Isaac Le Chapelier
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | Isaac |
| Anv-familh | Le Chapelier |
| Deiziad ganedigezh | 12 Mez 1754 |
| Lec'h ganedigezh | Roazhon |
| Deiziad ar marv | 22 Ebr 1794 |
| Lec'h ar marv | Pariz |
| Abeg ar marv | dibennañ |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker, alvokad |
| Karg | Q62129282 |
| Bet war ar studi e | Skol-Veur Roazhon |
| Lec'h labour | Pariz |
| Strollad politikel | Kleub ar Jakobined |
| Perzhiad e | Dispac'h Gall |
| Ezel eus | La Parfaite Union |

Isaac-René-Guy Le Chapelier, bet ganet d'an 12 a viz Mezheven 1754 e Roazhon hag aet da Anaon d'an 22 a viz Ebrel 1794 e Pariz (Seine, Bro-C'hall), a oa un alvokad breizhat.
Goude bezañ tapet e ziplom alvokad e Kevrenn ar Gwir Roazhon ha diskouelet e Breujoù Breizh e oa ur prezeger eus an dibab e voe dilennet da gannad an Trede-Stad. Delc'her e garg a reas eus ar 17 a viz Ebrel 1789 d'an 30 a viz Gwengolo 1791[1] er Vodadenn vonreizhañ vroadel : ar prezidant anezhi e voe eus an 3 d'ar 17 a viz Eost 1789 zoken.
Bezañ e voe e-touez ar gannaded[2], a grouas ar C'hleub breton d'an 30 a viz Ebrel 1789 a-raok d'ar strollad-mañ mont da Gleub ar Jakobined diwezhatoc'hik.
Gantañ an hini eo e voe savet al Lezenn Le Chapelier a verze ar c'horfuniadoù, ar gompagnunelezh, ar c'henemsavioù labourerien hag ar gwir ec'hwelañ.
Aet an diskred warnañ a-barzh fin ar gont e voe barnet gant Lez-varn an Dispac'h, kondaonet d'ar marv ha dibennet.
Roet e voe e anv d'ur straed e Roazhon d'ar 15 a viz C'hwevrer 1888.