompani, 2013 (embannaur adwelet ha reizhet), ISBN 978-88-452-7348-3
    (fr) Umberto Eco, Le nom de la rose, Grasset, ISBN 978-2-246-79876-7
  24. (fr) Ph. Le Bas, France - Annales historiques, levrenn I, Firmin Didot Frères, Paris, 1840, p. 108
  25. (en) Terry Pratchett, The Last Hero, Gollancz, 2001, ISBN 978-0-575-06885-8.
    (fr) Terry Pratchett, Le dernier héros, L'Atalante, 2003, ISBN 978-2-84172-251-8
  26. (la) Skrid latin(fr) Skrid gallek.
  27. 27,0 ha27,1 Dizemglev zo war orin al lavared.
  28. (en) Patrom:Gr William S. Annis (2012), Delectus Indelectatus Aoidoi.org
  29. https://fr.liberpedia.org/Omne_ignotum_pro_magnifico
  30. 30,0 ha30,1 (fr) (la) Nicot, Thresor de la langue française (1606)
  31. (la) Google Books.
  32. Merkit ez eo disheñvelik frazenn Mark diouzh an div all.
  33. Ijinet gant Marcus Valerius Martialis en Epigrammaton libri, XII-42:21
  34. (de) Immanuel Kant, Was ist Aufklärung?, § 1 (ISBN 978-1-5390-4573-1)
  35. E kentel italianek ar bannoù-treset Astérix ez eo bet troet Ils sont fous ces Romains dre Sono Pazzi Questi Romani – SPQR !
  36. (en) Anatomy of Melancholy
  37. Troidigezh kentañ gant Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, Al Liamm, 1972, p. 37.
  38. (la) Ar skrid latin.
  39. Ar skrid krennsaoznek.
  40. N'emañ ket ar bomm rik evel-se er skrid.
  41. (en) Adolf Berger, Encyclopedic Dictionary of Roman Law, The American Philosophical Society, 1953, p. 760-b.
  42. (en) Online Etymology Dictionary.
  43. (fr) (la) AgoraClass.
  44. (en) Desiderius Erasmus, The Adages of Erasmus, selected by William Baker, University of Toronto Press, 2001, ISBN 978-0-8020-4874-5, p. 240
  45. (en) Aleister Crowley, The Vision and the Voice, Red Wheel, 1997, ISBN 978-0-87728-887-9
  46. (fr) (la) Le Paroissien Complet Latin-Français à l'usage du diocèse de Toulouse, 1826-1856 Rakger da Gounlid an Anaon, p. 690.
  47. (fr) (la) pp.230 & 233