Brest : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 149: Linenn 149:
* [[4 a viz Eost]] [[1908]] : 12{{vet}} tennad-hent [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1908|Tro Bro-C'hall 1908]] etre [[Naoned]] ha Brest ; aet ar maout gant [[François Faber]] ([[Luksembourg]]).
* [[4 a viz Eost]] [[1908]] : 12{{vet}} tennad-hent [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1908|Tro Bro-C'hall 1908]] etre [[Naoned]] ha Brest ; aet ar maout gant [[François Faber]] ([[Luksembourg]]).
* [[6 a viz Eost]] [[1908]] : loc'hañ a ra 13{{vet}} tennad-hent [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1908|Tro Bro-C'hall 1908]] eus Brest war-du [[Caen]] ([[Calvados]]).
* [[6 a viz Eost]] [[1908]] : loc'hañ a ra 13{{vet}} tennad-hent [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1908|Tro Bro-C'hall 1908]] eus Brest war-du [[Caen]] ([[Calvados]]).
* [[5 a viz Gouere]] [[2008]] : 1{{añ}} tennad-hent [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2008|Tro Bro-C'hall 2008]] etre [[Brest]] ha [[Pluveleg]] ; aet ar maout gant [[Alejandro Valverde]] ([[Spagn]]).


=== <small>Roll ar vaered</small> ===
=== <small>Roll ar vaered</small> ===

Stumm eus an 24 Mez 2012 da 10:21


Brest
[1] Pont Rekourañs, [2] Tour Iliz Sant Loeiz, [3] Straed Sant-Maloù, [4] An Abeille-Bourbon, [5] Monumant e koun an Amerikaned war vord ar Bali Dajot, [6] Panorama gant ar Penfell, c'hastell hag an Tour Tangi, [7] Iliz ar Salver, [8] Al levrdi Dialogues ha [9] Plasenn ar Frankiz.
[1] Pont Rekourañs, [2] Tour Iliz Sant Loeiz, [3] Straed Sant-Maloù, [4] An Abeille-Bourbon, [5] Monumant e koun an Amerikaned war vord ar Bali Dajot, [6] Panorama gant ar Penfell, c'hastell hag an Tour Tangi, [7] Iliz ar Salver, [8] Al levrdi Dialogues ha [9] Plasenn ar Frankiz.
Ardamezioù
Bro istorel Bro Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Pennlec'h 10 Kanton
Kod kumun 29019
Kod post 29200
Maer
Amzer gefridi
François Cuillandre
2001-2014
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 141 315 ann. (2009)[1]
Stankter 2 817 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 23′ 27″ Norzh
4° 29′ 08″ Kornôg
/ 48.390834, -4.485556
Uhelderioù kreiz-kêr : 34 m
bihanañ 0 m — brasañ 103 m
Gorread 49,5 km²
Lec'hiañ ar gêr
Brest

Brest a zo ur gumun eus departamant Penn-ar-Bed e Breizh. Emañ e kornôg pellañ ar vro hag ur porzh hag un diazezlec'h bras eus ar morlu eo.

Anv

Anv kozh Brest a zo bet marteze Urbs Ossismii pe Civitas Occismorum. Koll a reas anezhañ er Vvet kantved pa voe damzistrujet gant an Huned. Kêr-benn meuriad an Ossismii a voe kaset da Castrum Pauli (Kastell-Paol hiziv). Kemer a reas Brest anv unan eus torgennoù ar gêr Bresta super Caprellam (Brest-war-ar-C'havrig). Mont a reas an anv-se da Vrest pa adkrogas ar gêr da greskiñ.

Istor

Henamzer

Brest gwelet eus ar c'hastell

N'eus roud ebet eus ur c'hreñvlec'h a-raok hini ar Romaned met lec'hienn ar c'hastell a zo hini un oppidom stanket, un uhelgompezennig a-us d'an dour mor a c'hleb kostezioù al ledenezig. Gant meuriad galian an Ossismii e voe dalc'het lec'hienn Brest goude an aloubidigezh roman. N'eo ganet ar gêr nemet en IIIe kantved, pa savas ar Romaned ur c'hreñvlec'h gant meur a dour (ouzhpenn 20 war a seblant) da zifenn an aod ouzh ar vorlaeron saoz hag ouzh ar Bagaudae a skrape ar maezioù. Ar "c'hastrum"-se a voe savet en hevelep amzer ha mogerioù Gwened, Naoned ha Roazhon gant mein ar monumantoù publik, ar pezh a ziskouez moarvat e oa mall bras war ar saverien. Ouzhpenn-se e oa an impalaeriezh oc'h aozañ ur frammadur milourel nevez a voe anvet Tractus armoricanus et nervicanus er c'hantved war-lerc'h, gant ur morlu Classis armoricana hec'h anv. Ul lejion a voe staliet er gêr met ne'z eas ket Brest da gêr-benn an Ossismii. E Vorgium (Karaez) e chomas ar gêr-benn betek donedigezh ar Vrezhoned.

War manatioù e voe diazezet frammadur relijiel ar Vretoned kozh, a pezh a zispleg perak ne oa eskopti ebet e Bro-Leon kent an VIIIvet kantved. Pa voe krouet unan e oa re vihan Brest da vezañ choazet.

Ar c'hreñvlec'h roman a voe damzistrujet gant goprsoudarded hunat er Vvet kantved met Kont Morvan Leon en adsavas da wareziñ ar rannvro diouzh ar Vikinged. E-barzh ar mogerioù-se e kreskas ar gêr e-pad ar Grennamzer. Ar gêr vogeriet a yeas d'ur c'hastell er XVIvet kantved pa'z eas hec'h annezidi da chom er fabourzhioù.

Ar Grennamzer hag an Azginivelezh

Un darn eus Dugelezh Breizh e oa Brest e-pad ar Grennamzer. Goude stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall e roas ar roue Herri IV an titl a gêr dezhi e 1593. E 1631 e lakaas Richelieu sevel ur porzh brezel eno. Ar porzh arnevez hag an arsanailhoù a oa savet neuze. Lojerisoù evit ar vicherourien a lakaas sevel ivez.

Ar Renad Kozh

Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest

E 1683 e kreñvaas Vauban ar gêr hag ar vorlenn. E fin ren Loeiz XIV e oa 15 000 annezad enni. E Brest eo e tilestras kannadourien roue Siam e 1686. Diwarno e voe anvet Straed Siam.

En XVIIIvet kantved e savas an ijinour brestat Antoine Choquet de Lindu savadur ar galeoù a zlee degemer prizonidi betek an XIXvet kantved. Unan eus e brizonidi vrudetañ a oa Louis Vidocq.

Dispac'h gall

  • Ur pouez bras he doe Brest e-pad an Dispac'h. Eus tu an dispac'herien e voe e 1789 ha tud eus Gward broadel Brest a gemeras an Tuileries e 1792 gant ar Varsilhiz.
  • Goude taol-stad tud ar menez, kêr Vrest, jirondin e oa, en em savas a-enep d'ar galloud kreiz. Ur c'hwitadenn e voe, avat, ha d'ar 5 a viz C'hwevrer 1794 e voe kemeret gant Bréard, unan eus "kannaded ar bobl e kefridi", an diviz da sevel ul lez-varn dispac'hel, pevar barner enni (Goarant, kadoriad, Lignières, Palis, Barz), un tamaller, Huges, gant Granjean da erlerc'hier, ur grefier, Dayot, ha daouzek jure. He c'hefridi a oa barn an holl sitoianed tamallet da vezañ graet un dra bennak enep al liberte, ar bobl, gouarnamant ar republik. Staliet e voe al lez-varn d'ar 21 a viz C'hwevrer 1794, ha kerkent e roas Huges urzh d'ar c'huzul-kêr lakaat war blasenn al Liberte, a-benn seizh eur, warc'hoazh, ar c'hilhotin santel, pezh a voe graet. Tri den a voe barnet da vervel diouzhtu, ul letanant a vor, Claude-Robert Rougemont, 36 vloaz, ha daou vartolod, Charles-Marie Le Dall de Kereon, eus Kemper, 19 vloaz, hag Herri-Louis Monteclair, 18 vloaz, ha kaset e voent war eeun d'ar gilhotin. Ragmey a voe lakaet da brezidant al lez-varn, Donze-Verteuil da damaller ha Fouquier-Tinville da c'hrefier. D'an 13 a viz Meurzh e voe barnet da'r marv ha dibennet an aotrou Koz, person didou Poullaouen, bet serret eno e penn-kentañ ar miz; d'ar 25 a viz Meurzh e c'hoarvezas memes mod gant Jean Drevez, kure e Rekourañs, bet tamallet abalamour d'ur badeziant e Plonger. E dibenn miz Mae e voe barnet 30 melestrour eus departamant Penn-ar-Bed: didamallet e voe pevar anezhe, tri all na voent ket barnet dre m'edont pell eus an departamant, ar 26 melestrour a chome a voe kondaonet da'r marv ha dibennet diouzhtu war-lerc'h. En holl e voe kondaonet 70 a dud d'ar gilhotin [2] [3].
  • Adsavet eo ar morlu gant André Jeanbon Saint André.
  • Keloù eus marv Robespierre a erruas diwezhat a-walc'h e Brest hag ar c'huzul kêr jakobin a oa kaset kuit e miz Gwengolo. Pennoù bras kozh a adkavas o galloud e dilennadeg 1875 met koll a rae ar gêr he fouez strategel en abeg da c'hronn ar Saozon.

XXvet kantved

  • Armerzh ar gêr a rousinas betek an Eil Impalaeriezh. E 1856 ec'h aotre Napoleon III ar gêr da sevel ur pont war ar Penfell. Gweladenniñ a reas ar gêr etre an 9 hag an 12 a viz Eost 1858. Brasaat a reas an arsanailh, astenn a reas div linenn hent-houarn betek Brest ha sevel a reas ar porzh kenwerzh.

XXvet kantved

    • Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad e Brest: d'an 2 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Wellington Ic marilhet R3279 ha kodet KO-DR eus 115th Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er mor nepell eus Brest; lazhet e voe e voe he c'hwec'h nijour, kavet e voe ur c'horf hepken, douaret eo e Felton (Bro-Saoz). D'ar 6 a viz Ebrel 1941 e voe taolet un nijerez Beaufort marilhet N1016 ha kodet OA-X eus an 22nd Squadron eus ar Royal Air Force d'an diaz gant ar Flak er mor e-tal Kastell Brest; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest; deut a oa al laz a-benn eus e daol koulskoude: tizhet e oa bet al lestr-brezel alaman Gneisenau gant un darzherez. D'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Wellington IC marilhet R1442 ha kodet HA-D eus ar 218th Squadron ar Royal Air Force e donvor Brest; lazhet e voe he seizh nijour, douaret e voe daou anezhe e Bered Kerfaotraz e Brest, ne voe ket kavet ar re all. D'ar 1 a viz Gouere 1941 e kouezhas un nijerez Wellington marilhet R1343 ha kodet OJ-B eus 149th Squadron ar Royal Air Force er porzh kenwerzh e Brest; lazhet e voe he femp nijour, douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest [6].
    • Emgann Brest: soudarded SUA o stourm evit dieubiñ Brest
  • Goude ar brezel ec'h adsavas an annezidi (repuet er Sarthe dreist-holl) ur gêr nevez hervez raktresoù an tisavour Jean-Baptiste Mathon. Echuet e voe adsevel anezhi e 1961. An arsanailh a voe an andon a leve pennañ evit ar gêr betek fin ar XXvet kantved hag e ziskar a voe abeg d'un enkadenn armerzhel er rannvro. Treiñ a raio neuze ar gêr eus tu an imbourc'h diwar-benn ar mor hag an teknologiezhioù nevez.

Darvoudoù pennañ istor Brest

Darvoudoù-sport a bep seurt

Roll ar vaered

Roll ar maerioù
Dilennadeg Anv Titl
2001- François Cuillandre Maer
1989-2001 Pierre Maille Maer
1985-1989 Georges Kerbrat Maer
1983-1985 Jacques Berthelot Maer
1982-1983 Pierre Maille Maer
1977-1982 Francis Le Blé Maer
1973-1977 Eugène Berest Maer
1959-1973 Georges Lombard Maer
1958-1959 Auguste Kervern Maer
1954-1958 Yves Jaouen Maer
1954-1954 Lucien Chaix Maer
1953-1954 Yves Jaouen Maer
1947-1953 Alfred Pierre Marie Chupin Maer
1945-1947 Jules Lullien Maer
1944-1945 Victor le Gorgeu Prezidant an Delegasion Ispisial
1942-1944 Victor Eusen Maer
1929-1941 Victor le Gorgeu Maer
1921-1929 Léon Nardon Maer
1920-1921 Hippolyte Masson Maer

Brezhoneg

  • D’ar 16 a viz Mezheven 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • Div skol Diwan a zo e Brest, an hini gentañ, krouet e 1978, zo e karter Kerango hag an eil e karter ar Gwelmeur.
  • Un hentenn divyezhek Div Yezh a zo er Skol Jacquard.
  • E distro-skol 2009 e oa skoliataet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 2,1% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [7].
  • E distro-skol 2010 e oa enskrivet 317 skoliad er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek publik (2,2% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [1]
  • Ar vagouri "Ptit Mousse" a zo gant un tañva d'ar yezh.

Monumantoù ha traoù heverk

Brudet eo Pont Rekourañs ha straed Siam e Brest. Eus ar monumantoù savet a-raok an XIXvet kantved ne chom nemet ar c'hastell, an Tour Tangi hag un nebeud tiez ha savadurioù kozh, savadurioù evit an arsanailh ha kreñvlec'hioù en o zouez. E Rekourañs e chom un darn eus straed Sant-Maloù distrujet gant bombezadegoù en Eil Brezel Bed.


Anavezet eo Brest abalamour d'ar gouelioù bigi aozet ganto bep pevar bloaz. Savet eo anv ar gouel diwar anv ar gêr mui ar bloavezh (Brest 2008, Brest 1992...).

E 2008 e loc’has tennad kentañ Tro Bro C'hall (Tour de France) eus Brest.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered Kerfaotraz

Bro Niver a soudarded
Aostralia 3
Kanada 14
Rouantelezh-Unanet 93
Zeland-Nevez 1
Hollad (korfoù anavezet hepken) 104

Diwar ar 104 soudard anavezet douaret er vered ez eus 31 milour eus ar Brezel-bed Kentañ ha 73 eus an Eil Brezel-bed [8].

Douaroniezh

Brest hag he rannvro

Kêr vrasañ departamant Penn-ar-Bed eo Brest met n'eo ket e gêr-benn. Da Gemper e voe roet ar statud-se gant ar Vodadeg Vonreizhel e 1791 rak ur prefeti mor e oa d'an amzer-se dija.

Ur gêr stag ouzh ar mor eo. Lec'hiet war ul ledenez n’he deus krec'h ebet. War du ar Su e kaver al lenn-vor hag emañ ledenez Kraozon en tu all. War du ar reter emañ harpet he levezon gant Landerne ha Montroulez.

War bladenn Bro-Leon emañ Brest, war lein tornaodoù hogozik a-blom a furm unan eus jeloù pennañ Tolzenn an Arvorig. N'eo torret ar voger-se nemet gant un aber gev, ar Penfell, ur legenn eus naoz kozh ar Stêr Aon. Ur porzh naturel peurvat eo ar Penfell. Gwarezet eo gant ur roc'h, 200 metr hec'h hirded, dour en he zro war daou gostez ha disrannet diouzh an douar gant ur stankenn war an trede. War ar c'hreñvlec'h naturel-se e voe savet Kastell Brest.

Emdroadur ar boblañs 1793-2007

[9]

Imbourc'h ha deskadurezh uhel

Dre m'emañ kreizenn armerzhel kêr-benn Breizh-Izel eno ez eus kalz skolioù-meur hag annezadennoù imbourc'h e Brest.

Sevenadur

  • (fr) Porched al levrdiezLevrdi Ti-kêr Brest : rouedad al levrdiez Brest a zo kenaozet eus dek levrdi-karter

Mirdioù

  • Mirdi an Eñvor

Melestradurezh

Ti-kêr Brest e Plasenn ar Frankiz

Kalz brasoc'h eo teuas Brest da vezañ e 1945 pa voe staget teir c'humun all outi : Lambezelleg , Kerbêr-Kilbignon ha Sant Mark.

E 10 kanton eo rannet :

Tud brudet

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Gevelliñ

Emglev-keneilded :

Liammoù diavaez

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Brest er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, pajennoù 176-182, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915
  3. Le Bot, Terreur à Brest, p. 198
  4. Commonwealth War Graves Commission
  5. Commonwealth War Graves Commission
  6. Pertes RAF Finistère
  7. Ofis ar Brezhoneg
  8. Commonwealth War Graves Commission
  9. Cassini hag EBSSA