Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg
Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, pe UGB, zo ur gevredigezh a vod skolaerien kentañ derez an deskadurezh ha kelennerien an eil derez, eus an holl hentennoù kelenn, evit kas ar brezhoneg war-raok en deskadurezh.
Piv zo e-barzh ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo bet Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg, en 1982 gant kelennerien bodet en-dro da dTudual Kalvez. War-dro 200 ezel zo bet er gevredigezh, eus pep gennad kelenn ha deus pep korn eus Breizh. Lakaet 'deus da bal pennañ kelaouiñ ha stourm 'vit ma vo kinniget da gement den deskiñ brezhoneg pe dre ar brezhoneg ken er skolioù prevez evel er skolioù publik, en Diwan hag er c'hentelioù 'vit an oadourion. N'eo stag an UGB ouzh strollad politikel ebet.
Piv a c'hall bezañ ezel ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An holl re a gelenn brezhoneg er skolioù-mamm hag er skolioù kentañ-derez, er skolajoù hag el liseoù, er skolioù mistri hag er skolioù-meur - pe vefe en Deskadurezh Stad, en deskadurezh katolik pe e Diwan - er c'helenn dre lizher hag er c'hentelioù-noz. Digor eo UGB d'an holl gelennerion (d'ar re na gelennont ket brezhoneg evit c'hoazh zoken).
Petra zo bet gounezet gant UGB ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sikouret he deus da c'hounit ar C'hAPES brezhoneg en 1985, da zigeriñ klasoù divyezhek, da gaout an DEUG brezhoneg en 1989, arnodennoù istor-douaroniezh en brezhoneg e breved ar skolajoù hag er vachelouriezh.
N'eus ket ken pell zo zo bet tapet kaout testennoù a-berzh-Stad 'vit kenstrivadegoù ispisial kelennerion ar skolioù. Labourat 'ra an UGB war dachenn ar c'helenn ivez, gant stummerion pe klaskerion war ar brezhoneg, an divyezhegezh pe ar c'helenn.
Penaos mont war-raok ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre zaremprediñ kargidi ar velestradurezh hag ar sindikadoù, dre bouezañ war hon dilennidi, dre gelaouiñ ar gelennerion koulz diwar-benn o gwirioù ha diwar-benn ar c'helenn, oc'h embann pennadoù ha mennadoù, o vanifestiñ...
UGB hag ar c'hevredigezhioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenlabourat a ra an UGB gant an holl gevredigezhioù a zifenn ar brezhoneg hag ezel eo deus Kuzul Sevenadurel Breizh. Kenlabourat a ra gant Div Yezh , Dihun ha Diwan e-barzh komite deskadurezh Kuzul Sevenadurel Breizh. Ezel eo an UGB eus Breizh Unvan.
Skoazelloù UGB d'an danvez mistri-skol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinnig a ra an UGB ha KSDS (Kreizenn Stummañ an Danvez Skolaerion) :
- Yalc'hadoù stummadur dibaouez d'an oll gelennerion pe danvez-kelennerion bet o kemer perzh en ur staj brezhoneg (30 eurvezh d'an nebeutañ) diwar o c'houst ha war o amzer vak.
- Yalc'hadoù stummañ 'vit an danvez-kelennerion brezhoneg enskrivet en IUFM, en UCO (Skol-veur Gatolik ar Gornaoueg), er CFP Katolik, er greizenn-stummañ Kelenn.
XXIañ kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War a seblant eo aet ar gevredigezh d'an traoñ dre ziouer a izili, goude ma n'eus ket bet biskoazh kement a dud o kelenn brezhoneg.