Kleub breton

Eus Wikipedia
Panell gelaouiñ ouzh talbenn tavarn gozh Amaury e Versailhez[1].

Graet e veze Kleub breton eus ur strollad kannaded eus Breizh. Evel ar gannaded c'hall all e oant bet galvet gant ar roue Loeiz XVI da gemer perzh e Breujoù Bro-C'hall a-benn ar 1añ a viz Mae 1789[2].

Kenkent hag erru e Versailhez e dibenn miz Ebrel 1789 e kustumjont en em vodañ e tavarn Nicolas Amaury[3], evit « breutaat en araok war an danvezioù a ranke bezañ graet war o zro er Breujoù » pa vijent liammet ouzh Breizh pe ouzh danvezioù all. Krouet e oa bet d'an 30 a viz Ebrel 1789 gant an alvokaded roazhonat Isaac Le Chapelier (1754-1794), Jean-Denis Lanjuinais (1753-1827) ha Jacques-Marie Glezen (1737-1801) peurgetket. Estroc'h evit an daou c'hant Breton a voe buan a-walc'h ha degemeret e voe dileuridi o tont eus Franche-Comté hag Anjev ivez. Dav eo klask e orin, pell kent emvod ar Breujoù e 1789, en emsav ar Fronde a oa bet gwall radikal e Breujoù Breizh gant pennoù-bras evel Loeiz ar Chalotez (1701-1785) da skouer.

Da-heul darvoudoù ar 5 ha 6 a viz Here 1789 ha dilojadenn ar Vodadenn vonreizhañ vroadel da Bariz e teuas da vezañ "Kevredigezh mignoned ar Vonreizh", oc'h ober annez e Kouent ar Jakobined (straed Saint-Honoré), a-raok mont da Gleub ar Jakobined da vat.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. An deiz a hiziv e kaver ur bank e-lec'h m'edo an davarn Amaury ; e-barzh e c'haller lenn ur banell skrivet warni : « Amañ, e 1789, edo an davarn Amaury e-lec'h ma veze dalc'het o emvodoù gant kannaded an Trede-Urzh deuet da geñver Breujoù Bro-C'hall, e-lec'h ma prezege Honoré Mirabeau ha Maximilien Robespierre alies ha ma voe boulc'het Kleub ar Jakobined. »
  2. Ha, da c'houde, er Vodadenn vonreizhañ vroadel adalek ar 17 a viz Mezheven.
  3. Lec'hiet e oa en niverenn 36, bali Saint-Cloud.