Mont d’an endalc’had

Michel Gérard

Eus Wikipedia
Poltred Michel Gérard.

Michel Gérard, bet ganet d'an 2 a viz Gouere 1737 e Roazhon[1] (Il-ha-Gwilun, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 1815 e Menezgervant (Il-ha-Gwilun, Breizh), a oa ur c'houer breizhat.

Anavezet-mat eo dre ma voe-eñ ar c'houer nemetañ[2] bet dilennet da gannad an Trede-Stad e 1789[3]. Mont a reas da Versailhez eta da gemer perzh e labourioù ar Vodadenn vonreizhañ vroadel, hag eñ gwisket evel ma veze war ar pemdez. Ar pezh a zegasas brud dezhañ diouzhtu ha graet e voe "père Gérard" anezhañ ker buan all. Pa voe digoret an dalc'h d'ar 5 a viz Mae 1789 e voe ar c'hannad nemetañ a gomzas ar roue Loeiz XVI outañ o lâret dezhañ « Bonjour mon bonhomme ! »[4]. Michel Gérard an hini eo a ginnigas ar vonreizh da Loeiz XVI d'an 3 a viz Gwengolo 1791, kement-mañ diwar c'houlenn prezidant ar Vodadenn Théodore Vernier (1731-1818).

Michel Gérard hag e diegezh,
livet gant Jacques-Louis David (Mirdi Tessé, Ar Mañs).

Chom a reas e karg eus ar 17 a viz Ebrel 1789 betek an 30 a viz Gwengolo 1791[5] pa voe divodet ar Vodadenn vonreizhañ vroadel ha distreiñ da Vreizh da-heul hep ober war-dro ar politikerezh ken.

Roet e voe e anv d'ur straed e Roazhon (d'ar 25 a viz Gouere 1983[6]) koulz hag e kêrioù all e Breizh evel Lannuon (Aodoù-an-Arvor), Menezgervant evel-just, Pazieg ha Torigneg-Fouilharzh (Il-ha-Gwilun).

Almanach du Père Gérard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 20 a viz Gwengolo 1791 e voe roet lañs d'ur genstrivadeg, e Pariz, gant "Kevredigezh Mignoned ar Vonreizh" evit kavout un doare efedus da reiñ d'ar bobl da anavezout perzhioù mat ar reizhiad politikel nevez an abretañ ar gwellañ. Kefridiet e voe c'hwec'h barner — Étienne Clavière, Nicolas de Condorcet, Jean Dussaulx, Henri Jean-Baptiste Grégoire, François Xavier Lanthenas hag Étienne Polverel — da zibab etre an daou raktres ha daou-ugent a oa bet kinniget a-benn ar fin.
Almanach du Père Gérard[7] gant Jean-Marie Collot d'Herbois (1749-1796) a yeas ar maout gantañ. Embannet e miz Here da-heul e oa un almanag a-benn 1792 : un deiziadur hag ar zodiak ennañ evel-just ha daouzek kaozeadenn (sañset) an tad Gérard gant annezidi e gorn-bro.

Savet e voe an oberenn e yezhoù rannvro ivez : brezhoneg, flandrezeg ha provañseg. Troet e voe en alamaneg ha saozneg zoken. Adkavet e oa bet gant Gwennole ar Menn (1938-2009) div droidigezh e brezhoneg eus al levrig

  • doare Brest : Armanac an tad Gerard evit ar Bloas 1792, An trede hini eus al liberte ; Labour en deus gounezet ar Pris preposet gant Compagnunez Mignounet ar Constitucion, sieget er Jacobinet, e Paris,
  • doare Kemper : Armanac an tad coz Gerard evit ar Blavez 1792, Ar bevare eus al Liberte embannet e penn-kentañ 1792.
Poltred,
(diechu, etre 1791 ha 92).
Le Serment du Jeu de paume,
(diechu, eus 1790 da 92).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Charles Tillon, Le Laboureur et la République : Michel Gérard, député paysan sous la Révolution française, Fayard, 1983.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E parrouz Sant-Varzhin-ar-Gwiniegi.
  2. N'eo ket gwir penn-da-benn dre ma voe dilennet Corentin Le Floc'h (1754-1794) ivez, ur c'houer all eus senesaliezh Henbont hag a chomas didrouz a-hed e respet en abeg na ouie ket mat ar galleg moarvat.
  3. A-gevret gant an alvokad Jacques-Marie Glezen (1737-1801), ar bolitikourien Mathurin Hardy de La Largère (1729-1792), Étienne-Eusèbe-Joseph Huard (1753-1789) hag Isaac Le Chapelier (1754-1794) hag ar gwiraour ha politikour Jean-Denis Lanjuinais (1753-1827)
  4. Joël Cornette, Histoire de la Bretagne et des Bretons - Des Lumières au XXIe siècle - Levrenn II, Éditions du Seuil, miz Gwengolo 2005, pajenn 134.
  5. Respetoù er Vodadenn Vroadel pe e Kambr ar gannaded.
  6. Rue Michel Gérard.
  7. Almanach du père Gérard, pour l'année 1792.