Mont d’an endalc’had

Bertrand d'Argentré

Eus Wikipedia
Poltred Bertrand d'Argentré (stamp).

Bertrand d'Argentré, bet ganet d'an 19 a viz Mae 1519 e Gwitreg hag aet da Anaon d'an 13 a viz C'hwevrer 1590 e Torigneg (en Il-ha-Gwilen a-vremañ), e kastell Tizé, a oa ur gwiraour breizhat, brudet ivez evel istorour. E-barzh Vie de Bertrand d'Argentré, jurisconsulte et historien breton en devoa skrivet Daniel-Louis Miorcec de Kerdanet (doktor war ar Gwir hag alvokad dirak al Lez) e 1820 :
“La Bretagne avait déjà produit de grands jurisconsul-
tes : le patron des avocats, le bienheureux Saint-Yves;
Henri Bohic ; Eguiner Baron, et François Duaren.
Après eux parut BERTRAND D'ARGENTRÉ, lieutenant-
général, ou grand senéchal de Rennes.”

Mab e oa da bPierre d'Argentré (anvet da senesal Roazhon gant ar roue gall Frañsez I e 1525) ha da Jeanne Hagommatz, hag eñ bet ganet d'ar memes deiziad evel an hini ma oa aet da Anaon e 1303 ur gwiraour mil vrudet all, Erwan Helouri e anv. A-gevret gant e gendiskibl Noël du Fail ez eas war e studi da skol-veur Bourjez, brudet da vezañ an hini wellañ en Europa a-bezh d'ar mare-se. Kerkent ha distroet en e familh da-heul e amzer studi en devoa kroget da studiañ al Lizhiri hag an Istor, en ur bleustriñ war ar Varzhoniezh ivez, a-hervez. D'an 1 a viz Du 1542, hag eñ oadet a dri bloaz warn-ugent, en devoa peurechuet an droidigezh latin eus Compillation des cronicques et ystoires des Bretons, bet savet e 1480 gant Pierre Le Baud, e c'houreontr. Diwar neuze e tonaas e ouiziegezhioù war ar wiraouriezh betek dont da vezañ unan eus barrekañ gwiraourien e gantved. E 1546 pe 1547 e treuzkasas e dad e garg a senesal dezhañ, a-raok mont da Anaon e Roazhon d'an 19 a viz C'hwevrer 1548.

E 1549 e timezas da Jacquemine de Litré, bet ganet c'hwec'h bugel dezhe :

Pa oa bet bodet Stadoù Breizh e Ploermael d'ar 15 a viz Here 1580 e oa bet dibabet da gas Kustum Breizh nevez da benn, a-gevret gant pevar c'homiser all : Nicolas Alixant, Pierre Brullon, René de Bourgneuf ha Bertrand Glé.

Adalek 1566 betek 1584 ec'h embannas un toullad mat a oberennoù diwar-benn Gustum Breizh, Aitiologie titl an hini diwezhañ bet embannet war ar Gwir kozh eus Breizh gantañ en e vev. Da c'houde, diwar goulenn Stadoù Breizh, ez eas ouzh ar stern da skrivañ Istor ar broviñs o kemer skouer digant an tamm labour bet kaset da benn gant Pierre Le Baud kent. En ur ober tri bloavezh e oa bet peurechuet an oberenn-mañ, moullet e Roazhon ha kinniget d'an teir urzh bodet e Gwened e miz Kerzu 1582. Padal, dre ma ne oa ket d'Argentré gwall laouen gant e labour, reizhañ a reas anezhañ hag advoulañ e Pariz e 1588. Kerkent ha deuet e-maez e rankas gouzañv prezegennoù-tamall taer Jacques de la Guesle (pennprokulor Parlamant Pariz) a gave dezhañ en devoa d'Argentré silet fedoù a-enep bri hor roueed, ar rouantelezh hag an anv gallek en e skridoù. Seziz a voe lakaet war al levr en abeg ma oa her, gwallus hag a-enep da beoc'h ar rouantelezh. E gwirionez e oa rebechet d'e oberour mont a-du gant Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercoeur hag unan eus pennoù-bras ar C'hevre Katolik. Dilezel a reas e garg ha, forbannet eus Roazhon, ez eas da glask repu da gastell e vignon Mathurin Bouan e-lec'h ma varvas gant ar glac'har. Douaret e oa bet er chapel en traoñ da iliz ar Gordennerien e Roazhon d'ar 17 a viz C'hwevrer 1590.

Commentarii in patrias Britonum leges, 1621 (Fondazione Mansutti, Milano).
  • L'histoire de Bretaigne, des roys, ducs, comtes et princes d'icelle: l'établissement du Royaume, mutation de ce tiltre en Duché, continué jusques au temps de Madame Anne dernière Duchesse, & depuis Royne de France, par le mariage de laquelle passa le Duché en la maison de France. Jacques du Puys, 1588.
  • Coustumes générales des pays et duché de Bretagne, Paris, Nicolas Buon, 1608 (savet en 1568)
  • Advis sur le partage des nobles (1570)
  • Commentaires (1576, 1584)
  • Aitiologia (1584), .
  • L'Histoire de Bretaigne, des rois, ducs, comtes, et princes d'icelle, depuis l'an 383 jusques au temps de madame Anne Reyne de France dernière Duchesse. Troisième édition revue et augmentée par messire Charles d'Argentré. Paris, par Nicolas Buon (1618).