Akademiezh Roazhon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Akademiezh Roazhon zo ur bastell-vro a-fet an deskadurezh c'hall hag a glot gant Rannvro Breizh.

En akademiezh Roazhon ez eus pevar ensellerezh akademiezh evit pep hini eus ar pevar departamant a zo er rannvro : Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan.

Evit akademiezh Roazhon ez eus ouzhpenn 52 000 den o labourat, gant 85 % a gelennerien en o zouez. Ouzhpenn 600 000 skoliad zo er skolioù kentañ hag eil derez ha war-dro 113 000 studier er skolioù-meur ha skolioù-uhel.

Rektored[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armande Le Pellec-Muller, bet rektorez Akademiezh Roazhon (2018-2019)

Renet e vez an akademiezhioù gant ur rektor, anvet gant ar gouarnamant. Gant an den-se e vez renet servijoù an akademiezh ha kemeret divizoù a sell ouzh an deskadurezh en holl skolioù an akademiezh.

E-touez an dud bet rektored Akademiezh Roazhon e c'haller menegiñ :

  • Emmanuel Ethis (abaoe miz Ebrel 2019)
  • Armande Le Pellec Muller (2018-2019)
  • Thierry Terret (2016-2018)
  • Michel Quere (2013-2016)
  • Alexandre Steyer (211-2013)
  • Alain Miossec (2008-2011)
  • Jean-Baptiste Carpentier (2006-2008)
  • Serge Guinchard (2005-2006)
  • Marc Debene (2000-2005)
  • William Marois (1997-2000)
  • Pierre Lostis (1993-1997)
  • Herbert Maisl (1989-1993)
  • André Legrand (1984-1989)
  • Paul Rollin (1981-1984)
  • Henri Le Moal (1960-1970)
  • Paul Henry (1947-1960)
  • Jules Jarry (1873-1900)
  • Faustino Malaguti (1866-1873)
  • Adolphe Mourrier (1855-1860)
  • Augustin Thery (1848-1854)