Mont d’an endalc’had

Roazhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roazhonad)
Roazhon
Ti Breujoù Breizh.
Ti Breujoù Breizh.
Ardamezioù
Anv gallaouek Resnn pe Renn
Anv gallek (ofisiel) Rennes
Bro istorel Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen (prefeti)
Arondisamant Roazhon (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h c'hwec'h kanton
Kod kumun 35238
Kod post 35000, 35200, 35700
Maer
Amzer gefridi
Nathalie Appéré (PS)
2020-2026
Etrekumuniezh Roazhon Meurgêr
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn Web http://metropole.rennes.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 222 485 ann. (2020)[1]
Stankter 4 415 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 06′ 53″ Norzh
1° 40′ 46″ Kornôg
/ 48.114722, -1.679444
Uhelderioù kreiz-kêr : 39 m
bihanañ 20 m — brasañ 74 m
Gorread 50,39 km²
Lec'hiañ ar gêr
Roazhon

Roazhon (distaget ['rwa:zõn] peurliesañ[2]) eo eil brasañ kêr Breizh goude Naoned, e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel. Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Kêr-benn ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen, sez ar Rannvro vilourel Kôrnog, Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujoù Breizh. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned. 216 815 annezad en deus ar gêr e 2017, 335 092 en tolpad kêrel, 447 429 en tolpad-kêr ha 727 357 en tolead kêr (e 2016).

Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh. En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh. Sez Breujoù Breizh e teuas da vezañ goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar gêr kozh e 1720, adsavet er giz klasel.

E Roazhon emañ sez mediaoù rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest, embregerezhioù er greanterezh (labouradeg PSA La Janais, an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez.

Diazez Kêr Roazhon en em gav ouzh kember ar stêrioù Ill ha Gwilen.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet
  • Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː Condate (It. Ant.) ; Redonas (Not. Dig.) ; Civitas Redonum (Not. Gall.) ; Condate (Tab. Peut.) ; Rhedonicam, Redonicam (Gregor Teurgn) ; Civitas Riedonum (CIL), C R (war mein-bonn ː Civitas Riedonum).
  • Erwan Vallerie ː Civitas Redonum, IVvet ; Redonas, IXvet ; Reygnes, 1291 ; Reynes, 1295, 1313 ; Rengnes, 1337 ; Resne, 1340 ; Raynes, 1352.
Gerdarzh

A-raok amzer an doare-skrivañ peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon[3] e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon[4],[5], Roéhon[6], Roaon[7] e Gwened.

Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon.

E galleg e skriver Rennes, distaget [ʀɛn], hag e gallaoueg e skriver Resnn pe Renn.

Peuliet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.
Ardamezeg Hozier, 19 a viz Gouere 1697.
Kadarnaet gant Charlez X d'an 18 a viz Mae 1825.
Kroaz ar Brezel 1939-1945.
  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Roazon da benn ur bann[9].
  • Fuzuilhet e voe pevar soudard bet ganet er gumun gant al lu gall[10].
  • Ur soudard bet ganet e Kesoue a voe fuzuilhet gant al lu gall e Roazhon d'an 21 a viz Eost 1916.
  • 1 841 den a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,32% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[11].
  • Etre 2 000 ha 4 000 a dud a varvas pa voe bombezet trenioù e La Plaine de Baud gant al Luftwaffe (aerlu alaman) d'ar 17 a viz Even 1940, unan ag an trenioù a oa leun gant danvez-tarzh ha tennoù. Siviled ha soudarded breizhveuriat ha gall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù.
  • D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Roazhon[12].
  • Bombezadegoù ar Re Gevredet e 1943:
    • bombezet e voe Roazhon gant ar Royal Air Force d'an 18 ha d'ar 26 a viz C'hwevrer (skiberioù ar morlu alaman) ha d'an 29 a viz Mae ha d'an 8 a viz Meurzh gant an USAAF[13];
    • d'an 8 a viz Eost e kouezhas ur c'harr-nij Boston IIIA marilhet BZ 335 ha kodet OM-U eus ar 107th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er straed Amiral-Courbet e Roazhon goude bout stoket ouzh gwezennoù pupli; lazhet e voe e holl nijourion, beziet e voe pemp korf hag ur vrec'h e Bered ar Reter e Roazhon[14],[15]; ar 107th Squadron a oa o tagañ skiberioù ar morlu alaman en hent an Oriant[16].
  • D'ar 6 a viz Here 1943 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88 D-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar nijour en en he bourzh e "La Plaine de Baud" e Roazhon; lazhet e voe daou nijour, douaret e voent e Bered ar Reter e Roazhon a-raok bout beziet e Mont-de-Huisnes[17],[18].
  • 32 ezel eus ar Rezistañs (nav Spagnol en o mesk) a voe fuzuilhet e kazarn ar C'houldri gant an Alamaned d'an 8 a viz Even 1944[19].
  • Dieubet e voe Roazhon da 9 eur beure d'ar 4 a viz Eost 1944 gant tirlu SUA, ar "Combat Command A" o tont eus Baen dre hentoù Kastell-Briant ha Naoned hag an 8vet Rannlu Hobregonet o tont eus an norzh hag ar reter[20],[21].

Mojenn Maximus ha Konan Meriadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istorourien Breizh hag all[22] o deus kemeret Roazhon evit Redonum, anv ur gêr eus Galia roet gant Jafrez Menoe, kêr bet tapet gant Maximus (Magnus Clemens Maximus) ha Konan Meriadeg, goude o dilestradeg hag o trec'h war Himbaldus war an aodoù, d'an nevez-amzer 383. Ar Redonum se e vije bet tapet war un taol, d'an abardez.

Un dra diaez da grediñ ma vez laret hag o devoa dilestret e Plougerne, pe dost da Sant-Maloù, pe c'hoaz e Naoned, hag abalamour da se kaset da vojenn.

Ur gammgemeradenn e oa, dre ma vez mesket ha luziet Aremorica an amzer se ha Breizh a-vremañ.

Diskoulmet eo bet ar gudenn se pa'z eo bet dizoloet, dre ur skeudenn arkeologiezh dre nij, hag ar villa Himbaldus e oa e le-Vieux-Rouen-sur-Bresle, ha Château-Hubault e Saint-Germain-sur-Bresle, e-kichen, en tu all d'ar stêr Bresle, an div kumunn se o vezhañ en Aremorica kenkoulz ha Roazhon. Ar ger Vieux-Rouan e dalv kement hag hen-roudour, pe vicus ar roudour. Ur wrizienn *rit- a zo e-gevred etre Roazhon ha le Vieux-Rouan-sur-Bresle.

War un hent roman, aet da hent ar pesked war lec'h, etre Saint-Valery-sur-Somme (Leuconos), le Tréport, ha Pariz, emañ le Vieux-Rouen-sur-Bresle. An emgan etre Maximus ha Grasian e zigouezhas e-kichen Pariz. Grasian e oa laket war dec'h.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Plasenn Santez-Anna
Lise Émile Zola

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da Roazhon.

Monumantoù-brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C’hommonwealth e bered ar gumun: Rennes Eastern Communal Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-bed e varvas an darn vrasañ eus ar soudarded eus ar C'hommonwealth a voe beziet e bered ar Reter e Roazhon. Kalz milourion douaret enni a varvas p’edont e Roazhon en un tren a voe bombezet gant al Luftwaffe, an aerlu alaman d'ar 17 a viz Even 1940.

Trevourion ha soudarded c’hall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù.

26 milour all eus ar C’hommonwealth a varvas pa gouezhas o c’harr-nij nepell eus Roazhon p’edo o vont eus Kaero d’ar Rouantelezh-Unanet e miz Here 1945: e Rennes Eastern Communal Cemetery ivez e voent beziet[23],[24]. [25]

Bro Niver a soudarded
Indez 5 (Tirlu)
Kanada 2 (Aerlu)
Rouantelezh-Unanet 124 (Tirlu: 85, Aerlu: 38, Morlu: 1)
Zeland-Nevez 5 (Tirlu: 1, Aerlu: 2)
Ditour diresis 35
Dianav penn-da-benn 81
Hollad 252
Roazhon Atalant

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

adalek dibenn ar XVvet kantved betek dibenn an XVIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[27].

1793 1800 1806 1821 1831 1836 1841 1846 1851
30 160 25 904 29 225 29 589 27 340 35 552 37 895 39 218 39 505
1856 1861 1866 1872 1876 1881 1886 1891 1896
45 664 45 483 48 283 52 044 57 177 60 974 66 139 69 232 69 937
1901 1906 1911 1921 1926 1931 1936 1946 1954
74 676 75 640 79 372 82 241 83 418 88 659 98 538 113 781 124 122
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2007 2011 2013
151 948 180 943 198 305 194 656 197 536 206 229 209 613 207 922 208 033 211 373

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
4 Ebrel 2014 → bremañ Nathalie Appéré PS Kannadez (2012-2017)
22 Meurzh 2008 4 Ebrel 2014 Daniel Delaveau PS Kazetenner
16 Meurzh 1977 22 Meurzh 2008 Edmond Hervé PS Kelenner
Ministr (1981-1986)
Kannad (1986-1993 / 1997-2002)
Senedour (2008-2014)
3 Mae 1953 16 Meurzh 1977 Henri Fréville MRP - UDF Kelenner
Kannad (1958-1968)
Senedour (1971-1980)
Prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen (1966-1976)
4 Eost 1944 3 Mae 1953 Yves Milon RPF Douarour, kelenner
14 Mezheven 1944 4 Eost 1944 René Patay Mezeg
1935 14 Mezheven 1944 François Château Strollad radikal Embreger
19 Mae 1929 1935 Jean Lemaistre Strollad radikal Kargad
Senedour (1932 →)
10 Mae 1925 19 Mae 1929 Carle Bahon SFIO Kelenner
2 Kerzu 1923 10 Mae 1925 Alfred Daniel Kantonier
12 Mae 1908 23 Here 1923 Jean Janvier Strollad radikal Embreger
1900 12 Mae 1908 Eugène Pinault Republikan Greantour
Senedour (1901 →)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Kêraozerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennoù glas evit sevel savadurioù uhel da lojañ muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg.

Implijet e vez an tachennoù labouradegoù ha kazarnioù kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskiñ ar boblañs. Gant-se e kresk ar c'hudennoù stag ouzh an dezougen.

Skolioù-meur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div skol-veur zo e kêr : Skol-Veur Roazhon I ha Skol-Veur Roazhon II.

Rennes / Roazhon.
  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1978[29].
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 846 skoliad (4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Ofis ar Brezhoneg

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded vreizhat bet ganet er gumun fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Le Mével, d'ar 26 a viz Genver 1888, zouav en 2l rujumant kerzhet Afrika, dic'haloñset ha fuzuilhet e Zeitenlik Salonik (Gres) d'an 11 a viz Gouhere 1916, abalamour ma «nac'has mont d'an ti-gar da gemer an tren da vont d'an talbenn»[30].
  • Alexis Oho, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1893, marc'heger er 14vet rujumant husarded, fuzuilhet d'an 30 a viz Genver 1915 e Courtisols (Bro-C'hall), abalamour m'en dije «klasket laerezh gant armoù, ha klasket lazhañ tud»[30].
  • Louis Pérenin, d'ar 17 a viz Gouhere 1886, hemolc'her en 3 batailhon kerzhet skañv Afrika, fuzuilhet d'an 19 a viz Here 1917 e Cramant (Bro-C'hall), evit «dezerterezh»[30].
  • Pierre Rocher, d'an 28 a viz Eost 1892, soudard en 70vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 11 a viz Gouhere 1915 e Duisans (Bro-C'hall) evit «nac'h sentiñ» ha «dilez e bost dirak an enebour» />[30].

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud liammet gant kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Albert
Charles, gouarnour Breizh ; degemeret eo bet e galon gant Kêr Roazhon e 1698.
En aour e leon en gul krabanet, teodet ha kurunet ivez en gul.
Allixant
Nicolas, kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1559, ha kadoriad an Imbourc'hioù e 1569. Aet da Anaon e Roazhon e 1596.
En glazur e sourin en aour heuliet gant teir steredenn ivez en aour, 2, 1.
Anneix
Alexis-François-Jacques, pennalvokad Roazhon ; aet da Anaon e 1758.
En glazur e steredenn heuliet gant teir c'hroaz pavek, an holl en argant.
d'Aubert
Aotrounez Bourgnouveau
En gul e deir zorzhell en aour.
Bagatz
Raoul, konestabl Roazhon e 1451.
En argant e lammell en gul.
(?) Baillon,[32]
En glazur e zaou gleze en argant, dornellet en aour, lammellet, heuliet ouzh kab gant ur greskenn en argant.
Bain
Guillaume, prokulor ouzh prezidial Roazhon e 1641.
En glazur e sourin en aour karget gant pemp kreskenn en gul, ha hebiaet gant daou gadgi savant en argant.
Ballan
Chuin Roazhon e 1696.
En sabel e dreustell en argant karget gant teir zorc'hell en gul.
Le Bariller
Aotrounez Riaval, e Saint-Hélier (e Roazhon hiziv) ; Alain, noter ouzh lez Roazhon e 1513.
En argant e gebrenn en glazur, heuliet gant teir melionenn c'heotet.
le Baron, prokulor jeneral ouzh lez Roazhon (aet da Anaon e 1805)
En argant e dreustell heuliet gant teir melionenn, an holl en geot.
Barrin
Baroned Montbarrot e 1671, e Sant-Albin-Roazhon.
En glazur e deir balafenn en aour.
Le Bart
Jean le Bart, abad Sant-Melen, aet da Anaon e 1393 ; ur c'honestabl Roazhon e 1489.
En glazur e leonparzh en argant.
Baudran
Kuzulier ouzh prezidial Roazhon e 1580.
En glazur e sourin en aour, heuliet ouzh kab gant teir rodig-kentr hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en aour.
de Beaulieu
Daou gonestabl Roazhon, e 1496 ha 1498.
En glazur e leon en argant, heuliet gant nav bezantenn en aour, 4, 2, 3.
de Beaumont
Aotrounez Monteval, e Sant-Stefan Roazhon, ha Sainte-Foy, e Toussaints Roazhon ; Jean, alouez Roazhon e 1384.
« dougen a ra tri fod leinet gant un drailhenn » ; livioù dianav.
de Bourgneuf
Jean, aotrou Cucé (hiziv e Roazhon) ; kadoriad kentañ ouzh Breujoù Breizh eus 1595 da 1636 ; aet da Anaon e Pariz ar 27 Eost 1669.
En argant e lammell en sabel, e grennbalefarzh en gul karget gant daou besk en argant.
du Cellier
Jean, kadoriad ouzh ar C'hontoù ha kañseller ha senesal Roazhon e 1458.
En gul e dreustell en brizh, heuliet gant teir fempdiliaouenn en argant.
Chéreil
Mathurin, sindik ha kuzulier ouzh prezidial Roazhon e 1689.
En glazur e lammell en argant.
Fablet de la Motte [33]
En gul e groaz en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel, e gab en glazur karget gant teir steredenn en argant.
  • Sturienn : Ex voto publico
Frey
François-Charles-Joseph, mestr diwezhañ ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1786.
En argant e c'housourin en gul heuliet gant div zivaskell ivez en gul.
de la Lande des Fossés
Jean, kabiten ar strollad-koronal Roazhon ha kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1592.
En glazur e leon en aour
Marc'hec / Marchec / Chevalier
Aotrounez Montbarot ha la Martinière, e Sant-Albin-Roazhon ; Alain, senesal Roazhon ha kuzulier ouzh ar Grands-Jours e 1498, en deus sinet feur-emglev dimeziñ Anna Breizh ha Loeiz XII ; René, gouarnour Roazhon e 1583[34].
En argant e leon en gul, krabanet, teodet ha kurunet en aour, e dreustell valirant en sabel, karget gant teir rodig-kentr en argant.
de Marnières
Aotrounez la Martinière ha baroned Montbarrot, e Sant-Albin-Roazhon.
En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div rozenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en aour.
Nantrieul
Aotrounez Chesnayes ; Pierre, tailhanter war mogajoù Roazhon e 1696.
En glazur e bemp bezantenn en aour.
Palasne
Jean, serjant-jeneral Roazhon e 1764.
En glazur e dreustell en argant karget gant tri houarn mulez en gul, ha heuliet gant teir delienn askol en aour.
de la Villéon
Jacques, senesal Roazhon e 1479.
En argant e gelenenn c'heotet ; e grenngonk plezhet etre sabel hag aour.

Darvoudoù-sport a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bretagne-Séché Environnement

Liammoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo gant 13 kêr :

Hag ivez kêriadennoù :

Koñsuldioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div goñsuliezh hollek a zo e Roazhon : Maroko staliet boulouard Sevigneg hag ar Stadoù-Unanet kae Chateaubriand. Un Ensavadur gall-hag-amerikan a zo ivez abaoe fin an Eil brezel bed.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean-Claude Even-Kernivinenn ː Genèse de la Bretagne armoricaine. Analyse de l'expédition de Maxime, Magnus Clemens Maximus, au printemps 383. Lannuon. 1003-1999
  • Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Laurence Mathey-Maille : Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne. Les Belles Lettres. Paris 1992
  • Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː La Civilisation des Riedones. 2è supplément à Archéologie en Bretagne. Brest. 1980
  • Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The history of the kings of Britain. Penguin Books Ltf. Harmondsworth. 1966 -1973
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. pe ['rwa:zən], pe ['rã:wõn] pe ['rã:wən], pe ['rawzun]
  3. Geriadur Vallée, p. 645 ; geriadur Gregor, p. 295
  4. Le breton usuel, p. 298
  5. Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, p. 129
  6. Glossaire moyen-breton, É. Ernault
  7. Geriadur Vallée
  8. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  9. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  10. "Mémoire des hommes"
  11. [1] Livre d'Or du Ministère des Pensions - Memorial Genweb
  12. Ouest-France, 8 a viz Even 2010
  13. INA
  14. Pertes RAF
  15. 8 août 1943
  16. Imperial War Museum, luc'hskeudenn o tiskouez ar c'hirri-nij, o bombezennoù ha tennoù ar Flak
  17. Pertes Luftwaffe
  18. Luc'hskeudennoù eus an nijerez hag eus obidoù an daou nijour alaman e Bered ar Reter
  19. (fr) Les fusillés du Colombier
  20. Mémoire de guerre
  21. Memorial Genweb
  22. Alain Bouchart, Laurence Mathey-Maille, Lewis Thorpe
  23. Commonwealth War Graves Commission
  24. Ur bajenn a-zivout bombezadeg ar 17 a viz Even e Roazhon
  25. 12 FÉVRIER 1940 Luc'hskeudennoù
  26. INSEE
  27. Oberenn a-stroll dindan renerezh Jean Meyer, Histoire de Rennes, Embannadurioù Privat, Toloza, 1972, pajenn 259
  28. https://www.ouest-france.fr/bretagne/rennes-35000/temoignage-maurepas-avec-les-dealers-ne-vit-plus-5760461
  29. Skol Diwan Roazhon
  30. 30,0 30,1 30,2 ha30,3 Mémoire des hommes
  31. Mémoire des hommes
  32. Aotrounez Blancpignon, Cervon, Longpré, la Coudre, e Sant-Meleg. François, sekretour ar Roue e 703. Ur senesal, maer, ha letanant-jeneral polis Roazhon e 1744.
  33. Aotrounez la Motte (?), eskopti Roazhon. Ur c'huzulier ouzh prezidial, maer, letanant-jeneral ar polis, ha kannad Roazhon ouzh ar Stadoù e 1780
  34. Pol Potier de Courcy. T. II. p. 280.