Germain-François Poullain de Saint-Foix
- Ur pennad Sainte-Foix zo ivez.
Germain-François Poullain de Saint-Foix, ganet e Roazhon d'ar 5 a viz C'hwevrer 1698, ha marvet d'ar 25 a viz Eost 1776, a oa ur soudard ha skrivagner breizhat.
Breur e oa da Auguste-Marie Poullain-Duparc, gwiraour e Roazhon. Betek e c'hwec'h vloaz ha tregont e voe mousketaer, ha perzh a gemeras en emgann Guastalla, e Piemonte, en 1734. Neuze e kuitaas an arme hag e prenas ur garg a vestr doureier ha koadoù, e kêr Roazhon.
A-raok se avat, e 1721, en devoa embannet ur gomedienn, Pandore. En 1740 e reas e soñj skrivañ pezhioù, ha mont a reas da Bariz da chom ha da sevel pezhioù evit ar c'hoariva, hag un tamm brud a dapas eno. Un ugent komedienn a savas, didalvoud hiriv.
Tabuter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prim e oa Poullain de Saint-Foix da glask tabut, ha ken brudet e oa evel duveller ha ma oa evel saver komediennoù. Un deiz e oa er c'h-Café Procope, pa deuas ur gward-ar-roue da c'houlenn ur banne kafe dre laezh, hag un dorzhig vara. Ha Saint-Foix da estlammañ : « Voilà un fichu dîner ! » (Sed aze ur c'hozh tamm merenn!), hag evit bezañ sur da vout klevet mat ec'h adlavaras kement-se meur a wech, ma skuizhas ar gward, ma savas imor dezhañ, ha ma kinnigas un duvell. En em gannañ a rejont, gloazet e voe Saint-Foix, ma laoskas : « M’eussiez-vous tué, vous n’en auriez pas moins fait un mauvais dîner. » (Hag ho pije lazhet ac'hanon, ho pije graet ur verenn fall koulskoude.)
Troioù all a c'hoarvezas c'hoazh.
E 1764 e voe anvet da istorour Urzh ar Spered-Santel.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pandore (1721)
- Lettres d’une Turque à Paris (1730), doare dreveziñ d'al Lettres Persanes gant Montesquieu - Adembannet e 1732 evel Lettres de Nedim Koggia, hag e 1760 evel Lettres turques
- L’Oracle (1740)
- Deucalion et Pyrrha (1741)
- L’Île sauvage (1743)
- Le Sylphe (1743)
- Les Grâces (1744)
- Julie (1746)
- Egérie (1747)
- Les Veuves turques (1747)
- Les Métaphores (1748)
- La Colonie (1749)
- Le Rival supposé (1749)
- Les Hommes (1753)
- Essais historiques sur Paris, 5 levrenn (London, 1754–1757)
- Le Financier (1761)
- Origine de la Maison de France (1761)
- Histoire de l’Ordre du Saint-Esprit (1767)
- Lettres au sujet de l’homme au masque de fer (1768)