Sendai
| Rann eus | Sassenhirofuku |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1 Ebr 1889, Genver 1601 |
| Anv ofisiel | 仙台市 |
| Anv er yezh a orin | 仙台市 |
| Moranv | 杜の都 |
| Anv e kana | せんだいし |
| Anvet diwar | Sendai Castle |
| Kan broadel | Sendai Shiminka, Kaze yo Kumo yo Hikari yo |
| Kevandir | Azia |
| Stad | Japan |
| Kêr-benn eus | Miyagi Prefecture, Sendai Domain, Sendai Prefecture |
| Kêr-benn | Aoba-ku |
| E tiriad | Miyagi Prefecture |
| Gwerzhid-eur | UTC+09:00 |
| Pastell-vro votiñ | Miyagi 1st District, Miyagi 2nd district, Miyagi 3rd district |
| War ribl | Hirose-gawa, Sendai Bay, Meurvor Habask |
| Lec'hiadur | Sendai Plain |
| Daveennoù douaroniel | 38°16′6″N 140°52′10″E |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Sendai |
| Penn an aotrouniezh | Kazuko Kōri |
| Korf lezenniñ | Q24861438 |
| Furm lezennel | ordinary local public entity |
| Isrannoù | Aoba-ku, Miyagino-ku, Wakabayashi-ku, Taihaku-ku, Izumi-ku |
| Contains settlement | Q11377999 |
| Perc'henn war | Yurtec Stadium Sendai, Sendai City Athletic Stadium, Q11554691 |
| Yezh implijet | Sendai dialect |
| Kod-post | 980-0011–989-3124, 980-8671 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.city.sendai.jp/ |
| Hashtag | 仙台市 |
| Arouez ofisiel | Zelkova serrata, hagi, Koukoug-Eurazia, Meloimorpha japonica |
| Foods traditionally associated | gyūtan |
| Köppen climate classification | humid subtropical climate |
| Catchphrase | 学都仙台, 楽都仙台 |
| Kod pellgomz an takad | 22 |
| Roll elfennoù | Q11377740 |

Sendai (japaneg : 仙台市, Sendai-shi), zo ur veurgêr japanat, pennlec'h ar brefedelezh Miyagi e rannvro Tōhoku. Poblet e oa gant 1 098 335 den e miz Eost 2023, ha kêr vrasañ ar rannvro eo.
War-hed 300 km er Biz da Dōkyō emañ, war enezenn Honshū. E-touez daouzek kêr vrasañ Japan emañ. Bevennet eo gant menezioù er C'hornôg hag ar Meurvor Habask er Reter.
War an dachenn ekonomikel e labour ur 500 000 den bennak e 50 000 embregerezh, e genadoù liesseurt : saverezh tredanel, dilhad, kaoutchoug, artizanerezh (seiz, lak, prierezh), hag all. Un deknopolenn enklask (mezegiezh, ijinouriezh, teknologiezhioù uhel) zo ivez, ur pemzek skol-veur bennak, en o zouez hini Tōhoku, hag ul laz-seniñ filarmonek.
Skoet e voe Sendai gant ur c'hren-douar heuliet gant un tsunami d'an 11 a viz Meurzh 2011, e c'horregreizenn e 130 km er Reter, a-vaez d'an aodoù. Hep mar e voe kren-douar feulsañ istor ar vro, hag unan eus ar re lazhusañ biskoazh bet enrollet war ar blanedenn abaoe 1900.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sendai he deus un hir a hengoun gevelliñ etrebroadel. Ar gevellerezh gant Riverside (Kalifornia), e-pleustr abaoe an 9 a viz Meurzh 1957, eo an eil koshañ e-touez ar c'hêrioù japanat.
Riverside (Kalifornia) (SUA)
Roazhon (Breizh)
Acapulco (Mec'hiko)
Minsk (Belarus)
Gwangju (Sukorea)
Dallas (SUA)
Changchun (Sina)
Oulu (Finland)
Tainan (Taiwan)
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (ja) Lec'hienn ofisiel
