Jacques-Marie Glezen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Jacques-Marie Glezen a oa bet ganet e Roazhon d'an 10 a viz Mae 1737.

Alvokad e Breujoù Breizh en devoa sinet divizadenn kevrennoù ar gwir war-lerc'h Devezh ar brikoloù (26 a viz Genver 1789) a-gevret gant Jean-Denis Lanjuinais, Isaac Le Chapelier ha Pierre-Vincent Varin de la Brunelière. E penn an dileuridi roazhonat kaset da Versailles gant Urzh an Alvokaded en devoa difennet an Trede-Urzh ouzh an Noblañs. Dilennet e oa bet e Breujoù Bro-C'hall e 1789 evel kentañ kannad senesaliezh Roazhon. Unan eus tadoù diazezourien ar C'hleub breton (30 a viz Ebrel 1789) e oa bet, a-gevret gant an alvokaded roazhonat Isaac Le Chapelier ha Jean-Denis Lanjuinais peurgetket. Kemer a reas perzh er strollad a oa bet anvet da gas Loeiz XVI (Bro-C'hall) da Bariz. Dilezet e oa bet ar politikerezh gantañ goude ma oa bet divodet ar Vodadenn vonreizhañ vroadel d'ar 1 a viz Here 1791.

Aet e oa bet da Anaon d'ar 6 a viz Du 1801 e Roazhon e-lec'h ma oa bet roet e anv d'un alez.